Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
334
levr ken̄ta samuel,

14. David ivé en em réné gan̄d furnez enn hé holl hen̄chou, hag ann Aotrou a oa gan̄t-han̄.

15. Saül éta ô wélout pénaoz é oa fûr-brâz, a zeûaz da lakaad évez out-han̄.

16. Hôgen holl Israel ha Juda a garé David ; râg hén̄ é oa a iéa hag a zeûé enn hô raok.

17. Ha Saül a lavaraz da Zavid : Chétu Mérob, va merc’h héna ; hî eo a rôinn d’id da c’hrég : béz hép-kén eunn dén kalounek, ha stourm e brézéliou ann Aotrou. Râk Saül a lavaré enn-han̄ hé-unan : Na zavet két va dourn out-han̄, hôgen savet out-han̄ dourn ar Filistined.

18. Ha David a lavaraz da Zaül : Piou ounn-mé, pé pétrâ eo va buez, pé kéren̄tiez va zâd enn Israel, évit ma teûfenn da vab-kaer d’ar roué.

19. Hôgen enn amzer ma tlié Mérob, merc’h Saül, béza rôed da Zavid, é oé rôet da c’hrég da Hadriel Molatit.

20. Hôgen Michol, eil verc’h Saül, a garé David. Ha kémen̄t-sé ô véza bét lavaret da Zaül, é oé dâ gan̄t-han̄.

21. Ha Saül a lavaraz : Hé rei a rinn d’ézhan̄ évit ma vézô hî kiriek dézhan̄ d’en em goll (T), ha ma gouézô war-n-ézhan̄ dourn ar Filistined. Ha Saül a lavaraz da Zavid : É diou zra é vézi hiriô da vâp kaer din.

22. Ha Saül a rôaz ar gourc’hémenn-man̄ d’hé zervicherien : Komzit oud David ével hép gouzout din, ô lavarout : Chétu éc’h eûz karan̄tez ar roué, hag hé holl zervicherien a gâr ac’hanod. Béz éta bréma da vâp-kaer d’ar roué.

23. Ha servicherien Saül a lavaraz kémen̄t-sé é plég skouarn David. Ha David a lavaraz : Ha nébeûd é kavit-hu béza mâp-kaer d’ar roué ? Evidoun-mé a zô paour ha dister.

24. Ha servicherien Saül a lavaraz kémen̄t-sé dézhan̄, ô lavarout : Ével-sé en deûz lavaret David.

25. Hôgen Saül a lavaraz : Evel-henn é léverrot da Zavid : Ar roué n’en deûz két a ézomm a argoulou ; na c’houlenn kén némét kan̄t pôd-mézen a Filistined, évit ma vézô ven̄jet ar roué eûz hé énébourien. Hôgen Saül a venné lakaad David étré daouarn ar Filistined.

26. Ha p’hô dôé hé zervicherien disrévellet da Zavid ar péz en dôa lavaret Saül, é oé dâ gan̄t-han̄ ô klévout é teûjé da véza mâp-kaer d’ar roué.

27. Ha nébeûd dervésiou goudé é savaz David, hag éz éaz gan̄d ann dûd a oa dindân hé véli. Hag hén̄ a lazaz daou c’han̄t Filistin, hag a zigasaz hô pôdou-mézen, hag hô nivéraz d’ar roué, évit béza da vâp-kaer d’ézhan̄. Saül éta a rôaz d’ézhan̄ da c’hrég, Michol, hé verc’h.

28. Ha Saül a wélaz skléar pénaoz édô ann Aotrou gan̄d David. Ha Michol, merc’h Saül, a garé anézhan̄.

29. Ha Saül a zeûaz da gaout aoun râk David mui-oc’h-vui : hag hén̄ a zeûaz da énébour da Zavid da-vikenn.

30. Neûzé prin̄sed ar Filistined a zeûaz ; ha kerken̄t ha ma teûjon̄t er-méaz, David en em rénaz gan̄t mui a furnez égéd holl zervicherien Saül ; hag hé hanô a oé brudet-brâz.


————


XIX. PENNAD.


Saül a fell d’ézhan̄ laza David, péhini a ia da gavout Samuel.


1. Hôgen Saül a gomzaz out Jonatas hé vâb, hag oud hé holl zervicherien évit ma lazchen̄t David. Hôgen Jonatas, mâb Saül, a garé kalz David.

2. Ha Jonatas a zisklériaz kémen̄t-sé da Zavid, ô lavarout : Saül, va zâd, a glask ann doaré d’az laza : râk-sé laka evez ouz-id héd ar min̄tin, mé az péd ; kéa enn eul léac’h distrô hag en em guz énô.

3. Hôgen mé a iélô gan̄t va zâd er-méaz, hag a choumô em zâ enn hé gichen er park é péhini é vézi : ha mé a gomzô out va zâd diwar da benn ; ha kémen̄d a wélinn, a rôinn da anaout d’id.

4. Jonatas éta a gomzaz ervâd diwar-benn David da Zaül, hé dâd, hag a lavaraz dézhan̄ : Na bec’h két, ô roué, a-énép David da zervicher ; râk