Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
316
levr ken̄ta samuel,

arc’h Doué Israel trô-war-drô. Hag hî a gasaz arc’h Doué Israel trô-war-drô.

9. Hôgen pa zougen̄t anézhi trô-war-drô, dourn ann Aotrou en em astenné war ar c’heriou holl gan̄d eul lazérez brâz-meûrbéd : hag hén̄ a skoaz gan̄d holl oazed ar c’heriou-zé, adaleg ar bihana bétég ar brasa, hag hô bouzellou ô tidarza a zeûé da vreina. Tûd Get a géméraz kuzul ann eil gan̄d égilé hag a réaz évit-hô kadoriou krec’hin.

10. Kâs a réjon̄d éta ann arc’h da Akkaron. Ha pa oé deûet ann arc’h da Akkaron, ann Akkaronied en em lékéaz da c’harmi ha da lavarout : Digaset hô deûz d’é-omp arc’h Doué Israel évit ma hol lazô nî hag hor bobl.

11. Neûzé é zastumchon̄t holl brin̄sed ar Filistined, péré a lavaraz d’ézhô : Kasit-kuît arc’h Doué Israel, ma tistrôi d’hé léac’h, ha na lazô mui nî hag hor bobl.

12. Râk spoun̄t ar marô a oa en em skiñet dré ann holl c’heriou, ha dourn Doué en em bounéréa kalz war-n-ézhô. Ann dûd péré na varven̄t két a oé skôet el léac’h kuzet eûz hô c’horf ; ha garm pép kéar a biñé bétég ann én̄v.


————


VI. PENNAD.


Ar Filistined a gâs-kuît ann arc’h.


1. Arc’h ann Aotrou a oa bét seiz miz é brô ar Filistined.

2. Hag ar Fiiistined a c’halvaz ar véleien hag ann diouganerien, hag a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a raimp-ni eûz a arc’h ann Aotrou ? Diskouezit d’é-omp pénaoz é kasimp anézhi adarré d’hé léac’h. Hag hî a lavaraz :

3. Mar kasit-kuît arc’h Doué Israel, n’hé c’hasit két goullô ; hôgen rôit ar péz a dléit d’ézhan̄ évid hô péc’hed, ha neûzé é iac’héot ; hag é wiot pérâk na zistrô két hé zourn diwar-n-hoc’h.

4. Hag hî a lavaraz : Pétrâ a dléomp-ni da rei d’ézhan̄ évid hor péc’hed ? Hag ar ré all a lavaraz :

5. Grît pemp réor aour ha pemp raz aour, hervez ann niver eûz a brovin̄sou ar Filistined ; râg eunn hévélep gouli a zô deûet war-n-hoc’h holl ha war hô prin̄sed. Obér a réod éta skeûdennou hô réoriou, ha skeûdennou ar razed hô deûz gwastet hô touar ; hag é rôot gloar da Zoué Israel, ha martézé é tennô hé zourn diwar-n-hoc’h, diwar hô touéed ha diwar hô touar.

6. Pérâg é pounérait-hu hô kalounou, ével ann Éjiptianed, hag ével ma pounéraaz Faraon hé galoun ? Goudé ma oa bét skôet, ha n’hô c’hasaz két kuît, ha n’hô lézaz két da von̄t ?

7. Kémérid éta bréma eur c’harr a vézô bét gréat névez gan-é-hoc’h : ha sternit oud ar c’harr diou vioc’h alet, war béré n’eo két bét lékéat ar iéô ken̄t, ha dalc’hit hô leûéou enn tî.

8. Kémérid arc’h ann Aotrou, ha likit-hi war ar c’harr, ha goudé béza lékéat enn eunn tû anézhan̄ enn eur skrin, ar skeûdennou aour hô pézô kenniget évid hô péc’hed, list-hi da von̄t.

9. Ha likid évez : Mar pîñ dré ann hen̄t a ia d’hé vrô hé-unan étrézé Betsamez, eo hén̄ en deûz gréat d’é-omp ann drouk brâz-zé : ha ma né d-â két dî, é wézimp pénaoz né két hé zourn en deûz skôet gan-é-omp, hôgen ma eo c’hoarvézet kémen̄t-sé dré zarvoud.

10. Ar ré-man̄ a réaz éta enn doaré-zé : hag ô kémérout diou vioc’h ô vaga hô léuéou gan̄t hô léaz, é sternchon̄t anézhô oud ar c’harr, hag é talc’hon̄t al leûéou enn tî :

11. Hag é lékéjon̄t arc’h Doué war ar c’harr, hag ar skrîn é péhini édô ar razed aour ha skeûdennou ar réoriou.

12. Hôgen ann diou vioc’h a iéaz râg-éeun, dré ann hen̄t a gâs da Vetsamez ; hag hî a iéa a zoug hô chamm, enn eur gerzout hag enn eur vléja ; ha na drôen̄t nag a zéou nag a gleiz : ha prin̄sed ar Filistined a iéaz war hô lerc’h bétég harzou Betsamez.

13. Hôgen tûd Betsamez a védé ar gwiniz enn draon̄ien : hag ô véza savet hô daoulagad é wélchon̄t ann arc’h, hag en em laouénéchon̄t oc’h hé gwélout.

14. Hag ar c’harr a zeûaz é park