Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/384

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
levr ken̄ta samuel,

25. Hag ével-sé é oé gréat enn deiz-zé, hag ann dra-zé a zô bét reizet ha stardet abaoé, ha lékéat ével eul lézen enn Israel bété vréma.

26. Pa zeûaz David da Ziséleg, é kasaz lôd eûz ar preiz da hénaoured Juda péré a oa kéren̄t-nés d’ézhan̄, ô lavarout : Kémérit ar vennoz eûz a breiz énébourien ann Aotrou.

27. Hag hén̄ a gasaz ivé lôd eûz ar preiz d’ar ré a oa é Bétel, ha d’ar ré a oa é Ramot war-zû ar c’hrésteiz, ha d’ar ré a oa é Jéter,

28. Ha d’ar ré a oa enn Aroer, hag é Séfamot, hag é Estamo,

29. Ha d’ar rè a oa è Rac’hal, hag é keriou Jéraméel, hag é keriou Séni,

30. Ha d’ar ré a oa e Arama, hag é lagen Asan, hag é Atach,

31. Ha d’ar ré a oa é Hébron, ha d’ar ré all holl péré a oa el lec’hiou é péré é oa bét choumet David gan̄d é dûd.


————


XXXI. PENNAD.


Saül hag hé vipien a zô lazet.


1. Hôgen ar Filistined a stourmaz oud Israel : ha tûd Israel a déc’haz dirâg ar Filistined, hag eul lôd brâz anézhô a oé lazet war vénez Gelboé.

2. Hag ar Filistined en em daolaz war Zaül ha war hé vipien ; hag hî a lazaz Jonatas, hag Abinadab, ha Melkima, mipien Saül.

3. Hag holl boéz ann emgann a drôaz war Zaül : hag ar warégerien a dizaz anézhan̄, hag hén̄ a oé glazet-brâz gan̄d ar warégerien.

4. Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h : Dic’houin da glézé ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé d’am laza ha da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h, spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hen ôber : Saül éta a géméraz hé glézé, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.

5. Pa wélaz hé floc’h pénaoz é oa marô Saül, en em daolaz ivé war hé glézé hé-unan hag é varvaz gan̄t-han̄.

6. Saül éta a varvaz, hag hé dri vâb, hag hé floc’h, ha kémen̄t dén a ioa gan̄t-han̄ enn deiz-zé. (T).

7. Hôgen pa wélaz tûd Israel, ar ré a oa enn tû all d’ann draon̄ien, pé enn tû all d’ar Jourdan, pénaoz é oa téc’het tûd Israel ha pénaoz é oa marô Saül hag hé vipien, é tilezchon̄t hô c’heriou hag é tec’hchon̄t : hag ar Filistined a zeûaz hag a choumaz enn-hô.

8. An̄trônôz pa zeûaz ar Filistined évid diwiska ar ré a ioa bét lazet, é kavchon̄t Saül hag hé dri vâb gourvézet war vénez Gelboé.

9. Hag hî a drouc’haz penn Saül, hag a géméraz hé armou digan̄t-han̄ : hag hî a gasaz dré holl vrô ar Filistined, évit embanna kémen̄t-sé é templ ann idolou hag é-touez ar bobl.

10. Lakaad a réjon̄t armou Saül é templ Astarot, hag é krougchon̄t hé gorf out mûr Betsan.

11. Pa glévaz tûd Jabez-Galaad ar péz hô dôa gréat ar Filistined da Zaül,

12. Ar ré galounéka anézhô a zavaz hag a gerzaz héd ann nôz, hag a géméraz korf-marô Saül ha korfou-marô hé vipien, a oa out mûr Belsan ; hag hî a zeûaz da Jabez-Galaad hag hô loskaz énô.

13. Hag hî a géméraz hô eskern, hag a vésiaz anézhô é koat Jabez, hag a iunaz é-pâd seiz dervez.


————