Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
336
levr ken̄ta samuel,


XX. PENNAD.


Kévrédigez névez étré Jonataz ha David.


1. Hôgen David a iéaz-kuît eûz a Najot, léz Ramata, hag a zeûaz da gomza out Jonatas, ô lavarout : Pétrâ em eûz-mé gréat ? Pétrâ eo va fallagriez, ha pétrâ eo va féc’hed a-énep da dâd, ma teû da glask va buez ?

2. Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô ; na varvi két, râk va zâd na ra nétrâ, na brâz na bihan, héb hé lavarout d’in. Hag ann dra-zé hép-kén en défé-hén̄ kuzet d’in ? Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé.

3. Hag hén̄ a douaz adarré da Zavid. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Da dâd a oar ervâd pénaoz em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad ; hag hén̄ en dévézô lavaret : Na wézet két Jonataz kémen̄t-man̄, gan̄d aoun na zeûjé da c’hlac’hari. Râk ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô da éné, n’éz eûz (évid hé lavarout) néméd eur c’hammed étré mé hag ar marô.

4. Ha Jonatas a lavaraz da Zavid : Kémen̄d a liviri d’in a rinn évid-oud.

5. Ha David a lavaraz da Jonatas : War-c’hoaz éma ar c’hen̄ta eûz ar mîz, ha mé a zô boazet da azéza e-kichen ar roué évid dibri : va lez éta da guza enn eur park bété pardaez ann trédé deiz.

6. Mar teû da dâd da zellout ha da c’houlenn ac’hanoun, é liviri d’ézhan̄ : Goulennet en deûz David digan-én̄ va aotré évit mon̄t buan da Vétléhem hé géar, ô véza ma éz eûz énô eur sakrifiz liduz évid holl ré hé vreûriez.

7. Ma lavar-hén̄ : Mâd ; ar péoc’h a vézô gan̄d da zervicher : hôgen mar sâv droug enn-han̄, gwéz pénaoz eo krenn hé zrougiez.

8. Grâ éta ann drugarez-man̄ é-kén̄ver da zervicher, pa éc’h eûz lékéat kévrédigez ann Aotrou étré té ha da zervicher ; ma éz eûz eur fallagriez-bennâg enn-oun, va lâz ha n’am c’has két dirâk da dâd.

9. Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô kémen̄t-sé diouz-id : râk ma anavézann pénaoz eo direiz drougiez va zâd ouz-id, her rôinn évit-gwir da anaout d’id.

10. Ha David a lavaraz da Jonatas : Piou hé rôi da anaoud d’in, ma lavar d’id da dâd eunn dra c’harô em énep ?

11. Ha Jonatas a lavaraz da Zavid : Deûz, ha déomp war ar méaz. Ha pa oen̄t éat hô-daou er méaz,

12. É lavaraz Jonataz da Zavid : Aotrou, Doué Israel, ma hellann anaout ménoz va zâd war-c’hoaz pé goudé war-c’hoaz, ha mar béz eunn dra-bennâg a vâd é-gounid David ; ma na gasann két d’id râk-tâl, ha ma n’hé rôann da anaoud d’id,

13. Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da Jonatas. Hôgen ma ken̄dalc’h va zâd hé zrougiez ouz-id, her rôinn da anaoud d’id, hag az lézinn da von̄t-kuît, évit m’az î é péoc’h ha ma vézô ann Aotrou ganéz, ével ma eo bét gan̄t va zâd.

14. Ha mar bévann, é rî d’in trugarez ann Aotrou : ha mar bézann marô,

15. Na denni két da drugarez diwar va zî da-vikenn, pa en dévézô ann Aotrou diskolpet énébourien David diwar ann douar bétég ann divéza. Ra vézô tennet Jonatas eûz hé dî, ha ra vézô tennet David gan̄d ann Aotrou eûz a zaouarn hé énébourien.

16. Jonatas a réaz éta kévrédigez gan̄t tî David ; hag ann Aotrou a dennaz David eûz a zaouarn hé énébourien.

17. Ha Jonatas a réaz ivé da Zavid toui d’ézhan̄, ô véza ma karé anézhan̄ ; râg hé garout a réa ével hé éné.

18. Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄ : War-c’hoaz éma ar c’hen̄ta eûz ar miz, hag é vézi klasket :

19. Râk da gador a vézô goullô a-héd daou zervez. Neûzé é tiskenni buan hag é teûi d’al léac’h é péhini é tléez béza kuzet d’ann deiz é péhini é helleur laboura ; hag éc’h azezi é-tâl ar méan a zô hanvet Ézel.

20. Ha mé a laoskô tri zenn bir (T) out-han̄, ével ma fellfé d’in tenna d’ar gwenn.

21. Neûzé é kasinn eur paotr hag é