Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338
levr ken̄ta samuel,


XXI. PENNAD.


David a ia da Nobé. Ac’hanô en em denn da di Akis, roué Get.


1. Neûzé David a iéaz da Nobé étrézég Akimélek ar Bélek-brâz : hag Akimélek a oé souézet-brâz, ô véza ma oa deûet David ; hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg oud-dé da-unan, ha n’eûs-hén̄ dén gan-éz ?

2. Ha David a lavaraz da Akimélek ar Bélek-brâz : Ar roué en deûz gourc’hémennet d’in eunn dra, ô lavarout : Na wézet dén pérâg em eûz da gaset, na pétrâ em eûz gourc’hémennet d’id : ha dré-zé eo em eûz rôet emwél d’am zûd tû-man̄ ha tû-hon̄t.

3. Ma éc’h eûz éta bréman̄ eunn drâ-bennâg dindân da zourn, pé pemp torz vara, pé ar péz a gavi, rô-hén̄ d’in.

4. Hag ar Bélek-brâz a lavaraz da Zavid : n’em eûz két a vara évid ar bobl dindân va dourn, hôgen bara san̄tel hép-kén : gan̄t ma vézô glân da dûd, dreist-holl e-kén̄ver ar c’hragez.

5. Ha David a lavaraz d’ar Bélek-brâz : E-kén̄ver ar péz a zell oud ar c’hragez, n’omp két éat d’hô c’havout abaoé déac’h hag ann derc’hen̄t émomb en em lékéat enn hen̄t ; ha diḻad va zûd a zô ivé glân. Koulskoudé ann hen̄t en deûz hô saotret ; hôgen hiriô é vézin̄t glanet ivé enn hô diḻad.

6. Ar Bélek-brâz a rôaz éta d’ézhan̄ bara san̄télet ; râk na oa énô bara all é-béd néméd ar baraou kennig a oa bét tennet a zirâg ann Aotrou évit lakaat baraou tomm.

7. Hôgen enn deiz-zé en em gavaz énô, enn diabarz eûz-a dabernakl ann Aotrou, unan eûz a zervicherien Saül, eunn Iduméad hanvet Doeg, ar c’hen̄ta é-touez mesaerien Saül.

8. Hôgen David a lavaraz da Akimélek : Ha n’éc’h eûz két dindân da zourn eur spék pé eur c’hlézé ? Rak n’em eûz két kaset gan-én̄ va c’hlézé, na va armou, ô véza ma hasté kalz gourc’hémenn ar roué.

9. Hag ar Bélek-brâz a lavaraz : Chétu klezé Goliat ar Filistin éc’h eûz lazet é traon̄ien ann Térébin̄t, hag a zô gôlôet gan̄d eunn tamm mézer adré d’ann éfod. Mar fell d’id hé gémérout, kémer ; râk n’eûz aman̄ hini all é-béd némét-han̄. Ha David a lavaraz : Neûz hini hén̄vel oud hen-nez ; rô-hén̄ d’in.

10. David éta a zavaz hag a déc’haz enn deiz-zé eûz a zirâk Saül ; hag éz éaz étrézég Akis, roué Get.

11. Ha servicherien Akis a lavaras d’ézhan̄ pa wélchon̄t David : Ha né két hen-nez David, roué ar vrô ? Ha né két évid hen-nez eo bét kanet enn dan̄sou, ô lavarout : Saül en deûz lazet mîl, ha David dék mil ?

12. Hôgen David a lékéaz ar c’homziou-zé enn hé galoun, hag en dôé eur spoun̄t brâz râg Akis, roué Get.

13. Hag hén̄ a zislébéré hé zremm dira-z-hô, hag en em lezé da gouéza étré hô daouarn, hag en em stoké out postou ann ôr, hag a lezé hé c’hlaouren da gouéza war hé varô.

14. Hag Akis a lavaraz d’hé zervicherien : C’houi a wél pénaoz ann dén-zé a zô diskian̄t. Pérâg hoc’h eûz-hu hé zigaset d’in ?

15. Ha n’hon eûz-ni két a-walc’h a dûd-diboell, évid digas hé-man̄ da ziboella dira-z-oun ? Hag ann dén-zé a dléfé béza deûet em zi ?


————


XXII. PENNAD.


David a ia da gavout roué Moab. Saül a iaka da laza béleien Nobé.


1. David éta a iéaz-kuît ac’hanô hag a déc’haz é kéô Odollam. Ha pa glevaz hé vreûdeûr kémen̄t-sé, hag holl di hé dâd, é tiskenchon̄t dî d’hé gavout.

2. Hag ar ré holl a oa en̄krézet, hag ar re a oa karget a zléou, hag ar ré a oa réc’het en em zastumaz enn-drô d’ézhan̄ : hag hén̄ a oé da brin̄s d’ézhô, ha war-drô pévar c’han̄t dén en em gavaz gan̄t-han̄.

3. Hag ac’hanô éz éaz David da Vasfa a zô é brô Moab, hag é lavaraz da roué Moab : Choumet gan-é-hoc’h, mé hô péd, va zâd ha va mamm, kén na wézinn pétrâ a rai Doué d’in.