Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/393

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

5. Kéa, ha lavar da Zavid va zervicher : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Ha té a zavô eunn ti d’in évit ma chouminn enn-han̄ ?

6. Râk n’ounn choumet é tî é-béd abaoé ann deiz é péhini em eûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann Éjipt, bétég ann deiz-man̄ : hôgen kerzet em eûz bépréd dindân eunn tabernakl hag eunn telt.

7. Enn holl lec’hiou dré béré ounn tréménet gan̄d holl vugalé Israel, ha lavaret em eûz-mé da hini eûz ar ré da béré em eûz gourc’hémennet paska va fobl Israel : Pérâg n’hoc’h eûs-hu két savet d’in eunn ti sedr ?

8. Ha bréma é liviri da Zavid, va zervicher : Chétu pétrâ a lavar Aotrou ann arméou : Da dennet em eûz eûz ar peûrvanou p’az éez war-lerc’h al loéned, évid da lakaad é penn va fobl Israel.

9. Bét ounn gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, lékéat em eûz da hanô da véza brâz ével hanô ar ré vrasa war ann douar.

10. Lakaad a rinn va fobl Israel enn eul léac’h ; hé blan̄ta a rinn, hag hén̄ a choumô énô, ha na vézô mui kéflusket : ha bugalé ar fallagriez na c’hlac’harin̄t mui anézhan̄ ével ken̄t,

11. Abaoé ann deiz é péhini em eûz lékéat barnerien war va fobl Israel : ha mé a rôi dîd ann éhan a berz da holl énébourien : hag ann Aotrou a ziougan d’id pénaoz é rai eunn tî d’id.

12. Ha pa vézô éat da zeisiou da benn, hag é kouski gan̄d da dadou, mé a lakai da zével da wenn enn da-c’houdé, péhini a zeûi eûz da askré, ha mé a stardô hé rouan̄télez.

13. Hén̄ eo a zavô eunn tî d’am hanô, ha mé a stardô trôn hé rouan̄télez da vikenn.

14. Mé a vézô tâd d’ézhan̄, hag hén̄ a vézô mâp d’in. Mar gra droug é-béd, mé a gastizô anézhan̄ gan̄t gwialen ann dûd, ha gan̄t gouliou bugalé ann dûd.

15. Hogen na denninn két va zrugarez diout-han̄, ével ma em eûz hé zennet diouc’h Saül, péhini em eûz kaset-kuît a zirâk va daoulagad.

16. Da dî a vézô féal, ha da rouan̄télez ivé da vikenn dira-z-oud, ha da drôn a vézô stard évit biskoaz.

17. Hervez ann holl gomziou-zé, hag hervez ann holl wéledigez-zé, é komzaz Natan oud David.

18. Hôgen ar roué David a iéaz ébarz hag a azézaz dirâg ann Aotrou, hag a lavaraz : Piou ounn-mé, Aotrou Doué, ha pétrâ eo va zî, évit béza va c’haset bétég aman̄ ?

19. Hôgen kémen̄t-sé a zô bét nébeût dira-z-oud, Aotrou Doué, ma n’az pijé komzet ivé eûz a dî da zervicher évit pell amzer : râg houn-nez eo lézen Adam, Aotrou Doué.

20. Râk pétrâ a hellô David lavaroud ouc’h-penn d’id ? Râk té a anavez da zervicher, Aotrou Doué.

21. Hervez da c’hér hag hervez da galoun, éc’h eûz gréat ann holl draou brâz-zé ; hag éc’h eûz hô rôet da anaout d’as servicher.

22. Diskouézet éc’h eûz éta da veûrded, Aotrou Doué, râk n’eûz hini hén̄vel ouz-id, ha n’eûz Doué all néméd-oud, é kémen̄d hon eûz klévet dré hon diskouarn.

23. Ha béz’ éz eûz war ann douar eur vrôad ével da bobl Israel, évit pé-hini eo deûet Doué évid hé lakaat da bobl d’ézhan̄ hé-unan, ha lakaad eunn hanô kaer d’ézhan̄, oc’h ôber burzudou brâz évit hô mâd, ha traou spoun̄tuz dirâk da bobl éc’h eûz tennet d’id eûz ann Éjipt, évit kouéza war ar vrô-zé, war he bobl ha war hé roué ?

21. Râk stardet éc’h eûz d’id da bobl Israel da vikenn : ha té, Aotrou Doué, a zô deûet da Zoué d’ézhô.

25. Bréma éta, Aotrou Doué, séven da-vikenn ar gér éc’h eûz lavaret diwar-benn da zervicher, ha diwar-benn hé dî : ha grâ ével ma éc’h eûz lavaret ;

26. Évit ma vézô meûlet da hanô da-vépréd, ha ma vézô lavaret : Aotrou ann arméou a zô Doué war Israel : ha tî David, da zervicher, a vézô stard dirâg ann Aotrou ;

27. Râk té, ô Aotrou ann arméou, Doué Israel, éc’h eûz hé rôet da anaout da skouarn da zervicher, ô lavarout : Eunn tî a zavinn did : râk-sé en deûz