Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308
levr ruth.

laz eur vaouez gourvézet é-c’harz hé dreid.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Piou oud-dé ? Hag hî a lavaraz : Mé eo Ruth da vatez. Astenn da ballenn war da vatez, ô véza m’az oud kâr-nés d’ézhi.

10. Va merc’h, émé-z han̄, benniget oud gan̄d ann Aotrou, hag ann divéza trugarez-man̄ a zô dreist ar gen̄ta ; ô véza n’éc’h eûz két heûliet paotred-iaouan̄k, na ré baour, na ré binvidik.

11. N’az péz két a aoun éta ; ôber a rinn kémen̄d éc’h eûz lavaret d’in : râg ann holl a oar em c’héar pénaoz oud eur vaouez fûr.

12. Na nac’hann két é venn kâr-nés d’id ; hôgen eunn all a zô c’hoaz né-soc’h.

13. Diskuiz é-pâd ann nôz : ha pa vézô deûet ar min̄tin, mar fell d’ézhan̄ da zerc’hel dré ar gwîr a géren̄tiez, gwell a-zé : ha ma na fell két d’ézhan̄, mé az kémérô héb arvar é-béd : béô eo ann Aotrou ; kousk bétég ar min̄tin.

14. Hag hî éta a gouskaz é-c’harz hé dreid a-héd ann nôz. Sével a réaz abarz ma hellé ann dûd en em anaout ann eil égilé : ha Booz a lavaraz d’ézhi : Diwall na oufé dén é vez deûet aman̄.

15. Ha c’hoaz é lavaraz : Astenn ar ballenn a zô war-n-oud, ha dalc’h-hi gan̄d da zaou zourn. Hag hî ô véza hé astennet hag hé dalc’het, Booz a wen̄taz c’houéac’h boézellad heiz hag hô lékéaz war-n-ézhi : hag hou-man̄ a iéaz da géar gan̄d hé béac’h,

16. Hag az éaz da gaout hé mamm-gaer, péhini a lavaraz d’ézhi : Pétrâ éc’h eûz-té gréat, va merc’h ? Ha Ruth a lavaraz d’ézhi kémen̄d en dôa gréat Booz enn hé c’hén̄ver.

17. Hag hî a lavaraz : Chétu c’houéac’h boézellad heiz en deûz rôet d’in, ô lavarout : Na fell két d’in é tistrôfez goullô étrézé da vamm-gaer.

18. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : Gortoz, va merc’h, kén na wélimp ar penn eûz ann dra-man̄ ; râg ann dén-zé na baouézô két kén n’en dévézô kaset da benn kémen̄d en deûz lavaret.


————


IV. PENNAD.


Booz a gémer Ruth da c’hrég.


1. Booz a biñaz éta da borz-kéar hag a azézaz énô. Ha pa wélaz ô von̄d é-biou ann dén-zé, kar da Ruth, eûz a béhini hon eûz komzet ama araok, é lavaraz d’ézhan̄, oc’h hé c’hervel dré hé hanô : Distrô eunn nébeût hag azez aman̄. Hag hén̄ a zistrôaz hag a azézaz.

2. Ha Booz ô kémérout dék dén eûz a hénaoured kéar, a lavaraz d’ézhô : Azézit aman̄.

3. Pa oé azézet ar ré-man̄, é komzaz ével-henn oud hé gâr : Noémi, péhini a zô distrôet eûz a vrô ar Voabited, a werzô lôd eûz a bark Élimélek hor breûr :

4. Falvézet eo bét d’in é klefchez kémen̄t-sé, ha c’hoan̄t am eûz bét (T) hé lavaroud d’id dirâg ar ré holl a zô azézet aman̄, hag a zô hénaoured va fobl. Mar fell d’id kaout ar park-zé dré ar gwîr a géren̄tiez, prén-hén̄, ha dalc’h-hén̄. Hôgen ma na fell két d’id, lavar-hén̄ d’in, évit ma wézinn pétrâ a dléann da ôber ; râk n’eûz kâr all é-béd néméd-oud, péhini eo ann nésa, ha mé, péhini eo ann eil. Hag hén̄ a lavaraz : Mé a brénô ar park.

5. Ha Booz a lavaraz d’ézhan̄ : P’az pézô prénet ar park eûz a zourn Noémi, e ran̄ki ivé kémérout Ruth, ar Voabitez, péhini a zô bét grég ann hini marô, évit ma tigasi a-névez hanô da gâr enn hé zigwéz.

6. Hag hé-man̄ a lavaraz : Ar gwîr a géren̄tiez a zilézann ; râk na dléann két mouga nésted va c’héren̄tiez. Kémer va gwîr, té, ar gwîr a zilézann a-galoun-vâd.

7. Hôgen eur c’hiz kôz é oa enn Israel é-touez ar géren̄t, pénaoz ma tilezé unan-bennâg hé wîr da euun all, évit ma vijé stard ann dilez, é tenné ann dén hé votez évid hé rei d’hé gâr : houn-nez é oa ann désténi eûz ann dilez enn Israel.

8. Booz a lavaraz éta d’hé gâr : Tenn da votez. Hag hén̄ hé zennaz râk-tâl eûz hé droad.