Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
319
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

d’ézhan̄ sélaoui mouéz Samuel hag é léverchon̄t : Nann ; râg eur roué a vezô war-n-omp ;

20. Ha nî a vézô ével ann holl vrôadou : hag hor roué a varnô ac’hanomp, hag a iélô enn hor raok, hag a stourmô évid-omp enn hor brézéliou.

21. Ha Samuel a glévaz holl c’heriou ar bobl, hag hô rôaz da anaout d’ann Aotrou.

22. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Sélaou hô mouéz, ha laka eur roué war-n-ézhô. Ha Samuel a lavaraz da dûd Israel : Distrôet pép-hini d’hé géar.


————


IX. PENNAD.


Saül a glask azénézed hé dâd. Mon̄d a ra da gavout Samuel.


1. Béz’ éz oa eunn dén eûz a Ven̄jamin hanvet Kis, mâb Abiel, mâb Séror, mâb Béc’horat, mâb Afia, mâb eunn dén eûz a Jémini, kré ha galloudek.

2. Eur mâb en dôa hanvet Saül, dén kaer ha klôk : ha na oa hini é-touez bugalé Israel gwelloc’h égét-han̄ ; adalek hé ziskoaz é oa uc’héloc’h égéd ann holl bobl.

3. Hôgen azénézed Kis, tâd Saül, a oa dian̄ket, ha Kis a lavaraz da Zaül hé vâb : Kémer gan-éz unan eûz ar baotred, saô ha kéa da glask ann azénézed. Tréménout a réjon̄t dré vénez Éfraim,

4. Ha dré vrô Salisa, ha n’hô c’hefchon̄t két ; tréménout a réjon̄t ivé dré vrô Salim, ha né oan̄t két énô ; ha dré vrô Jémini, ha n’hô chefchon̄t két.

5. Hôgen pa oen̄t deûet da vrô Suf, Saül a lavaraz d’ar paotr a oa gan̄t-han̄ : Deûz ha distrôomp, gan̄d aoun n’en défé va zâd gréat dilez eûz ann azénézed, ha na ve nec’het diwar hor penn.

6. Hag ar paotr a lavaraz d’ézhan̄ ; Chétu eur gear é péhini éz eûz eunn dén Doué, eunn dén brudet-brâz : kémen̄d a lavar, a c’hoarvez héb arvar : déomp dî bréman̄ : martézé é sklériô ac’hanomp war ann abek évit péhini omp deûet.

7. Ha Saül a lavaraz d’hé baotr : Déomp dî ; hôgen pétrâ a gasimp-nî d’ann dén Doué ? N’eûz ked a vara enn hor seier : ha n’hon eûz nag arc’han̄t, na nétrâ all é-béd da rei d’ann dén Doué.

8. Hag ar paotr a gomzaz c’hoaz out Saül, ô lavarout : Chétu em eûz kavet dindân va dourn ar bevaré lôden eûz a eur sikl arc’han̄t : rôomp-hi d’ann dén Doué, évit ma rôi da anaout d’é-omp hon hen̄t.

9. (Gwéchall enn Israel kémen̄d hini a iéa da c’houlenn kuzul digan̄d Doué a lavaré : Deûit, ha déomp da gavout ar Gwéler. Râk néb a c’halveur hiriô Profed a oa galvet gwéchall Gwéler.)

10. Ha Saül a lavaraz d’hé baotr : Mâd-meûrbéd eo ar péz a lévérez. Deûz, déomp, hag hî a iéaz er géar é péhini édô ann dén Doué.

11. Ha pa biñen̄t dré zaô kéar, é kefchon̄t plac’hed-iaouan̄k péré a zeûé er-méaz évit tenna dour ; hag hî a lavaraz d’ézhô : Hag aman̄ éma ar Gwéler :

12. Hag ar plac’hed a lavaraz d’ézhô : Éma aman̄, chétu hén̄ enn hô raok ; hastit affô, rak deûet eo hiriô é kéar, ô véza ma kennig hiriô ar bobl eur sakrifiz war al léac’h uc’hel.

13. P’az éot é kéar, her c’héfot râk-tâl abarz ma biñô d’al léac’h uc’hel évid dibri ; rag ar bobl na zebrô két kén na vézô deûet-hén̄, ô véza ma eo hén̄ eo a vennig ann hostiv ; ha neûzé ar ré a zô galvet a zebr. Piñid éta bréma, rag hé gavout a réot hiriô.

14. Hag hî a biñaz da géar. Ha pa valéen̄t é-kreiz kéar, é wélchon̄t Samuel a zeûé étrézég enn-hô évit piña d’al léac’h uc’hel.

15. Hôgen ann Aotrou en dôa komzet out skouarn Samuel ann deiz ken̄t ma oa deûet Saül, ô lavarout :

16. War-c’hoaz d’ann heur-man̄ é kasinn d’id eunn dén eûz a vrô Ben̄jamin, hag é éoḻi anézhan̄ da roué war va fobl a Israel : hag hén̄ a zieûbô va fobl eûz a zaouarn ar Filistined ; ô véza ma em eûz sellet out va bobl, ha