Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/406

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
372
eil levr samuel,


XVII. PENNAD.


Kusai a rô da anaout da Zavid ar péz zô c’hoarvézet é Jéruzalem.


1. Hôgen Ac’hitofel a lavaraz da Absalom : Dilenna a rinn daouzék mil dén gan-én̄, ha mé a zavô hag a iélô war lerc’h David enn nôz-man̄.

2. Hag oc’h en em deûrel war-n-ézhan̄, en̄dra ma vézô skuîz hag héb armou enn hé zaouarn, é skôinn gan̄t-han̄ : ha pa vézô téc’het ann holl bobl a zô gan̄t-han̄, é skôinn gan̄d ar roué a vézô hé-unan.

3. Lakaad a rinn da zistrei ann holl bobl-zé, ével ma tistrô eunn dén hé-unan : râk té na glaskez néméd eunn dén ; hag ann holl bobl a vézô é péoc’h.

4. Al lavar-zé a oé kavet mâd gan̄d Absalom ha gan̄d holl henaoured Israel.

5. Koulskoudé Absalom a lavaraz : Galvit Kusai ann Arac’hit, ha sélaouomp ivé pétrâ a lavarô.

6. Ha pa oé deûet Kusai étrézég Absalom, é lavaraz Absalom d’ézhan̄ : Ével henn en deûz komzet Ac’hitofel : ha ni a dlé ôber ével ma en deûz lavaret, pé na dléomp két ? Pé guzul a rôez ?

7. Ha Kusai a lavaraz da Absalom : Né két mâd ar c’huzul en deûz rôet Ac’hitofel ar wéach-man̄.

8. Ha Kusai a lavaraz c’hoaz : Té a anavez da dâd, té a oar pénaoz ann dûd a zô gan̄t-han̄ a zô kré-brâz, ha ma eo c’houérô hô c’haloun, ével hini eunn ourzez a ziboell enn eur c’hoad, ô véza ma eo bét kéméret hé oursédigou : da dâd ivé péhini a zô eur brézéliad mâd, na ehanô két gan̄d hé dûd.

9. Martézé bréma eo kuzet enn eur c’héô, pé enn eul léac’h all, diouc’h ma kav mâd : ha mar kouéz unan ac’hanoc’h da gen̄ta, néb hé glevô a lavarô : Eul lazérez brâz a zô bét gréat é-touez ar bobl a heûlié Absalom.

10. Ha kémen̄t dén kalounek, péré a zô hén̄vel out léoned, a vézô spoun̄tet-brâz : râg holl bobl Israel a oar pénaoz da dâd, hag ar ré holl a zô gan̄t-han̄, a zô tûd a galoun.

11. Chétu éta ar chuzul a gavann ar gwella : Stroll war-drô d’id Israel holl, adalek Dan bété Bersabéé, ével tréaz ar môr péhini a zô diniver ; ha té a vézô enn hô c’hreiz.

12. Ha nî en em daolô war-n-ézhan̄, é pé léac’h bennâg ma vézô kavet ; hag é c’hôlôimp anézhan̄, ével pa gouéz ar glîz war ann douar ; ha na lezimp két zô-kén eunn dén eûz ar ré a zô gan̄t-han̄.

13. M’az a enn eur géar-bennâg, holl Israel a lakai kerdin trô-war-drô d’ar géar-zé, ha nî a dennô anézhi enn eur froud, hép ma choumô méan é-béd anézhi.

14. Hag Absalom, hag holl dûd Israel a lavaraz : Gwelloc’h eo kuzul Kusai, ann Arac’hit, égét kuzul Ac’hitofel : râk dré ioul ann Aotrou eo é oé diskaret kuzul Ac’hitofel, évit ma tigazc’hé ann Aotrou drouk war Absalom.

15. Neûzé Kusai a lavaraz da Zadok ha da Abiatar ar véleien : Ével-henn hag ével-henn en deûz kuzuliet Ac’hitofel Absalom hag hénaoured Israel ; hag ével-henn hag ével-henn em eûz hô c’huzuliet.

16. Hôgen bréma kasit râk-tâl da lavarout d’ézhan̄ : Na choum két hénôz é kompézennou ann distrô ; hôgen treûz hép dalé, gan̄d aoun na vé kollet ar roué hag ann holl bobl a zô gan̄t-han̄.

17. Jonatas hag Ac’himaas a oa é-tâl feun̄teun Rogel : hag eur vatez a iéaz hag a lavaraz kémen̄t-sé d’ézhô : hag hî a iéaz hag a zigasaz ar c’helou d’ar roué David : râg hî na hellen̄t két en em ziskoueza na mon̄d é kéar.

18. Hôgen eur paotr a wélaz anézhô hag hé lavaraz da Absalom : hag hî a iéaz râk-tâl da di eunn dén eûz a Vaturim, péhini en dôa eur pun̄s é-tâl dôr hé dî ; hag hî a ziskennaz enn-han.

19. Hôgen grég ann dén-zé a lékéaz eur c’houlc’her war c’hénou ar pun̄s, ével pa é divijé lékéat éd da graza ; hag evel-sé é kuzaz-hî ann drâ.

20. Ha pa oé deûet servicherien Absalom d’ann tî-zé, é léverchon̄t d’ar