Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348
levr ken̄ta samuel,


XXIX. PENNAD.


Prin̄sed ar Filistined a laka Akis da gâs-kuît David da Ziséleg.


1. Hôgen ar Filistined hô dôa dastumet hô holl armé é Afek : hag Israel en dôa steñet hé gamp é harz ar feun̄teun a oa é Jezrael.

2. Ha prin̄sed ar Filistined a gerzé é penn kan̄t dén ha mil dén : ha David hag hé dûd a ioa er gward-adré gan̄d Akis.

3. Ha prin̄sed ar Filistined a lavaraz da Akis : Pétrâ a fell d’ann Hébréed-zé ? Hag Akis a lavaraz da brin̄sed ar Filistined : ha na anavézit-hu két David, péhini a zô bét servicher da Zaül, roué Israel, hag a zô gan-én̄ meûr a zeiz, pé meûr a vloaz zô, ha n’em eûz kavet nétrâ enn-han̄, abaoé ma eo deûet d’am c’haout, bété vréma ?

4. Hôgen sével a réaz droug é prin̄sed ar Filistined out-han̄, hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ra zistrôi ann dén-zé, ha ra choumô el léac’h é péhini éc’h eûz hé lékéat, ha na ziskennet két d’ann emgann gan-é-omp, gan̄d aoun na zeûfé da énébour d’é-omp pa vézimp en em lékéat da stourmi. Râk pénaoz éc’h hellô-hén̄ lakaat da derri ners ann drouk a zô enn hé aotrou, német oc’h hol laza-ni ? (T).

5. Ha né két David diwar-benn péhini é kanen̄t enn eur zan̄sa, ô lava-rout : Saül en deûz lazet mil anézhô, ha David dék mil.

6. Akis a c’halvaz éta David hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével ma eo béô ann Aotrou, té a zô reiz ha mâd dira-z-oun, ha p’az éz ha pa zeûez gan-én̄ er c’hamp : ha n’em eûz kavet abek é-béd enn-oud, adaleg ann deiz ma oud deûet d’am c’havout bétég ann deiz-man̄ : hôgen na blijez ket d’ar brin̄sed.

7. Distrô éta ha kéa é péoc’h, gan̄t aoun na zeûfé d’en em dana daoulagad prin̄sed ar Filistined.

8. Ha David a lavaraz da Akis : Pétrâ em eûz-mé gréat, ha pétrâ éc’h eûz-té kavet enn-oun mé da zervicher, adaleg ann deiz ma’z ounn en em ziskouézet d’id bétég ann deiz-man̄, évit na zeûinn két ha na stourminn két a-énep énébourien ann aotrou, va roué ?

9. Hôgen Akis a lavaraz da Zavid : Mé a oar pénaoz oud mâd dirâk va daoulagad, ével eunn éal-Doué : hôgen prin̄sed ar Filistined hô deûz lavaret : Na biñô két gan-é-omp d’ann emgann.

10. Saô éta diouc’h ar min̄tin, té ha servicherien da vestr a zô deûet gan-éz : ha goudé ma viot savet diouc’h ann nôz, pa c’houlaouô ann deiz, ît-kuît.

11. Ével-sé David a zavaz gan̄d hé dûd diouc’h ann nôz, évit mon̄d enn hen̄t diouc’h ar min̄tin hag évid distrei da vrô ar Filistined : hag ar Filistined a biñaz da Jezrahel.


————


XXX. PENNAD.


David a zô tréac’h d’ann Amalékited.


1. Pa zeûaz David hag hé dûd da Ziséleg ann trédé deiz, ann Amalékited hô dôa gréat eunn argaden dioc’h tû ar c’hrésteiz war Ziséleg ; hag hî hô dôa hé c’héméret ha lekéat ann tân enn-hi.

2. Kased hô dôa gan̄t-hô da sklavézed ar merc’hed a oa enn-hi ; adaleg ar bihana bétég ar brasa ; n’hô dôa lazet dén, hôgen hô c’haset hô dôa gan̄t-hô, hag hî a iéa enn hô hen̄t.

3. Pa oé éta deûet David hag hé dûd da géar, ha pa hé c’havchon̄t dévet, hag hô gragez, hag hô mipien, hag hô merc’hed kaset e sklavérez,

4. David hag ar bobl a oa gan̄t-han̄ a zavaz hô mouéz enn eur wéla, kén na oé mui a zaérou enn hô daoulagad.

5. Diou c’hrég David, Achinoam eûz a Jezrael, hag Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel, a oa bét ivé kaset é sklavérez.

6. Ha David a oé glac’haret-brâz : râg ar bobl a fellé d’ézhan̄ hé labéza, ô véza ma oa kaloun pép-hini glac’haret diwar-benn hô mipien hag hô merc’hed : hôgen David a lékéaz hé fisian̄s enn Aotrou, hé Zoué.