Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/365

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
331
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

8. Hag hén̄ a zavaz hag a c’harmaz out ban̄dennou armé Israel, hag a lavaraz dézhô : Pérâg oc’h-hu deûet évid en em ganna ? Ha n’ounn-mé két eur Filistin, ha c’houi servicherien Saül ? Dilennit eunn dén ac’hanoc’h, ha diskennet hé-unan d’én em ganna ouz-in.

9. Mar gell stourmi ouz-in ha ma lâz ac’hanoun, é vézimp sklaved d’é-hoc’h : hôgen mar bézann tréac’h d’ézhan̄ ha ma lazann anézhan̄, c’houi a vézô sklaved d’é-omp hag é servichot ac’hanomp.

10. Hag ar Filistin a lavaré : Daéet em eûz hiriô holl armé Israel : Rôid eunn dén d’in, ha deûet hé-unan d’en em ganna ouz-in.

11. Hôgén pa glévaz Saül hag ann holl Israélited ar Filistin ô komza enn doaré-zé, é oen̄t souézet ha spoun̄tet-brâz.

12. Hôgen David a oa mâb d’ann dén-zé eûz a Éfrata, a béhini hon eûz komzet ken̄t, eûz a Vétléhem-Juda, hag a oa hanvet Isai, péhini en dôa eiz mâb hag a oa ar c’hôsa é-touez ann dûd é deisiou Saül.

13. Hé dri vâp héna a oa éat war-lerc’h Saül d’ar brézel : hag hanvou ann tri mâb d’ézhan̄ péré a oa éat d’ar brézel, a oa Éliab ann héna, Abinadab ann eil, ha Samma ann trédé.

14. Hôgen David a ioa ar iaouan̄ka. Ann tri c’hôsa ô véza éta heûliet Saül,

15. David a oa éat-kuît diouc’h Saül évit mon̄d da beûri tropellou hé dâd é Bétléhem.

16. Koulskoudé ar Filistin en em ziskouézé diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, hag a réaz ével-sé é-pâd daou-ugen̄t dervez.

17. Hôgen Isai a lavaraz da Zavid hé vâb : Kémer évid da vreûdeûr eunn éfi bleûd heiz, hag ann dék tors-bara-man̄, ha réd étrézé da vreûdeûr d’ar c’hamp.

18. Doug ivé ann dék fourmach-man̄ d’ar Milléner : gwél ha da vreûdeûr a zô iac’h ha goulenn gan̄t piou hô deûz-hi darempred. (T).

19. Hôgeu Saül hag ar ré-man̄ hag holl dûd Israel a stourmé oud ar Filistined é traon̄ien ann Térébin̄t.

20. David éta a zavaz diouc’h ar min̄tin hag a rôaz da eunn dén ar garg eûz hé dropellou, hag éz éaz-kuît goudé béza kéméret gan̄t-han̄ ar péz en dôa lavaret Isai. Hag hén̄ a zeûaz d’al léac’h hanvet Magala ha d’ann armé, péhini a dôstéé évid ann emgann gan̄t garmou brâz.

21. Râg Israel en dôa reizet hé armé, hag ar Filistined enn tû all a oa daré d’ann emgann.

22. Hôgen David ô véza lézet kémen̄d en dôa kaset gan̄t-han̄ étré daouarn ann hini a ziwallé ar bakadou, a rédaz étrézé léac’h ann emgann, hag a c’houlennaz ma oa mâd ann doaré gan̄d hé vreûdeûr.

23. Ha pa gomzé c’hoaz out-hô, ar Filistin bastard-zé eûz a C’het, hanvet Goliat, a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined ; ha David hé glévaz ô lavarout ann hévélep gomziou.

24. Hôgen ann Israélited holl, pa wélc’hon̄t ann dén-zé, a dec’haz dira-z-han̄ hag a oé spoun̄tet-brâz.

25. Hag unan eûz a dûd Israel, a lavaraz : Ha na wélit-hu két ann dén-zé a biñ azé ? Évid daéla Israel é piñ. Ann dén a lazô anézhan̄ a vézô karget a vadou gan̄d ar roué : hé verc’h a rôio dézhan̄, ha tî hé dâd a vézô kuit da baéa tellou enn Israel. (T).

26. Ha David a lavaraz d’ar ré a oa enn hé gichen : Pétrâ a vézô rôet d’ann hini a lazô ar Filistin-zé hag a lamô ann dismégan̄s eûz a Israel ? Râk piou eo ar Filistin dienwadet-zé, péhini a zeû da zaéa arméou ann Doué béô ?

27. Hag ar bobl a gomzé out-han̄ enn hévélep doaré, ô lavarout : Kémen̄t-man̄ a vérô rôet d’ann hini hel lazô.

28. Hôgen Éliab hé vreûr héna, ô véza hé glévet ô komza ével-sé gan̄t ré all, a zavaz droug enn-han̄ oud David hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg oud-dé deûet aman̄ ha pérâg éc’h eûs-té dilézet hon nébeût dén̄ved enn distrô ? Mé a anavez da rogoni ha drougiez da galoun ; ha pénaoz n’oud diskennet aman̄ néméd évit gwéloud ann emgann.

29. Ha David a lavaraz : Pétrâ em