Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/409

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
375
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

Kéa é-biou, ha choum azé enn da zâ. Ha pa oé éat é-biou, ha choumet enn hé zâ,

31. É oé gwélet Kusi : hag ô ton̄t é lavaraz : Eur c’helou mâd a zigasann, aotrou, va roué : râg ann Aotrou en deûz hiriô barnet enn da c’hounid, ha da dennet eûz a zaouarn ar ré holl a oa savet enn da énep.

32. Hag ar roué a lavaraz da Gusi : Ha savéteet eo va mâp Absalom ? Ha Kusi a lavaraz : Ra vézô gréat da énébourien ann aotrou, va roué, ha d’ar ré holl a zâv enn hé énep évid ann droug, ével ma eo bét gréat d’as mâp.

33. Neûzé ar roué a oé glac’haret brâz, a biñaz er gampr a-ziouc’h ar pors, hag a wélaz. Hag ével-henn é lavaré enn eur von̄t : Va mâb Absalom, Absalom va mâb : piou a lakai ac’hanoun da vervel évid-od, Absalom va mâb, va mâb Absalom ?


————


XIX. PENNAD.


Joab a laka David d’en em ziskouéza d’ar bobl. Mifiboset a tô digémeret gan̄t ar roué.


1. Hôgen rôet é oé da anaout da Joab pénaoz ar roué en em c’hlac’haré hag a wélé hé vâb :

2. Hag ar gounid a oé trôet é kaon̄ enn deiz-zé é-touez ann holl bobl ; râg ar bobl a glévaz lavarout enn deiz-zé pénaoz é oa glac’haret ar roué enn abek d’hé vâb.

3. Hag ar bobl en em dennaz é kéar enn deiz-zé, ével ma en em denn eur bobl a zô bét tréc’het hag a dec’h eûz ann emgann.

4. Hôgen ar roué en dôa gôlôet hé benn, hag a grié a-boéz-penn : va mâb Absalom, Absalom va mâb, va mâb.

5. Ha Joab a iéaz da gavout ar roué enn hé dî, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mézékéet éc’h eûz hiriô da holl zervicherien péré hô deûz savétéet da vuez, ha buez da vipien ha da verc’hed, ha buez da c’hragez ha da c’hragez-serc’hed.

6. Té a gâr ar ré az kasa, ha té a gasa ar ré az kâr. Té a ziskouéz hiriô pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évit pennou da armé nag évid da zervicherien : ha mé a anavez ervâd pénaoz ma vijé béô Absalom, ha ma vijemp-ni marô holl, bréma é vijez laouen. (T).

7. Hôgen bréma saô, ha tôsta, ha komz gan̄t trugarez oud da zervicherien ; râk mé a dou d’id, dré ann Aotrou, pénaoz ma na zeûez két er-méaz, na choumô két eunn dén hép-kén gan-éz enn nôz-man̄ : ha gwasoc’h é vézô kémen̄t-sé d’id égéd ann holl zrougou a zô bét c’hoarvézet gan-éz, abaoé ma oaz iaouan̄k bétég-henn.

8. Ar roué éta a zavaz hag a azézaz é-tâl ar pors : ha rôet é oé da anaout d’ann holl bobl pénaoz é oa azézet ar roué é-tâl ar pors : hag ann holl bobl a zeûaz dirâg ar roué : hôgen Israel a oa téc’het pép-bini d’hé delt.

9. Hag ann holl bobl a strivé é holl vreûriézou Israel, ô lavarout : Ar roué en deûz hon tennet eûz a zaouarn hon énébourien ; hon tennet en deûz eûz a zaouarn ar Filistined : ha bréma é tec’h eûz ar vrô enn abek da Absalom.

10. Hôgen Absalom, péhini hor bôa éôliet war-n-omp, a zô marô er brézel : bété pégeit é tavot-hu, ha na zigasot-hu két ar roué adarré ?

11. Hôgen ar roué David a gasaz étrézé Sadok hag Abiatar ar véleien-vrâz, évit lavarout d’ézhô : Komzit out hénaoured Juda, ô lavarout : Pérâg é teûit-hu da zivéza da zigas ar roué enn hé dî ? (Râk lavar holl Israel a oa bét klévet gan̄t ar roué enn hé dî.)

12. Va breûdeûr oc’h, va eskern ha va c’hîg oc’h ; pérâg oc’h-hu ar ré zivéza ô tigas adarré hô roué ?

13. Livirid ivé da Amasa : Ha n’oud-dé két va eskern ha va c’hîk ? Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in, ha c’hoaz ouch-penn, ma n’az lakaann da-vikenn da vestr war va armé é léac’h Joab.

14. Hag hén̄ a c’hounézaz kaloun holl dûd Juda, ével kaloun eunn dén hép-kén : hag hî a gasaz d’ar roué, ô lavarout : Distrô té, ha da holl zervicherien.

15. Ar roué éta a zistrôaz, hag a