Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/352

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
levr ken̄ta samuel,

12. Ha Samuel a géméraz eur méan, hag a lékéaz anézhan̄ étré Masfat ha Sen. Hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé Méan ar skoazel ; hag hén̄ a lavaraz : Bétég aman̄ en deûz ann Aotrou hor skoazellet.

13. Hag ar Filistined a oé izéléet, ha na grédchon̄t mui don̄t war zouarou Israel. Ha dourn ann Aotrou a oé savet war ar Filistined é holl zéisiou Samuel.

14. Hag ar c’heriou a oa bét kéméret gan̄d ar Filistined war Israel, adalek Akkaron bété Get, a oé rôet adarré da Israel gan̄d hô harzou. Ével-sé é tennaz Israel eûz a zaouarn ar Filistined ; ha péoc’h a oé étré Israel hag ann Amorréed.

15. Ha Samuel a varnaz Israel é holl zeisiou hé vuez.

16. Ober a réa eunn drô bép ploaz da Vétel, ha da C’halgala, ha da Vasfat, hag hén̄ a varné Israel enn holl lec’hiou-zé.

17. Hag hén̄ a zistrôé da Ramata ; râg énô édô hé dî ; hag énô ivé é varné Israel : hag énô ivé é savaz eunn aoter d’ann Aotrou.


————


VIII. PENNAD.


Ann Israélited a c’houlenn eur roué.


1. Hôgen pa oé deûet Samuel da gôsaat, é lékéaz hé vipien da varnerien war Israel.

2. Hé vâp-héna a oa hanvet Joel, hag ann eil a oa hanvet Abia ; hag hî a oa barnerien é Bersabéé.

3. Ha na gerzaz két hé vipien enn hé hen̄chou ; hôgen en em rei a réjon̄t d’ar bizoni, rôou a zigémerchon̄t ha barniou fall a réjon̄t.

4. Neûzé holl hénaoured Israel en em zastumaz hag a zeûaz da gavout Samuel é Ramata.

5. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu oud deûet da véza kôz, ha da vipien na gerzon̄t két enn da hen̄chou : laka eur roué war-n-omp, évit ma varnô ac’hanomp, ével ma hô deûz ann holl vrôadou.

6. Ar goulenn-zé né oé ket kavet mâd gan̄t Samuel, ô véza m’hô dôa lavaret : Rô d’é-omp eur roué, évit ma varnô ac’hanomp. Ha Samuel a bédaz ann Aotrou.

7. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Sélaou mouéz ar bobl é kémen̄d a lévéron̄t d’id ; râk né két té hô deûz distolet, hôgen mé eo, évit na réninn két war-n-ézhô.

8. Ével-sé hô deûz gréat bépréd, abaoé ann deiz é péhini em eûz hô zennet eûz ann Éjipt bétég-henn : ével ma hô deûz va dilézet, ha ma hô deûz servichet douéed a ziavéaz, ével-sé é réon̄t ivé d’id.

9. Hôgen bréma sélaou hô mouéz : koulskoudé lavar d’ézhô ha diougan d’ézhô gwîr ar roué a dlé hô réna.

10. Ha Samuel a rôaz da anaout holl c’heriou ann Aotrou d’ar bobl en dôa goulennet eur roué digan̄t-han̄,

11. Hag é lavaraz : Chétu aman̄ gwîr ar roué a rénô war-n-hoc’h : kéméroud a rai hô mipien, hag é lakai anézhô oud hé girri ; marc’heien a rai anézhô, hag hô lakai da rédek a-raog hé girri.

12. Hô lakaad a rai da villénerien ha da gan̄ténerien, ha da ara hé barkou, ha da védi hé édou, ha da ôber hé armou hag hé girri.

13. Eûz hô merc’hed é rai ivé hé louzaouérézed, hag hé géginérézed, hag hé varaérézed.

14. Kéméroud a rai ivé ar gwella eûz hô parkou, eûz hô kwiniennou, hag eûz hô kwéz-olived, hag é rôi anézhô d’hé zervicherien.

15. Déogi a rai war hoc’h édou, ha war hô kwiniennou, évit rei d’hé spazéien ha d’hé vévellou.

16. Kéméroud a rai ivé hô mévellou, hag hô mitisien, hag hô tûd-iaouan̄k ar ré gréva, hag hoc’h azéned, hag hô lakai da laboura évit-han̄.

17. Déogi a rai ivé hô tén̄ved, ha c’houi a vézô da sklaved d’ézhan̄.

18. Hag enn deiz-zé é c’harmot a-éneb hô roué hô pézô dilennet : hag ann Aotrou na zélaouô két ac’hanoc’h enn deiz-zé, ô véza ma eo c’houi hoc’h eûz goulennet eur roué.

19. Hôgen ar bobl na fellaz két