Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/360

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
levr ken̄ta samuel,

16. Évésidi Saül péré a oa é Gabaa Ben̄jamin a zellaz hag a wélaz eul lôd brâz a dûd gourvézet, ha lôd all a dec’hé tu-man̄ ha tu-hon̄t.

17. Ha Saül a lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : Klaskit ha gwélit piou a zô éat-kuît diouz-omp. Ha pa oé gréat ann en̄klask, é oé kavet pénaoz Jonatas hag hé floc’h na oan̄t két énô.

18. Ha Saül a lavaraz da Akias : Tôsta oud arc’h Doué (râg arc’h Doué a oa énô neûzé gan̄t bugalé Israel.)

19. Hag en̄dra ma komzé Saül oud ar bélek, é savaz eur safar brâz é kamp ar Filistined : kreski a réa a-nébeûd-é-nébeûd, hag her c’hlevet skiltroc’h. Ha Saül a lavaraz d’ar bélek : Tenn da zourn gan-éz.

20. Ha Saül hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ en em lékéaz da c’harmi hag ez éjon̄t bété léac’h ann emgann : ha chétu klézé pép-hini a oa trôet oud hé nésa, ha brâz é oé al lazérez.

21. Ann Hébréed ivé péré a oa gan̄d ar Filistined abaoé nébeût hag hô dôa piñet d’hô c’hamp, a zistrôaz da gavout ann Israélited a oa gan̄t Saül ha Jonatas.

22. Ann holl Israélited ivé, péré a oa en em guzet é ménez Éfraim, ô klevout pénaoz é téc’hé ar Filistined, en em zastumaz gan̄d hô zûd évit stourmi. Ha Saül en dôa gan̄t-han̄ war-drô dék mil dén.

23. Hag ann Aotrou a ziboaniaz Israel enn deiz-zé ; hag ann emgann a iéaz bété Bethaven,

24. Hag ann Israélited en em zastumaz enn deiz-zé. Hôgen Saül a douaz ével-henn é hanô ar bobl : Milliget ra vézô ann dén a zébrô boéd abarz ar pardaez, kén na vézinn en em ven̄jet eûz va énébourien. Ha dén é-béd na zébraz boéd.

25. Neûzé é teûjon̄t holl enn eur c’hoat, é péhini édô mél war c’horré ann douar.

26. Ha pa oé éat ar bobl er c’hoat, é wélaz ar mél ô tivéra ; hôgen dén na gasaz hé zourn d’hé c’hénou ; râg ar bobl en dôa aoun râg al lé.

27. Hôgen Jonatas n’en dôa két klévet hé dâd ô toui é hanô ar bobl : hag hén̄ a astennaz penn eur wialen a oa enn hé zourn, hag a zoubas anézhi enn eunn diren-vél : hag ô véza trôet hé zourn oud hé c’hénou, hé zaoulagad a skléraaz.

28. Hag unan eûz ar bobl a lavaraz d’ézhan̄ : Da dâd en deûz gwéstlet ar bobl dré lé, ô lavarout : Milliget ra vézô ann dén a zébrô boed hiriô (hôgen ar bobl a oa gwévet).

29. Ha Jonatas a lavaraz : Va zâd en deûz kéflusket ar vrô : gwélet hoc’h eûz hoc’h-unan pénaoz eo bét skléréet va daoulagad, ô véza ma em eûz tan̄véet eunn nébeût eûz ar mél-zé.

30. Pégémen̄t é vijé en em grévéet muioc’h ar bobl, ma en divijé débret eûz ar péz en deûz kavet é preiz hé énébourien ? Ha na vé két bét brasoc’h gouli ar Filistined ?

31. Hag hî a dréc’haz ar Filistined enn deiz-zé adalek Mac’hmas bétég Ajalon. Hôgen ar bobl a oa skuîz-brâz :

32. Hag hén̄ en em daolaz war ar preiz, a géméraz dén̄ved, hag éjenned, ha leûéou, hag a lazaz anézhô war ann douar : hag ar bobl débraz gan̄d ar goâd.

33. Hôgen danévellet é oé kémen̄t-sé da Zaül, ô lavarout pénaoz ar bobl en dôa péc’het a-éneb ann Aotrou, ô tibri kig gan̄d ar goâd. Hag hén̄ a lavaraz : Torred eo bét al lézen gan-é-hoc’h : ruḻit aman̄ bréma eur méan brâz.

34. Ha Saül a lavaraz c’hoaz : Id é-touez ar bobl ha livirit d’ézhô, ma tigasô pép-hini d’in hé éjenn hag hé dourz ; ha lazit-hô aman̄, ha debrit, ha na béc’hot két a-éneb ann Aotrou ô tibri kig gan̄d ar goâd. Hag ar bobl holl a zigasaz pép hini hé éjenn gan̄d ann dourn béteg ann nôz ; hag hî hô lazaz énô.

35. Neûzé Saül a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou ; hag houn-nez eo ar gen̄ta aoter en deûz savet d’ann Aotrou :

36. Ha Saül a lavaraz : En em strin̄komp hénôz war ar Filistined, ha dispennomp anézhô kén na c’houlaouô ann deiz, ha na lézomp hini anézhô. Hag ar bobl a lavaraz : Grâ ar péz a gavi mâd da ôber. Hag ar bélek a