Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/373

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
339
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

4. Hag hén̄ hô lézas é-kichen roué Moab ; hag hî a choumaz enn hé dî keit ha ma oé David er c’hré.

5. Ha Gad ar profed a lavaraz da Zavid : Na choum két er c’hré : kéa er-méaz ha kerz étrézé douar Juda. Ha David en em lékéaz enn hén̄t, hag a zeûaz da goat Haret.

6. Ha Saül a glévaz pénaoz é oa bét gwélet David hag ann dûd a oa gan̄t-han̄. Hôgen Saül pa édô é Gabaa, hag enn eur c’hoat léz Rama, gan̄d eur spék enn hé zourn, hag hé holl zervicherien war hé drô,

7. É lavaraz d’hé zervicherien a oa enn hé gichen : Sélaouit bréma, bugalé Jémini ; ha mâb Isai a rôi d’é-hoc’h holl parkou ha gwiniennou ; hag é lakai ac’hanoc’h holl da villénerien ha na gan̄ténerien,

8. O véza ma hoc’h eûz holl en em zavet em énep ha n’éz eûs hini a gémen̄t hé ziskuḻfé d’in ; pa eo gwîr pénaoz va mâb hé-unan en deûz gréat kévrédigez gan̄t mâb Isai ? N’eûz két unan ac’hanoc’h en défé truez ouz-in nag hér rôjé da anaout d’in ; ô véza ma en deûz va mâb lékéat da zével ouz-in unan eûz va zervicherien, péhini bétég hiriô en deûz aozet spiou em énep.

9. Neûzé Doeg, ann Iduméad, péhini en em gavé énô hag a oa ar c’hen̄ta é-touez servicherien Saül, a lavaraz : Gwélet em eûz mâb Isai é Nobé, é ti Akimélek ar Bélek-brâz, mâb Akitob.

10. Hag hé-man̄ en deûz goulennet kuzul digan̄d ann Aotrou diwar hé benn, hag en deûz rôet boéd d’ézhan̄ ; hag en deûz ivé rôet d’ezhan̄ klézé Goliat ar Filistin.

11. Ar roué éta a gasaz da gerc’hout Akimélek ar Bélek-brâz, mâb Akitob, hag holl véleien tî hé dâd a oa é Nobé ; hag hî a zeûaz holl da gavout ar roué.

12. Ha Saül a lavaraz da Akimélek : Sélaou, mâb Akitob. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé, Aotrou.

1S. Ha Saül a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg hoc’h eûz-hu en em zavet em énep, té ha mâb Isai ; hag éc’h eûz-té rôet d’ézhan̄ bara hag eur c’hlézé, hag éc’h eus-té goulennet kuzul digan̄d Doué diwar hé benn, évit ma savché em énep ha ma aozché spiou ouz-in bétég hiriô ?

14. Hag Akimélek a respoun̄taz d’ar roué, hag a lavaraz : Piou eo ann hini é-touez da zervicherien a zô ker féal ha David, hén̄ péhini a zô mâb-kaer d’ar roué, a gerz diouc’h da c’hourc’hémenn, hag a rô kémen̄d a c’hloar d’as tî ?

15. Hag a hiriô eo éz ounn-mé deûet da c’houlenn kuzul digan̄d Doué diwar hé benn ? Pell eo kémen̄t-sé diouzin : na arvaret két ar roué eunn dra ével-sé war-n’oun, na war holl dî va zâd, râk da zervicher na wié nétrâ war gémen̄t-sé na nébeûd na kalz.

16. Hag ar roué a lavaraz : Lékéat é vézi d’ar marô, Akimélek, té hag holl dî da dâd.

17. Hag ar roué a lavaraz d’ar gwarded a oa enn-drô d’ézhan̄ : Trôid, ha lazit béleien ann Aotrou, râg gan̄d David éma hô dourn : hî a wié ervâd pénaoz é téc’hé, ha n’hô deûz két hé zisklériet d’in. Hôgen servicherien ar roué na fellaz két d’ézhô astenna hô daouarn war véleien ann Aotrou.

18. Hag ar roué a lavaraz da Zoeg : Trô dé, hag en em daol war ar véleien. Ha Doeg ann Iduméad a drôaz, hag en em daolaz war ar véleien, hag a lazaz enn deiz-zé pemp dén ha pévar-ugen̄t gwisket gan̄d ann éfod lîn.

19. Lakaad a réaz ivé laza gan̄d ar c’hlézé é Nobé, kéar ar véleien, ar oazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé, hag ar ré a oa oud ar vronn, hag ann ejenned, hag ann ézen, hag ann dén̄ved.

20. Hôgen unan eûz a vipien Akimélek, mâb Akitob, péhini a oa hanvet Abiatar, ô véza téc’het ac’hanô, a iéaz étrézé David,

21. Hag a rôaz da anaoud d’ézhan̄ pénaoz Saül en dôa lazet béleien ann Aotrou.

22. Ha David a lavaraz da Abiatar : Mé a wîé ervâd enn deiz-sé, pa édô énô Doeg ann Iduméad, pénaos héb arvar her rôjé da anaout da Zaül. Mé a zô abek da varô holl dî da dâd.

23. Choum gan-én̄, n’az péz két a aoun : mar klask eur ré va buez, é