Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
levr ken̄ta samuel,

ma eo deûet hô garm bétég enn-oun.

17. Ha pa en dôé Samuel gwélet Saül, ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu ann dén eûz a béhini em eûz komzet d’id ; hen-nez eo a rénô war va fobl.

18. Neûzé Saül a dôstaaz out Samuel é-kreiz ann ôr, hag a lavaraz : Lavar d’in, mé az péd, péléac’h éma tî ar Gwéler.

19. Ha Samuel a lavaraz da Zaül : Mé eo ar Gwéler : pîñ em raok d’al léac’h uc’hel, évit ma tebri hiriô gan-én̄, ha war-c’hoaz vin̄tin az lézinn da von̄t ; ha mé a zisklériô d’id kémen̄d a zô enn da galoun.

20. Hag e-kén̄ver ann azénézed a zô bét dian̄ket tri deiz zô, na véz két néc’het gan̄t-hô, râk kavet in̄t. Ha da biou é vézô ar gwella holl é Israel, ma n’eo két d’id ha da holl di da dâd ?

21. Ha Saül a respoun̄taz hag a lavaraz : Ha n’ounn két mé mâb Jémini, eûz ann distéra eûz a vreûriézou Israel, ha va ziad né d-eo két ann divéza eûz a holl diadou breûriez Ben̄jamin ? Pérâg éta é komzez-té ével-sé ouz-in ?

22. Ha Samuel a géméraz Saül hag hé baotr, hag a gasaz anézhan̄ er zâl-zibri, hag a lékéaz anézhô er penn uc’héla eûz ar banvézerien ; war-drô trégon̄t dén é oa anézhô.

23. Ha Samuel a lavaraz d’ar c’héginer : Rô ann tamm em eûz rôet d’id, hag em eûz lavaret d’id da virout.

21. Neûzé ar c’héginer a géméraz eur skoaz hag hé lékéaz dirâk Saül. Ha Samuel a lavaraz : Chétu ar péz a zô choumet ; laka hén̄ dira-z-oud, ha debr : râg hé viret em eûz a-zévri évid-oud, pa em eûz galvet ar bobl. Ha Saül a zébraz enn deiz-zé gant Samuel.

25. Hag hî a ziskennaz eûz al léac’h uc’hel da géar, ha Samuel a gomzaz gan̄t Saül war lein ann tî. Ha Saül a steñaz eur gwélé war ann tî hag a gouskaz énô.

26. Hag ô véza savet diouc’h ar min̄tin, ha pa darzé ann deiz, Samuel a c’halvaz Saül war lein ann tî, ô lavarout : Saô, m’az kasinn-kuît, ha Saül a zavaz ; hag hî a iéaz hô-daou er-méaz, da lavaroud eo, hén̄ ha Samuel.

27. Ha pa ziskennen̄t el léac’h izéla eûz a géar, Samuel a lavaraz da Zaül : Lavar d’ar paotr mon̄d enn hor raok ha mon̄d é-biou : hôgen té, choum eunn nébeut, évit ma rôinn d’id gér ann Aotrou.


————


X. PENNAD.


Saül éôliet gan̄t Samuel ha lékéat da roué.


1. Hôgen Samuel a géméraz eur fiolen éôl, a skuḻaz war benn Saül, hag hén̄ a bokaz d’ézhan̄, hag a lavaraz : Chétu ann Aotrou en deûz da éôliet da brin̄s war hé zigwéz, ha té a dennô hé bobl eûz a zaouarn hé énébourien a zô war hé drô. Hag ann dra-man̄ a vézô da arouéz d’id, ma en deûz ann Aotrou da éôliet da brin̄s.

2. P’az î kuît hiriô diouz-in, é kavi daou zén é kichen béz Rachel, é harzou Ben̄jamin, war-zû ar c’hrésteiz, péré a lavarô d’id : Ann azénézed é oaz éat da glask a zô kavet : ha n’éma mui préder da dâd war hé azénézéd, hôgen néc’het eo diwar hô penn, hag é lavar : Pétrâ a rinn-mé é-kén̄ver va mâb ?

3. Ha pa vézi éat ac’hanô, hag éz î é-biou évid don̄t da zerven Tabor, en em gavô ganéz énô tri zén a biñô étrézé Doué é Bétel, hag unan anézhô a zougô tri menn gavr, hag eunn all teir zorz vara ; hag eunn all eur voutaḻad gwîn.

4. Ha goudé m’hô dévézô da zaludet, é rôin̄t d’id daou vara ; ha té hô c’hémérô eûz hô daouarn.

5. Goudé-zé é teûi da draon̄ien Doué, é péléac’h éz eûz eur gward Filistined. Ha pa vézi éat é kéar, en em gavi gan̄d eur van̄den proféded a ziskennô eûz al léac’h uc’hel, hag enn hô raok lirennou, ha taboulinou, ha sutellou, ha télennou, hag hî ô tiougani.

6. Ha spered ann Aotrou en em daolo war-n-oud, hag é tiougani gan̄t-hô, hag é vézi trôet enn eunn dén all.

7. Pa vézô éta c’hoarvézet ann holl