Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/427

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
393
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

lomon, en em laouénéaz meûrbéd hag é lavaraz : Benniget ra vézô hiriô ann Aotrou Doué, péhini en deûz rôet da Zavid eur mâb fûr-brâz war ar bobl paot-man̄.

8. Hag Hiram a gasaz étrézé Salomon, ô lavarout : Klevet em eûz ar péz éc’h eûz kémennet d’in : mé a rai kémen̄d a fell d’id diwar-benn ar c’hoat sedr hag ar c’hoat sapr.

9. Va zervicherien a zigasô anézhô eûz al Liban d’ar môr : ha mé hô lakai war radellou war ar môr, bétég al léac’h az pézô merket d’in ; ha mé hô diskargô énô, ha té hô c’hémérô : ha té a rôi d’in ar péz a vézo réd évit boéta va zî.

10. Hiram éta a rôé da Zalomon koat sedr ha koat sapr, kémen̄d ha m’en dôa c’hoan̄t da gaout.

11. Hôgen Salomon a rôé da Hiram ugen̄t mil kor gwiniz, évit boéta hé dî, hag ugen̄t kor éôl pûr-brâz : kémen̄t-se a rôé Salomon da Hiram bép bloaz.

12. Ann Aotrou a rôaz ivé ar furnez da Zalomon, ével m’en dôa hé lavaret d’ézhan̄. Ha péoc’h a oa étré Hiram ha Salomon, hag hî a réaz kévrédigez hô-daou.

13. Ar roué Salomon a zilennaz méchérourien é Israel holl, hag ann niver anézhô a oa eûz a drégon̄t mil dén.

14. Hag hén̄ hô c’hasé d’al Liban péb eil trô, dék mil pép mîz ; enn hévélep doaré ma choumen̄t daou vîz enn hô ziez : hag Adoniram a oa da vestr war ann holl dûd-zé.

15. Ha Salomon en dôa dék mil dén ha tri-ugen̄t, péré a zougé bec’hiou, ha pévar-ugen̄t mil, péré a véné mein war ar ménez :

16. Hép nivéri ar ré a oa da vistri war bep labour, enn niver eûz a dri mil ha tri c’han̄t, péré a c’hourc’hémenné d’ar ré a réa al labour.

17. Hag ar roué a c’hourc’hémennaz d’ézhô ma kémerchen̄t mein brâz, mein talvouduz-brâz, évid diazez ann templ, hag évid hô béna.

18. Ha masounerien Salomon, ha masounerien Hiram a vénaz anézhô : hôgen ar Giblied a aozaz ar c’hoat hag ar vein évit sével ann tî.


————


VI. PENNAD.


Templ Salomon enn diabars hag enn diavéaz.


1. A-benn pévar c’han̄t bloaz ha pévar-ugen̄t, goudé ma oa deûet bugalé Israel er-méaz eûz a zouar ann Éjipt, é mîz Zio, ann eil vîz eûz a rén Salomon war Israel, eo é savaz eunn tî d’ann Aotrou.

2. Hôgen ann ti a zavé ar roué Salomon d’ann Aotrou, en dôa tri-ugen̄t ilinad a héd, hag ugen̄t ilinad a léd, ha trégon̄d ilinad a uc’helded.

3. Ha dirâg ann templ éz oa eur palier eûz a ugen̄t ilinad a héd, hervez al léd eûz ann templ ; ha dég ilinad a léd en dôa dirâg ann templ.

4. Hag hén̄ a réaz d’ann templ prénestou beskellek.

5. Sével a réaz war vôger ann templ kembotou trô-war-drô, war vôgeriou ann ti hag ann orakl ; ôber a réaz ivé kazéliou trô-war-drô.

6. Ar c’hombot izéla en dôa pemb ilinad a léd, ar c’hembot kreiz en dôa c’houec’h ilinad a léd, hag ann trédé en dôa seiz ilinad a léd. Lakaad a réaz ann treûstou war-drô d’ann ti a-ziavéaz, évit na harpchen̄t két war vôgeriou ann templ.

7. Pa oé savet ann tî, é oé savet gan̄t mein bénet ha kompézet : ha na oé klevet enn tî na morzol, na bouc’hal, na benveg houarn é-béd, é-pâd ma oé savet.

8. Dôr ar gazel greiz a oa enn tû déou eûz ann ti : ha dré zérésiou-trô é piñed d’ar gampr kreiz, hag eûz ar gampr kreiz d’ann trédé.

9. Hag hén̄ a zavaz ann tî, hag hé beûr-zavaz, hag a c’hôlôaz anézhan̄ gan̄t koatérez sedr.

10. Hag hén̄ a zavaz eur c’hembot eûz a bemb ilinad a uc’helded war ann holl dî, hag a chôlôaz anézhan̄ gan̄t koat sedr.

11. Hag ann Aotrou a gomzaz out Salomon, ô lavarout :

12. É ken̄ver ann ti-zé a zavez, mar kerzez em c’hélennou, mar sévénez va barnédigézou, ha ma virez va holl