Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/363

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

té, gan̄d aoun râg ar bobl hag évit sen̄ti oud hô mouéz.

25. Hôgen bréma doug va fec’hed, mé az péd, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou.

26. Ha Samuel a lavaraz da Zaül : Na zistrôinn két gan-éz, ô véza ma éc’h eûz distolet gér ann Aotrou, ha ma en deûz ann Aotrou da zistolet évit na vézi két roué war Israel.

27. Ha Samuel a zistrôaz évit mon̄t-kuît ; hôgen Saül a géméraz anézhan̄ dré gorn hé van̄tel péhini a oé roget.

28. Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄ : Ann Aotrou en deûz roget hiriô rouan̄télez Israel diouz-id, hag hé rôet en deûz d’as nésa, gwelloc’h égéd-oud.

29. Hôgen ann hini zô tréac’h enn Israel na espernô két ha na vézô két ténéreet gan̄d ar c’heûz : râk né két eunn dén évit kaout keûz.

30. Ha Saül a lavaraz : Péc’het em eûz : hôgen bréma énor ac’hanoun dirâk va fobl ha dirâg Israel, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou, da Zoué.

31. Samuel éta a zistrôaz hag a heûliaz Saül : ha Saül a azeûlaz ann Aotrou.

32. Ha Samuel a lavaraz : Digasit d’in Agag, roué Amalek. Ha digaset é oé dézhan̄ Agag hag hén̄ lard-brâz, hag ô kréna. Hag Agag a lavaraz : Hag eur marô c’houérô am distagô dioc’h pép tra ? (T).

33. Ha Samuel a lavaraz : Evel ma en deûz da glézé lékéat gragez divugalé, ével-sé da vamm a vézô divugalé é-touez ar gragez. Ha Samuel a drouc’haz anézhan̄ a dammou dirâg ann Aotrou é Galgala.

34. Neûzé Samuel a zistrôaz da Ramala : ha Saül a biñaz d’hé dî é Gabaa.

35. Ha Samuel na wélaz mui Saül bété deiz hé varô. Koulskoudé Samuel a skuḻaz daérou war Zaül, ô véza ma oa deûet keûz d’ann Aotrou da véza hé lékéat da roué war Israel.


————


XVI. PENNAD.


David éôliet da roué gan̄t Samuel.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Bété pégeit é skuḻi-dé daérou war Zaül, pa em eûz hé zistolet évit na rénô mui war Israel ? Karg da gorn a éôl, ha deûz, évit m’az kasinn da Isai ar Bétléhémit ; râg é-touez hé vipien em eûz dilennet d’in eur roué.

2. Ha Samuel a lavaraz : Pénaoz éz inn-mé ? Râk Saül a glevô kémen̄t-sé hag a lazô ac’hanoun. Hag ann Aotrou a lavaraz : Kémer eul leûé eûz ann tropel gan-éz, ha lavar : Évid ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou ounn deûet.

3. Ha galv Isai d’ar sakrifiz, ha mé a ziskouezô d’id ar péz ez pézô da ôber ; ha té a éôliô ann hini a ziskouézinn d’id.

4. Samuel a réaz éta ével m’en dôa lavaret ann Aotrou d’ézhan̄. Don̄d a réaz da Vétléhem, hag ann hénaoured kéar a oé souézet ; mon̄d a réjon̄t war hé arbenn hag é léverchon̄t : ha don̄t a rez da zigas ar péoc’h d’é-omp ? (T).

5. Hag hén̄ a lavaraz : Ar péoc’h a zigasann (T) : évid ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou ounn deûet ; en em zan̄télit, ha deûit gan-én̄, évit ma rinn ar sakrifiz. Hag hén̄ a zan̄télaz Isai hag hé vipien, hag hô galvaz d’ar sakrifiz.

6. Ha pa oen̄t deûet ébarz, é wélaz Éliab, hag é lavaraz : Ha dirâg ann Aotrou éma hé éoliet ?

7. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Na zell két piou eo da wélout, na pégen nag huel eo hé ven̄t, ô véza ma em eûz hé zistolet, ha na varnann két diouc’h gwél ann dén : râg ann dén a zell oud ar péz a wéleur, hôgen ann Aotrou a zell oud ar galoun.

8. Hag Isai a c’halvaz Abinadab hag a zigasaz anézhan̄ dirâk Samuel. Ha Samuel a lavaraz : Né két hen-nez ken-nébeût en deûz dilennet ann Aotrou.

9. Hag Isai a zigasaz Samma ; ha Samuel a lavaraz diwar hé benn : N’en