Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/390

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
356
eil levr samuel,

daou zén, prin̄sed al laéroun, unan hanvet Baana hag égilé Réc’hab, mipien Remmon eûz a Vérot, eûz a vreûriez Ben̄jamin ; râk Bérot a zô bét gwéchall sellet ével eûz a Ven̄jamin.

3. Ha tûd Bérot a déc’haz da C’hétaim, hag a zô choumet énô ével diavésidi bété vréman̄.

4. Hôgen Jonatas, mâb Saül, en dôa eur mâb péhini a oa mac’hañet enn hé dreid : râk pemp ploaz hép-kén en dôa, pa zeûaz ar c’helou eûz a Jezrael diwar-benn marô Saül ha Jonatas : hag hé vagérez ô kémérout anézhan̄, a déc’haz ; hag ével ma hasté-hî ô tec’hout, é kouézaz-hén̄ hag é teûaz da véza kamm. Hag é oé rôet d’ézhan̄ al les-hanv a Vifiboset.

5. Réc’hab ha Baana, mipien Remmon eûz a Vérot, a zeûaz hag a iéaz é-ti Isboset é-pâd ar c’hrouéz eûz ann deiz : hag hé-man̄ a oa kousket war hé wélé war-zû krésteiz. Hag ar porsiérez a oa kousket ivé ô nétaat ar gwiniz.

6. Mon̄d a réjon̄t éta enn tî oc’h en em guza hag ô kémérout pennou éd, hag hî a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed ; ha Réc’hab ha Baana hé vreûr a déchaz-kuît.

7. P’az éjon̄t enn ti, é kouské-hén̄ war hé wélé enn hé gampr, hag hî hé lazaz : hag ô véza kéméret hé benn, é kerzchon̄t héd ann nôz dré hen̄t ann distrô.

8. Hag hî a zigasaz penn Isboset da Zavid é Hébron, hag é léverchon̄t d’ar roué : Chétu penn Isboset, mâb Saül, da énébour, péhini a glaské da vuez, hag ann Aotrou en deûz rôet hiriô d’ann aotrou va roué ven̄jan̄s eûz a Zaül hag eûz hé wenn.

9. Hôgen David a lavaraz da Réc’hab ha da Vaana hé vreûr, mipien Remmon eûz a Vérot : Evel ma eo béô ann Aotrou, péhini en deûz tennet va éné eûz a béb an̄ken,

10. Ma em eûz dalc’het ha lazet é Siséleg, ann hini péhini a rôaz da anaoud d’in pénaoz é oa marô Saül, hén̄ péhini a grédé d’ézhan̄ é rôé eur c’helou mâd, hag é oa dléet gôbr d’ézhan̄ évid hé gelou ;

11. Seûl vui bréma, pa hô deûz tûd fallagr lazet eunn dén dinam, enn hé dî, war hé wélé, é venjinn hé c’hoad war hô taouarn-hu hag é tenninn ac’hanoc’h diwar ann douar.

12. David éta a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, hag hî a lazaz ar ré-man̄ : ha goudé béza trouc’het hô daouarn hag hô zreid, é krougchon̄t anézhô é-tâl lenn Hébron. Hôgen kéméroud a réjon̄t penn Isboset, hag é vézchon̄t anézhan̄ é béz Abner é Hébron.


————


V. PENNAD.


David a zô lékéat da roué war Israel holl.


1. Neûzé holl vreûriézou Israel a zeûaz da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu nî a zô da eskern ha da gîk.

2. Pell zô, pa édô Saül da roué war-n-omp, té a gasé hag a zigasé Israel. Hôgen ann Aotrou a lavaraz d’id : Té a vézô pastor va fobl a Israel, ha té a vézô mestr war Israel.

3. Hénaoured Israel a zeûaz ivé da gavout ar roué é Hébron ; hag ar roué David a réaz kévrédigez gan̄t-hô é Hébron dirâg ann Aotrou ; hag hî a éôliaz David da roué war Israel.

4. Trégon̄t vloaz en dôa David pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz daou-ugen̄t vloaz.

5. Seiz vloaz ha c’houec’h miz e rénaz é Hébron war Juda : hag é Jéruzalem é rénaz tri bloaz ha trégon̄t war holl Israel ha Juda.

6. Hag ar roué, gan̄d ann dûd a oa gan̄t-han̄, a iéaz étrézé Jéruzalem, é péléac’h é choumé ar Jébuzéed. Hag ar ré-man̄ a lavaraz da Zavid : Na zeûi két aman̄, kén n’az pézô kaset-kuît ar ré zall hag ar ré gamm ; évit lavarout : Na zeûiô két David aman̄.

7. Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô ivé kéar David.

8. Râk David en dôa kenniget eur gôbr évid ann hini a drec’hfé ar Jébuzéed, hag a dizché lein ar c’hré