Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/408

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
eil levr samuel,

10. Hôgen eur ré a wélaz kémen̄t-sé, hag hé zanévellaz da Joab, ô lavarout : Gwélet em eûz Absalom, hag hén̄ krouget oud eunn derven.

11. Ha Joab a lavaraz d’ann hini en dôa danévellet ann dra-zé d’ézhan̄ : Ma éc’h eûz hé wélet, pérâk n’éc’h eûz két hé doullet bétég ann douar ? Ha mé em bijé rôet d’id dék sikl arc’han̄t hag eur gouriz-klézé.

12. Hag hé-man̄ a lavaraz da Joab : Ha pa boézfez em dourn mil péz arc’han̄t, na lakajenn két va dourn war mâb ar roué : râk klévet hon eûz holl ar péz en deûz gourc’hémennet ar roué d’id, ha da Abisai, ha da Étai, ô lavarout : Mirit d’in va mâb Absalom.

13. Ha m’am bijé gréat kémen̄t-sé é gwall va buez, na vijé két bét gellet hé guza ouz ar roué ; ha savet é vijez-dé enn hé énep ?

14. Ha Joab a lavaraz : Na rinn két dioud da ioul ; hôgen hé daga a rinn dira-z-oud. Kéméroud a réaz éta tri dared enn hé zourn, hag hén̄ a zan̄kaz anézhô é kaloun Absalom. Hag ô véza ma oa c’hoaz béô, hag hén̄ krouget oud ann derven,

15. Dék floc’h iaouan̄k Joab a zirédaz, a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz.

16. Hôgen Joab a lékéaz ar c’horn-boud da séni, hag a zalc’haz ar bobl, évit n’az ajé két mui war-lerc’h Israel a déc’hé ; râg hén̄ a fellé d’ézhan̄ kaoud azaouez évit-hô.

17. Hag Absalom a oé kéméret ha taolet enn eur poull brâz er c’hoat, hag é oé savet war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein : hag holl Israel a déc’haz pép-hini d’hé delt.

18. Hôgen Absalom en dôa savet évit-han̄, en̄dra ma oa c’hoaz béô, eur peûl é traon̄ien ar roué : râg hén̄ a lavaré : N’em eûz két a vâb, nag ann dra-zé a vézô da zerc’hel sonch eûz va hanô. Hag hén̄ a c’halvaz ar peûl diouc’h hé hanô ; ha dourn Absalom eo bét hanvet bétég-henn.

19. Neûzé Ac’himaas, mâb Sadok, a lavaraz : Mon̄d a rann da rédek étrézég ar roué, hag é rôinn da anaout d’ézhan̄ pénaoz ann Aotrou en deûz hé dennet eûz a zaouarn hé énébourien.

20. Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Na vézi két da gannad hiriô, hôgen eur wéac’h all é vézi da gannad : na fell két d’in da gâs da gannad hiriô, ô véza ma eo marô mâb ar roué.

21. Ha Joab a lavaraz da Gusi : Kéa, ha lavar d’ar roué ar péz éc’h eûz gwélet. Ha Kusi a stouaz dirâk Joab, hag a rédaz.

22. Hôgen Ac’himaas, mâb Sadok, a lavaraz c’hoaz da Joab : Pétrâ a vir na rédann ivé war-lerc’h Kusi ? Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é fell d’id rédek, va mâb ? Na zougi két eûr c’hélou mâd.

23. Ha ma rédann, émé Ac’himaas ? Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Réd. Hag Ac’himaas, ô rédek dré eunn hen̄t berroc’h, a iéaz é-biou da Gusi.

24. Hôgen David a oa azézet étré ann daou bors : hag ann évésiad péhini a ioa war lein ar pors war ar vûr, ô sével hé zaoulagad, a wélaz eunn dén a rédé hé-unan.

25. Hag hén̄ a griaz hag hé lavaraz d’ar roué. Hag ar roué a lavaraz : Mar d’éma hé-unan, é teûi eur c’helou mâd eûz hé c’hénou. Ha pa hasté hé-man̄, ha pa édo tôst,

26. Ann évésiad a wélaz eunn dén all hag a rédé ; hag ô krial diwar-laez, é lavaraz : Eunn dén all a wélann hag a réd hé-unan. Hag ar roué a lavaraz : Eur c’hélaouer mâd eo ivé.

27. Hag ann évésiad a lavaraz : Gwéloud a rann ar c’hen̄ta ô rédek, ével ma réd Ac’kimaas, mâb Sadok. Hag ar roué a lavaraz : Eunn dén mâd eo ; hag eur c’helou mâd a zigas.

28. Hôgen Ac’himaas enn eur grial a lavaraz d’ar roué : Mé as salud, ô roué : hag ô véza azeûlet oc’h en em strin̄ka war hé e c’hénou d’ann douar dirâg ar roué, é lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz tréc’het ar ré hô dôa savet hô daouarn a-éneb ann aotrou, va roué.

29. Hag ar roué a lavaraz : Ha savétéet eo va mâp Absalom ? Hag Ac’himaas a lavaraz : Gwélet em eûz eunn dispac’h brâz pa en deûz Joab da zervicher va c’haset étrézég enn-od, ô roué ; ha na ouzoun nétra kén.

30. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ :