Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/35

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR C’HANÉDIGEZ.


————


I. PENNAD.


Eûz a Grouidigez ar béd.


1. Er penn-ken̄ta Doué a grouaz ann én̄v hag ann douar.

2. Hôgen ann douar a oa dizoaré ha goullô, hag ann dévalien a ioa war-c’horré al lon̄k : ha spéred Doué a oa douget war ann douréier.

3. Ha Doué a lavaraz : Ra vézô gréad ar goulou, hag ar goulou a oé gréat.

4. Ha Doué a wélaz pénaoz ar goulou a oa mâd : hag é rannaz ar goulou diouc’h ann dévalien.

5. Hag é c’halvaz ar goulou, Deiz, hag ann dévalien, Nôz : hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ann Deiz ken̄ta.

6. Doué a lavaraz ivé : Ra vézô gréat ann oabl é-kreiz ann douréier, ha ra rannô ann douréier diouc’h ann douréier.

7. Ha Doué a réaz ann oabl hag a rannaz ann douréier a oa dindân ann oabl, diouc’h ar ré a oa dreist ann oabl. Hag ével-sé é oé gréat.

8. Ha Doué a c’halvaz ann oabl, En̄v : hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ann eil deiz.

9. Doué a lavaraz c’hoaz : R’en em sastumô ann douréier a zô dindân ann én̄v enn eul léac’h hép-kén, ha r’en em ziskouézô ar séac’n. Hag ével-sé é oé gréat.

10. Ha Doué a c’halvaz ar séac’h, Douar, hag ann dastum eûz ann douréier a c’halvaz, Môr. Ha Doué a wélaz é oa mâd kémen̄t-sé. (T).

11. Ha Doué a lavaraz : Ra zougô ann douar géot glâz hag a rai hâd, ha gwéz-frouez a rai frouez diouc’h hô gwenn, hag eûz a béré ann hâd en em c’hrai enn-hô hô-unan war ann douar. Hag ével-sé é oé gréat.

12. Hag ann douar a zougaz géot glâz, péhini a roé hé hâd diouc’h hé wenn, ha gwéz-frouez, péré hô dôa hô hâd enn-hô diouc’h hô gwenn. Ha Doué a wélaz pénaoz kémen̄t-sé a oa mâd.

13. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ann trédé deiz.

14. Doué a lavaraz ivé : Ra vézô gréat goulaouennou enn oabl ann én̄v, ha ra rannin̄t ann deiz hag ann nôz, ha ra vézin̄t da arwésiou d’ann amzériou, d’ann deisiou ha d’ar bloasiou.

15. Evit ma lugernin̄t enn oabl ann én̄v, ha ma c’houlaouin̄t ann douar. Hag ével-sé é oé gréat.

16. Ha Doué a réaz diou c’houlaouen vrâz ; eur c’houlaouen vrasoc’h, évit réna ann deiz, hag eur c’houlaouen vihanoc’h, évit réna ann nôz : ar stéréd a réaz ivé.

17. Hag hô lakaad a réaz enn oabl ann én̄v, évit ma lugernchen̄t war ann douar ;

18. Hag évit ma rénchen̄t ann deiz hag ann nôz , ha ma rannchen̄t ar