Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/366

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332
levr ken̄ta samuel,

eûz-mé gréat ? Ha na hellann-mé két komza ?

30. Hag hén̄ a zistrôaz eunn nébeût diout-han̄ évit mon̄d étrézég eunn all, hag a lavaraz ann hévélep komziou ; hag ar bobl a lavaraz d’ézhan̄ ével ken̄t.

31. Hôgen ar péz a lavaré David ô véza bét klévet, a oé lavaret zé dirâk Saül.

32. Hag ô véza bét kaset dira-z-han̄, é lavaraz David dézhan̄ : Na vézet spoun̄tet kaloun hini é-béd enn-abek da hen-nez : mé, da zervicher, a iélô hag a stourmô oud ar Filistin-zé.

33. Ha Saül a lavaraz da Zavid : Na helli két énébi oud ar Filistin-zé na stourmi out-han̄ ; râk ré iaouan̄k oud, hag eunn dén-a-vrézel eo-hén̄ abaoé hé iaouan̄kiz.

34. Ha David a lavaraz da Zaül : Pa ziwallé da zervicher tropel hé dâd, é teûé eul léon pé eunn ourz hag a skrapé eunn tourz eûz a greiz ann tropel.

35. Ha mé a iéa war hô lerc’h, a skôé gan̄t-hô hag a denné ann tourz eûz hô génou : ha pa zaven̄t ouz-in, mé a grôgé enn hô gouzoug, a vougé anézhô hag hô lazé.

36. Ével-sé mé, da zervicher, em eûz lazet eul léon hag eunn ourz ; hag ar Filistin dienwadet-zé a vézô ével unan anézhô. Bréma éz inn hag é laminn ann dismégan̄s eûz a douez ar bobl : râk piou eo ar Filistin dienwadet-zé péhini a gréd don̄t da villiga armé ann Doué béô ?

37. Ha David a lavaraz : Ann Aotrou péhini en deûz va zennet eûz a grabanou al léon hag eûz a baviou ann ourz, am zennô ivé eûz a zaouarn ar Filistin-zé. Neûzé Saül a lavaraz da Zavid : Kéa, ha ra vézô ann Aotrou gan-éz.

38. Ha Saul a wiskaz da Zavid hé ziḻad hé-unan hag a lékéaz war hé benn eunn tôg arem, hag a wiskaz d’ézhan̄ eunn hobrégon.

39. Ha David ô véza gourizet eur c’hlézé war hé zaé, a fellaz d’ézhan̄ gwélout ma helché kerzout gan̄d hé armou ; râk né oa két boazet diout-hô. Ha David a lavaraz da Zaül : N’hellann két kerzout ével-sé ; râk n’ounn két boazet d’hé ôber. Ha David hé zennaz.

40. Hag hén̄ a géméraz hé vâz, en dôa bépréd enn hé zourn : hag é kéméraz évit-han̄ pemp méan kompez eûz ar froud, a lékéaz enn hé zac’h-bara a oa gan̄t-han̄ : eur vatalm a géméraz enn hé zourn hag é kerzaz oud ar Filistin.

41. Hôgen ar Filistin a gerzaz ivé hag a dôstaaz oud David ; hag hé floc’h a ioa enn hé raok.

42. Ha pa zellaz ar Filistin war hé drô, ha pa wélaz David, é tisprizaz anézhan̄, râg eunn dén-iaouan̄k oa, hag hén̄ ruspin, hag a zoaré gaer.

43. Hag ar Filistin a lavaraz da Zavid : Hag eur c’hi ounn-mé évit ma teûez ouz-in gan̄d eur vâz ? Hag ar Filistin a villigaz David dré hé zoueed.

44. Hag hén̄ a lavaraz da Zavid : Deûz étrézég enn-oun ha mé a rôi da gîg da evned ann én̄v ha da loéned ann douar.

45. Hôgen David a lavaraz d’ar Filistin : Té a zeû ouz-in gan̄d ar chlézé, hag ar gwâf, hag ann diren ; ha mé a zeû ouzid é hanô Aotrou ann arméou, Doué ban̄dennou Israel, péré éc’h eûz daélet.

46. Hiriô ann Aotrou az lakai étré va daouarn ; da laza a rinn hag é trouc’hinn da benn diouz-id : hag hiriô é rôinn korfiou-marô kamp ar Filistined da evned ann én̄v ha da loéned ann douar, évit ma wézô ann holl zouar pénaoz éz eûz eunn Doué enn Israel.

47. Hag ann holl strollad tûd-zé a anavézô pénaoz né két gan̄d ar c’hlézé, na gan̄d ar gwâf é tiboan ann Aotrou : rag enn hé c’halloud éma ar brézel, hag hén̄ eo a lakai ac’hanoc’h étré hon daouarn.

48. Pa zavaz éta ar Filistin, pa zeûaz ha pa dôstaaz oud David, éc’h hastaz David hag é rédaz évit stourmi oud ar Filistin.

49. Hag hén̄ a lékéaz hé zourn er zâc’h, a géméraz eur méan, a drôaz anézhan̄ gan̄d hé vatalm hag hé daolaz é-kreiz tâl ar Filistin : hag ar méan a iéaz doun enn hé dâl, hag hén̄ a