Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/391

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
357
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

hag a gasché-kuît ar ré zall hag ar ré gamm, péré hô dôa kâs oud David. Râk-sé é lévéreur gan̄d eul lavar-gôlôet : Ann hini a zô dall hag ann hini a zô kamm na d-ain̄t két enn templ.

9. David a iéaz da choum er c’hré, hag a c’halvaz anézhan̄ kéar David : hag hén̄ a lékéaz da zével tiez trô-war-drô, adalek Mello hag enn diabars.

10. Ha David a iéa bépréd araok hag enn eur greski, hag ann Aotrou, Doué ann arméou, a oa gan̄t-han̄.

11. Neûzé Hiram, roué Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gan̄t koat sedr, ha kilvizien, ha bénérien-vein évid ar môgeriou : hag hî a zavaz tî David.

12. Ha David a anavézaz pénaoz en dôa ann Aotrou hé grétéet da roué war Israel, ha pénaoz en dôa savet hé rouan̄télez war hé bobl a Israel.

13. Ha David a géméraz c’hoaz serc’hed ha gragez eûz a Jéruzalem, goudé ma oé deûet eûz a Hébron : ha génel a réjon̄t da Zavid mipien all ha merc’hed all.

14. Ha chétu aman̄ hanvou ar ré a zô bét ganet d’ézhan̄ é Jéruzalem : Samua, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon,

15. Ha Jébahar, hag Élisua, ha Néfeg,

16. Ha Jafia, hag Elisama, hag Élioda, hag Élifalet.

17. Pa glévaz ar Filistined pénaoz é oa bét éôliet David da roué war Israel, é piñchon̄t holl évit klaskout David : ha pa glévaz David kémen̄t-sé, é tiskennaz er c’hré.

18. Hôgen ar Filistined a zeûaz hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.

19. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha piñâ a rinn-mé a-énep ar Filistined ? Hag hô lakaad a ri-dé étré va daouarn ? Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid : Piñ, râk mé a lakai ar Filistined étré da zaouarn.

20. David a zeûaz éta da Vaal-Farasim : hag hén̄ hô zréc’haz énô, hag a lavaraz : Skiñet eo gan̄d ann Aotrou va énébourien, ével ma eo skiñet ann doureier. Râk-sé eo é oé galvet al léac’h-zé, Baal-Farasim.

21. Hag hî a lézaz énô hô idolou ; ha David hag hé dûd hô c’hasaz gan̄t-hô.

22. Ar Filistined a zeûaz hag a biñaz adarré, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.

23. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha piña a rinn-mé a-énep ar Filistined ? Hag hô lakaad a ri dé etré va daouarn ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Na biñ két out-hô, hôgen trô-war-drô d’ézhô, kén na vézi deûet râg-énep d’ar gwéz-pér.

24. Ha pa glévi ével trouz eur ré ô kerzout war bég ar gwéz-pér, neûzé éz î d’ann emgann : râk neûzé ann Aotrou a gerzô enn da raok, évit skei war gamp ar Filistined.

25. David a réaz éta ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄ ; hag hen̄ a dréc’haz ar Filistined, adalek Gabaa, bété ma’z éeur da C’hézer.


————


VI. PENNAD.


David a zan̄s a-raog ann arc’h.


1. David a zastumaz adarré ann dûd dibab eûz a Israel ; ha trégon̄t mil a oa anézhô.

2. Ha David a zavaz hag a iéaz gan̄d ann holl bobl eûz a dûd Juda a oa gan̄t-han̄, évit digas arc’h Doué, war béhini eo galvet hanô Aotrou ann arméou, péhini a zô azézet dreist-hî war ar gérubined.

3. Hag hî a lékéaz arc’h Doué war eur c’harr névez, hag é tigazchon̄t anézhi eûz a dî Abinadab eûz a C’habaa : hôgen Oza hag Ahio, mipien Abinadab, a vlénié ar c’harr névez.

4. Ha pa hô dôé hé zennet eûz a dî Abinadab eûz a C’habaa, Ahio a vlénié arc’h Doué ô valé enn hé raok.

5. Ha David hag holl bobl a Israel a c’hoarié dirâg ann Aotrou gan̄t kalz a binviou koat, gan̄t télennou, ha lirennou, ha taboulinou, ha sistrou, ha simbalou.

6. Hôgen pa oen̄t deûet da leûr Nac’hon, Oza a astennaz hé zourn oud arc’h Doué, hag a viraz out-hi na