Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/383

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

7. Hag hén̄ a lavaras da Abiatar, ar Bélek-brâz, mâb Akimélek : Digas d’in ann éfod. Hag Abiatar a zigasaz ann éfod da Zavid.

8. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha mon̄d a rinn-mé war-lerc’h al laéroun-zé ? Hag hô c’héméroud a rinn-mé, pé né rinn két ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa war hô lerc’h ; râg héb mar é kéméri anézhô hag é tenni ar preiz eûz hô daouarn.

9. David éta a gerzaz gan̄d ar c’houéac’h kan̄t dén a oa gan̄t-han̄ ; hag hî a zeûaz bété froud Bésor : hag hiniennou péré a oa skuîz a choumaz énô.

10. Hôgen David a iéaz war hô lerc’h ha pévar c’han̄t dén gan̄t-han̄ : râk daou c’han̄t dén a oa choumet da éhana ô véza ma oan̄t skuîz, ha n’hô dôa két gellet mon̄d enn tû all da froud Bésor.

11. Hag hî a gavaz eunn Éjiptian enn eur park hag a zigasaz anézhan̄ da Zavid : hag hî a rôaz d’ézhan̄ bara da zibri ha dour da éva,

12. Hag ivé lôd eûz a eur gon̄vor fiez, ha daou bakad rézin séac’h. Pa en dôé hé-man̄ débret, é teûaz nerz d’ézhan̄ (T), hag é wellaaz d’ézhan̄ : râk n’en dôa débret bara, nag évet dour, tri dervez ha teir nôzvez ioa.

13. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Da biou oud-dé ? Eûz a bé léac’h é teûez-té ? Péléac’h éz éz ? (T). Hag hén̄ a lavaraz : Mé zô eur sklav eûz ann Éjipt, ha mével ounn gan̄d eunn dén eûz a Amalek : va mestr en deûz va lézet aman̄, ô véza ma ounn kouézet klan̄v derc’hen̄t-déac’h.

14. Rak nî hon eûz gréat eunn argaden war-zû ar c’hrésteiz eûz ar Sérétied, hag out Juda, hag oud ar c’hrésteiz eûz a Galeb ; ha dévet hon eûz Siséleg.

15. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a helfé va c’hâs étrézég ar van̄den dûd-zé ? Hag hén̄ a lavaraz : Tou d’in dré Zoué, pénaoz n’am lazi két, ha n’am likii két étré daouarn va mestr, ha mé az kasô étrézé ar van̄den dûd-zé. Ha David hen touaz d’ézhan̄.

16. Ha pa en dôé hé-man̄ kaset David dî, chétu ann Amalékited a oa gourvézet war ann douar trô-war-drô, ô tibri hag oc’h éva, hag oc’h ôber ével eul lid brâz, enn abek d’ar preiz ha d’ann diwisk hô dôa gréat é brô ar Filistined ha war zouar Juda.

17. Ha David a dréc’haz anézhô adaleg ar pardaez bétég ar pardaez an̄trônôz ; ha na oé savétéet hini anézhô, némét pévar c’han̄t dén-iaouan̄k, péré a biñaz war gan̄valed hag a dec’haz.

18. David éta a géméraz kémen̄d hô dôa kaset gan̄t-hô ann Amalékited ; hag é tennaz hé ziou c’hrég eûz hô daouarn. (T).

19. Ha na oé kollet nétrâ, na bihan, na brâz, kenn eûz ar baotred, kenn eûz ar merc’hed, hag eûz ann diwisk : kémen̄d hô dôa kéméret, David a zigasaz anézhô enn drô.

20. Hag hén̄ a géméraz ann holl zén̄ved, hag ann holl zaoud, hag hô lékéaz da von̄d enn hé raok : hag ann dûd a lavaré : Chétu preiz David.

21. Neûzé David a zeûaz étrézég ann daou c’han̄t dén, péré ô véza bét skuîz, n’hô dôa két gellet hé heûlia, ha da béré en dôa kémennet choum é-barz froud Bésor. Ar ré-man̄ a iéaz war arbenn David hag ar bobl a oa gan̄t-han̄. Ha David, ô tôstaad out-hô, a zaludaz anézhô hép béza drouk enn-han̄. (T).

22. Hôgen kémen̄d dén droug ha fallagr, eûz ar ré a oa éat gan̄d David, a lavaraz : Pa n’in̄t két deûet gan-é-omp, na rôimp nétrâ d’ézhô eûz ar preiz hon eûz kéméret : hôgen ra vézô a-walc’h da bép-hini kaout hé c’hrég hag hé vugalé : ha pa hô dévézô bét anezhô, éat kuit pép-hini.

23. Hôgen David a lavaraz : Na réot két ével-sé, va breûdeûr, é-kén̄ver ar péz en deûz rôet ann Aotrou d’é-omp, hén̄ péhini en deûz hor miret hag en deûz lékéat étré hon daouarn al laéroun-zé péré hô dôa gréat eunn argaden war-n-omp.

24. Dén é-béd na zélaouô al lavar-zé ; râk kévatal é vézô ar rann d’ar ré a zô bét enn emgann, ha d’ar ré a zô choumet gan̄t pakadou : kémen̄d ha kémen̄d a vézô hô lodennou.