Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/381

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

7. Ha Saül a lavaraz d’hé zervicherien : Klaskit d’in eur vaouez péhini é dévézô spéred Piton, évit m’az inn d’hé c’havout, ha ma c’houlenninn kuzul digan̄t-hi. Hag hé zervicherien a lavaraz d’ézhan̄ : Béz éz eûz é Endor eur vaouez péhini é deûz spéred Piton.

8. En em zic’hiza a réaz éta ; hag ô véza lékéat diḻad all, éz éaz gan̄d daou zén hép-kén ; hag é teûaz dioc’h ann nôz da gavout ar vaouez-zé, hag é lavaraz d’ezhi : Diougan d’in dre spéred Piton, ha laka da zével enn-oun ar péz a livirinn d’id.

9. Hag ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu te a oar pétrâ en deûz gréat Saül, ha pénaoz en deûz kaset-kuît eûz hé vrô ar strôbinellérien hag ann diouganérien : pérâg éta éc’h aozez spiou d’in, évit va lakaad da vervel ?

10. Ha Saül a douaz d’ézhi dré ann Aotrou, ô lavarout : Ével ma eo béô ann Aotrou, na zigouézô droug é-béd digan-éz diwar-benn kémen̄t-man̄.

11. Hag ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Piou a likiinn-mé da zével d’id ? Hag hén̄ a lavaraz : Laka Samuel da zével d’in.

12. Hôgen pa wélaz ar c’hrég Samuel, é laoskaz eur griaden vrâz hag é lavaraz-hi da Zaül : Pérâg éc’h eûz-té va zouellet ? Râk té eo Saül.

13. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : N’az péz két a aoun : pétrâ éc’h eûz-té gwélet ? Hag ar c’hrég a lavaraz da Zaül : Gwélet em eûz eunn doué ô sével eûz ann douar.

14. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Pé zoaré en deûs-hén̄ ? Hag hî a lavaraz : Eunn dén kôz eo a zô savet, hag hén̄ gôlôet gan̄d eur van̄tel. Ha Saül a anavézaz pénaoz é oa Samuel ; hag hén̄ en em strin̄kaz war hé c’henou d’ann douar, hag a azeûlaz.

15. Hôgen Samuel a lavaraz da Zaül : Pérâg éc’h eûz-té va zennet eûz va éhan évit va lakaad da zével ? Ha Saül a lavaraz : En̄krézet-brâz ounn ; râg ar Filistined a vrézéléka ouz-in, ha Doué a zô en em dennet diouz-in, ha né két fellet d’ézhan̄ komza ouz-in, na dré ar broféded, na dré ann huvréou : râk-sé eo em eûz da c’halvet, évit ma tiskouézi d’in pétrâ a dléann da ôber.

16. Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é réz-té goulennou ouz-in, pa eo ann Aotrou en em dennet diouz-id, ha pa eo tréménet étrézé da geférer ?

17. Râg ann Aotrou a rai d’id ével ma en deûz hé lavaret dré-z-oun : ann Aotrou a rogô da rouan̄télez eûz da zaouarn, hag hé rôi da Zavid, da nésa :

18. O véza n’éc’h eûz két sen̄tet out mouéz ann Aotrou, ha n’éc’h eûz két sévénet barnédigez hé vuanégez a-éneb Amalek : râk-sé eo en deûz ann Aotrou digaset d’id ar péz a c’houzan̄vez hiriô.

19. Ann Aotrou a lakai ivé Israel gan-éz étré daouarn ar Filistined : hôgen war-c’hoaz té ha da vipien a vézô gan-én̄ : hag ann Aotrou a lakai ivé kamp Israel étré daouarn ar Filistined.

20. Râk-tâl é kouézaz Saül a-c’houen hé gorf d’ann douar ; râk spoun̄tet é oa bét gan̄t geriou Samuel, ha n’en dôa két a ners, ô véza d’en dôa két débret a voéd héd ann deiz-zé.

21. Ar c’hrég-zé a iéaz éta da gavout Saül (râg hén̄ a oa strafiḻet-brâz), hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu é deûz da vatez sen̄tet oud da vouéz ; hag em eûz lékéat va buez étré da zaouarn : ha sélaouet em eûz ar geriou éc’h eûz lavaret d’in.

22. Sélaou éta bréma ivé mouéz da vatez, ha va léz da lakaad dira-z-oud eunn nébeût bara, évit p’az pézô debret, ma teûi da wellaat, ha ma helli mon̄d enn da hen̄t.

23. Hag hén̄ a zinac’haz hag a lavaraz : Na zebrinn két. Hôgen hé zervicherien hag ar c’hrég-zé her lékéaz da zibri a-énep d’ézhan̄ (T) ; hag hén̄ a zélaouaz hô mouéz, a zavaz diwar ann douar hag a azézaz war eur gwélé.

24. Hôgen ar vaouez-zé é dôa enn hé zî eul leûé lard, hag a lékéaz hé laza râk-tâl : hag ô kémérout bleûd, é veskaz anézhan̄ hag é réaz bara di-c’hoell,

25. A lékéaz dirâk Saül hag hé zervicherien. Goudé m’hô dôé débret ar ré-man̄, é savchon̄t hag é kerzchon̄t héd ann nôz.


————