Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/425

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
391
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

c’hichen : hag é lékéaz em c’hichen hé mâp péhini a oa marô.

21. Ha pa saviz diouc’h ar min̄tin évit rei da zéna d’am mâb, é wéliz anézhan̄ ével ma vijé marô : hôgen ô sellout-pîz out-han̄ pa oé skléar ann deiz, é wéliz ervâd pénaoz né oa két hennez em boa ganet.

22. Hag ar vaouez all a lavaraz : Né két ével ma lévérez : râk da vâb-dé eo a zô marô, ha va hini eo a zô béô. Hag hou-man̄ enn-énep a lavaré : Gaou é lévérez ; râk va mâb eo a zô béô, ha da vâb eo a zô marô hag ével-sé é striven̄t dirâg ar roué.

23. Neûzé ar roué a lavaraz : Hou-man̄ a lavar : Va mâb a zô béô, ha da vâb a zô marô. Hag houn-nez a lavar : Nann ; hôgen da vâb eo a zô marô, ha va hini a zô béô.

24. Hag ar roué a lavaraz : Digasit d’in eur c’hlézé. Ha pa oé digaset eur c’hlézé dirâg ar roué ;

25. Rannit, émé-z-han̄, war zaou-han̄ter ar bugel béô, ha rôit ann han̄ter da unan, hag ann han̄ter d’ébén.

26. Hôgen ar vaouez a oa béô hé mâb, a lavaraz d’ar roué (râg hé c’haloun a lammé évid hé mâb) ; rô dézhî, aotrou, mé az péd, ar bugel béô, ha na lâz két anézhan̄. Hag ann hini all enn-énep a lavaré : Na vézet na d’in na d’id ; hôgen ra vézô rannet.

27. Neûzé ar roué a respoun̄taz hag a lavaraz : Rôit da houn-nez ar bugel béô, ha na vézet két lazet ; râg hé vamm eo.

28. Israel holl éta ô véza klevet ar varn en dôa rôet ar roué, a zoujaz anézhan̄, ô wélout pénaoz édô furnez Doué enn-han̄ évid ôber barn.


————


IV. PENNAD.


Oviserien Salomon. Furnez Salomon.


1. Hôgen ar roué Salomon a réné war Israel holl ;

2. Ha chétu ar brin̄sed, pé ann oviserien en dôa : Azarias, mâb Sadok, ar Bélek-brâz :

3. Élihoref hag Ahia, mipien Sisa, a oa skrivañerien : Josafat, mâb Ahilud, a oa sieller :

4. Banaias, mâb Joiada, a oa é penn ann armé : ha Sadok hag Abiatar a oa béleien.

5. Azarias, mâb Natan, a oa da benn war ar ré a oa war-drô d’ar roué ; Zabud, bélek, mâb Natan, a oa miñoun d’ar roué.

6. Ahisar a oa mérer ann tî ; hag Adoniram, mâb Abda, war ann tellou.

7. Hôgen Salomon en dôa lékéat daouzek dén war Israel holl, péré hô dôa ar préder eûz a daol ar roué ha tûd hé di : râk pép-hini anézhô a rôé kémen̄d a oa réd bép mîz.

8. Ha chétu hô hanvou : Benhur war vénez Éfraim.

9. Ha Bendékar é Makkez, hag é Salébim, hag é Betsamez, hag é Élon, hag é Bétanan.

10. Ha Benhésed é Arubot : hén̄ en dôa ivé Soko hag holl zouar Éfor.

11. Ha Benabinadab é holl vrô Néfatdor, péhini a zimézaz gan̄t Tafet, merc’h Salomon.

12. Bana, mâb Ahilud, a sturié é Tanak hag é Mageddo, hag é Betsan holl, a zô tôst da Zartana, izéloc’h égét Jezrael, adalek Betsan bétég Abelméhula, râg-énep da Jekmaan.

13. Bengaber e Ramot-Galaad : hén̄ en dôa bourc’hiou Jair, mâb Manasé é Galaad : hén̄ a c’hourc’hémenné é holl vrô Argob, a zô é Basan, war dri-ugen̄t kear vrâz muriet, péré hô dôa potajou arem.

14. Ahinadab, mâb Addo, a c’hourc’hémenné é Manaim.

15. Ac’himaas é Néftali : hag hén̄ ivé a oa dimézet gan̄t Basémat, merc’h Salomon.

16. Baana, mâb Husi, é Aser hag é Balot.

17. Josafat, mâb Farué, é Issakar.

18. Sémei, mâb Éla, é Ben̄jamin.

19. Gaber, mâb Uri, é brô Galaad, é brô Séhon, roué ann Amorréed, hag Og, roué Bazan, war gémen̄t a ioa er vrô-zé.

20. Juda hag Israel a oa diniver, ével tréaz ar môr ; hag hî a zebré hag a évé enn eul lévénez vrâz.