Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
ar c’hanédigez.

da zével eûz ann douar gwéz a bép gwenn, kaer da wélet ha frouez mâd da zibri (T) : ha gwézen ar vuez é-kreiz al liors, ha gwézen ar wiziégez eûz ar mâd hag eûz ann drouk.

10. Hag eûz al léac’h kaer-zé é tilammé eur ster évid doura al liors, hag ac’hanô en em ranné é pévar fenn.

11. Unan anézhô a zô hanvet Fizon : hen-nez eo a ra ann drô holl da vrô Hévilath, é léac’h ma éma ann aour.

12. Hag aour ann douar-zé a zô eûz ar ré wella : énô é kaveur ar bdellion hag ar méan hanvet oniks. (T).

13. Hag ann eil penn ster a zô hanvet Géhon : hen-nez eo a ra ann drô holl da vrô Etiopia.

14. Hag ann trédé penn ster a zô hanvet Tigr : hen-nez a réd étrézég ann Asiried. Hag ar pévaré penn ster eo ann Eufratez.

15. Hag ann Aotrou Doué a géméras ann dén, hag hé lékéaz el liors kaer-meûrbéd, évit m’hel labourché ha m’hen diwalché.

16. Hag é c’hourc’hémennaz d’ez-han̄, ô lavarout : Debr eûz ann holl wéz eûz al liors.

17. Hôgen na zebr két eûz a wézen ar wiziégez eûz ar mâd hag eûz ann drouk ; râg é pé zeiz-bennâg ma tebri eûz anézhi, é varvi.

18. Ann Aotrou Doué a lavaraz ivé : Né két mâd é vé ann dén hé-unan ; gréomp d’ezhan̄ eur skoazel hen̄vel out-han̄.

19. Ann Aotrou Doué éta, goudé béza gréat gan̄d douar ann holl loéned eûz ann douar, hag ann holl evned eûz ann én̄v, hô digasaz dirâg Adam, évit ma welché pénaoz hô hanvché. Râk pé hanô bennâg a rôaz Adam da bép loen, hen-nez eo hé hanô.

20. Adam a hanvaz éta dré hô hanô ann holl loéned, hag ann holl evned eûz ann én̄v, hag ann holl loéned ferô eûz ann douar. Hôgen n’en em gavé két évid Adam eur skoazel hén̄vel out-han̄.

21. Ann Aotrou Doué a gasaz éta da Adam eur c’housk kalet : ha pa oé kousket, é tennaz unan eûz hé gostou, hag é lékéaz kig enn hé léac’h.

22. Hag ann Aotrou Doué, gan̄d ar gostézen en dôa tennet eûz a Adam a réaz ar c’hrég, hag hé digasaz da Adam.

23. Hag Adam a lavaraz : Chétu bréma askourn va eskern, ha kik va c’hik ; hou-man̄ a vézô hanvet maouez, dré ma eo bet kéméret eûz ar gwâz.

24. Râk-se, ar gwâz a guitai hé dâd hag hé vamm, hag en em stâgô oud hé c’hrég : ha daou é vézin̄t enn eur c’hik hép-kén.

25. Enn noaz é oan̄t hô daou, da lavaroud eo, Adam hag hé c’hrég, ha na rusien̄t két.


————


III. PENNAD.


Eûz a béc’hed ann dén hag eûz hé gastiz.


1. Hôgen ann aer a ioa ar gwidréusa eûz ann holl loéned eûz ann douar gréat gan̄d ann Aotrou Doué. Hag é lavaraz d’ar vaouez : Pérâg en deùs-hén̄ Doué gourc’hémennet d’é-hoc’h na zebrchac’h két eûz ann holl wéz eûz al liors ?

2. Ar c’hrég a lavaraz d’ezhi : Dibri a réomb eûz a frouez ar gwéz a zô el liors.

3. Hôgen é-kén̄ver frouez ar wézen a zô é-kreiz al liors, en deûz Doué gourc’hémennet d’é-omp na zebrchemp kéd anézhô, ha na zaolchemp kéd ann dourn war-n-ézhô, gan̄d aoun na varvchemp.

4. Hôgen ann aer a lavaraz d’ar c’hrég : A-grenn né varvot két. (M).

5. Râg gouzoud a ra Doué pénaoz é pé zeiz bennâg é tebrod anézhô, é tigorô hô taou-lagad : hag é viot ével douéou, oc’h anaoud ar mâd hag ann drouk.

6. Ar c’hrég a wélaz éta pénaoz ar frouez-zé a oa mâd da zibri, braô d’ann daou-lagad ha kaer da wélout. Kéméroud a réaz diout-hô, hag é tebraz ; hag é roâz d’hé ozac’h, péhini a zebraz ivé.

7. Hag hô daou-lagad a zigoraz d’ézhô hô daou (M) : ha pa anavézchon̄t pénaoz é oan̄t enn noaz, é wé-