Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/389

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
355
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

réni war-n-ézhô holl, ével ma c’hoan̄ta da galoun. Hôgen pa en dôé David diambrouget Abner, ha goudé ma oé éat hé-man̄ é péoc’h,

22. E teûaz râk-tâl tûd David gan̄t Joab, goudé béza lazet laéroun, hag hén̄ a zigasé gan̄t-han̄ eur preiz brâz. Hôgen Abner né oa mui gan̄d David é Hébron, ô véza ma oa bét diambrouget gan̄t-han̄, ha ma oa éat-kuît é péoc’h.

23. Ha Joab, gan̄d ann holl armé a oa gan̄t-han̄, a zeûaz goudé zé : ha lavaret é oé d’ézhan̄ pénaoz Abner, mâb Ner, a oa deûet da gavoud ar roué, pénaoz en dôa ar roué hé ziambrouget, ha ma oa éat-kuît é péoc’h.

24. Ha Joab a iéaz da gavout ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ éc’h eûs-té gréat ? Chétu Abner a zô bét deûet d’az kavout. Pérâg éc’h eûs-té hé gaset-kuît, hag hé lézet da von̄t ?

25. Ha na anavézez-té két Abner, mâb Ner ; ha na wézez-té két pénaoz n’eo deûet d’az kavout néméd évid da douella, évid anaoud da zoaréou, ha gouzout pétrâ a réz ?

26. Ha Joab ô véza éat-kuît diouc’h David, a gasaz kannaded war-lerc’h Abner, hag a lékéaz anézhan̄ da zistrei eûz a bun̄s séac’h Sira, hép gouzoud da Zavid.

27. Ha pa oé distrôet Abner da Hébron, Joab a zidennaz anézhan̄ da greiz ar pors évit komza out-han̄ gan̄t touellérez : hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed ; hag hé-man̄ a varvaz évit ven̄ji goâd Asael, breûr Joab.

28. Pa glévaz David ar péz a oa c’hoarvézet, é lavaraz : Dinam ounn ha va rouan̄télez ivé dirâg ann Aotrou da-vikenn, eûz a c’hoad Abner, mâb Ner :

29. Ha ra gouézô war benn Joab, ha war holl dî hé dâd : ha ra vézô bépréd é tî Joab tûd péré hô dévézô réd sper, tûd lovr, tûd péré a zalc’hô ar werzid, tûd péré a gouézô dindân ar c’hlézé, tûd péré hô dévézô diénez a vara.

30. Joab éta hag Abisai hé vreûr a lazaz Abner, ô véza m’en dôa hé-man̄ lazet Asael hô breûr é Gabaon enn emgann.

31. Hôgen David a lavaraz da Joab ha d’ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ : Rogit hô tiḻad, ha gôloit hô penn gant séier ha lén̄vit é-raog kaon̄ Abner : hag ar roué David a iéa war-lerc’h ann arched.

32. Ha pa hô dôé bésiet Abner é Hébron, ar roué David a zavaz hé vouéz enn eur wéla war véz Abner : ann holl bobl a wélaz ivé.

33. Hag ar roué ô lén̄va hag ô wéla Abner, a lavaraz : Né két marô Abner ével ma varv ar ré zigaloun.

34. Da zaouarn n’in̄t két bét éréet, ha da dreid n’in̄t két bét karget a spéviou : hôgen kouézet oud ével ma kouéz eur ré dirâk mipien ar fallagriez. Hag ann holl bobl en em unanaz évid gwéla d’ézhan̄.

35. Ha pa zeûaz ann holl bobl da zibri boéd gan̄d David, pa édô c’hoaz deiz brâz, é touaz David, ô lavarout : Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in, ha c’hoaz ouc’h-penn, mar tan̄vaann bara, pé nétrâ all, abarz ma vézô kuzet ann héol.

36. Hag ann holl bobl a glévaz ; ha kémen̄t en dôa gréat ar roué dirâg ann holl bobl, a oé kavet mâd gan̄t-han̄.

37. Hag ann holl bobl, hag Israel holl a wézaz enn deiz-zé pénaoz né oa két ar roué en dôa lekéat laza Abner, mâb Ner.

38. Ar roué a lavaraz ivé d’hé zervicherien : Ha na wézit-hu két pénaoz eo kouézet hiriô eur prin̄s, hag eur prin̄s ar brasa enn Israel ?

39. Hôgen mé a zô c’hoaz gwân, ha roué éôliet hép-kén. Hag ann dûd-man̄, mipien Sarvia, a zô ré galet évid-oun. Ra zistolô ann Aotrou da néb a rai droug, diouc’h hé zrougiez.


————


IV. PENNAD.


Isboset a zô lazet.


1. Hôgen Isboset, mâb Saül, a glévaz pénaoz é oa bét lazet Abner é Hébron : hag hén̄ a gollaz kaloun, hag Israel holl a oé trubuḻet,

2. Hôgen béz’ éz oa gan̄t mâb Saül