Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/385

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EIL LEVR SAMUEL,


A C’HALVOMP


EIL LEVR AR ROUÉED.


————


I. PENNAD.


David ô wéla diwar-benn marô Saül ha Jonatas.


1. Goudé ma oé marô Saül, ha goudé béza tréc’het (T) Amalek, David a choumaz é Siséleg é-pâd daou zervez.

2. Hôgen ann trédé deiz é oé gwélet eunn dén péhini a zeûé eûz a gamp Saül ; roget é oa hé ziḻad, hag hé benn a oa gôlôet a boultr : ha pa dôstaaz oud David, en em daolaz war hé c’hénou, hag éc’h azeûlaz.

3. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h é teûez ? Hag hén̄ a lavaraz dézhan̄ : eûz a gamp Israel ounn téc’het.

4. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a zô c’hoarvézet ? Lavar sé d’in. Hag hén̄ a lavaraz : Téc’hed eo ar bobl eûz ann emgann, ha kalz anézhô a zô kouézet hag a zô marô ; ha Saül ha Jonatas hé vâb a zô bét lazet.

5. Ha David a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k a lavaré kémen̄t-sé d’ézhan̄ : A béléac’h é wézez-té pénaoz eo marô Saül ha Jonatas hé vâb ?

6. Hag ar paotr-iaouan̄k péhini a zigasé ar c’helou, a lavaraz : Deûet oann dré zarvoud war vénez Gelboé, ha Saül a oa eo em daolet war hé wâf : hag ével ma tôstéé kirri ha marc’heien,

7. Hén̄ ô sellout adré, am gwélaz hag a c’halvaz ac’hanoun. Ha pa em bôé lavaret d’ézhan̄ : Chétu mé,

8. É lavaraz d’in : Piou oud-dé ? Ha mé a lavaraz dézhan̄ : Amalékit ounn.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Saô war-n-oun ha lâz ac’hanoun ; râk krôg eo ann an̄kou enn-oun, ha béô-buézek ounn c’hoaz.

10. Hag ô sével war-n-ézhan̄, em eûz hé lazet ; râk mé a wié pénaoz na hellé két béva goudé hé ziskar. Ha tennet em eûz ann talgenn a oa war hé benn, hag al lagaden a oa enn hé vréac’h, hag em eûz hô digaset d’id aman̄, ô va aotrou.

11. Neûzé David a géméraz hé ziḻad hag hô rogaz, hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄ a réaz ével-d-han̄.

12. Hag hî a lén̄vaz, hag a wélaz, hag a iunaz bétég ar pardaez diwar-benn Saül, ha diwar-benn Jonatas hé vâb, ha diwar-benn pobl ann Aotrou, ha diwar-benn tî Israel, ô véza ma oant bét skôet gan̄d ar c’hlézé.

13. Ha David a lavaraz d’ar paotr-iaouan̄k péhini en dôa digaset ar c’helou d’ézhan̄ : A béléac’h oud-dé ? Hag