Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/340

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
levr ruth.

kuît : Ruth a choumaz gan̄d hé mamm-gaer.

15. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : Chétu da c’hoar a zô distrôet da gavout hé brôiz hag hé douéed ; kéa gan̄t-hi.

16. Ha Ruth a lavaraz d’ézhi : Na zav két em énep évit va lakaat da von̄d diouz-id ha d’az kuitaat : râg é pé léac’h-bennâg m’az î, éz inn ivé, hag el léac’h ma choumi, é chouminn ivé. Da bobl a vézô va bobl, ha da Zoué a vézô va Doué.

17. Ann douar az tigémérô goudé da varô, am gwélô ô vervel, hag enn-han̄ é vézinn bésiet. Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, mar gell nétra all néméd ar marô va c’has-kuit diouz-id.

18. Noémi éta ô wélout pénaoz é dôa Ruth lékéat enn hé fenn mon̄d d’hé heûl, na zalc’haz kén out-hî, ha n’hé aliaz kén da zistrei étrézég hé zûd.

19. Hag ô véza en em lékéat enn hen̄t hô diou, éz éjon̄t da Vétléhem. Kerken̄t ha ma en em gavchon̄t é kéar, ann holl a gomzaz anézhô : hag ar merc’hed a lavaré : Houn-nez eo Noémi.

20. Hag hî a lavaraz d’ézhô : N’am hanvit két Noémi (da lavaroud eo, kaer) hôgen va hanvit Mara (da lavaroud eo, c’houérô), râg ann Holl-C’halloudek en deûz va c’harget a c’houervder.

21. Leûn ounn éat-kuît, ha goullô en deûz va digaset ann Aotrou. Pérâg éta am hanvit-hu Noémi, mé péhini en deûz ann Aotrou Holl-C’halloudek mézékéet ha glac’haret ?

22. Don̄d a réaz éta Noémi gan̄t Ruth, ar Voabitez, hé merc’h-kaer, eûz a vrô hé ergerz ; hag é tistrôaz da Vétléhem er préd ma édod ô védi ann heiz ken̄ta.


————


II. PENNAD.


Ruth a ia da bennaoui é park Booz. Madélez Booz enn hé c’hén̄ver.


1. Élimélek, pried Noémi, a ioa kar da eunn dén galloudek ha pinvidik-brâz, hanvet Booz.

2. Ha Ruth, ar Voabitez, a lavaraz d’hé mamm-gaer : Mar gourc’hémennez d’in, éz inn d’ar park hag é tastuminn ann tamouézennou a choumô war-lerc’h ar véderien, é kémen̄t léac’h ma kavinn digémer mâd digan̄d ar penn-tiégez. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : kéa, va merc’h.

3. Mon̄d a réaz éta, hag é pennaoué war-lerc’h ar véderien. C’hoarvézoud a réaz pénaoz ar park-zé en dôa da aotrou unan eûz a géren̄t Élimélek hanvet Booz.

4. Ha chétu hé-man̄ a zeûé eûz a Vétléhem hag a lavaraz d’ar véderien : Ann Aotrou ra vézô gan-é-hoc’h. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ra vézi benniget gan̄d ann Aotrou.

5. Ha Booz a lavaraz d’ar paotr-iaouan̄k a ioa é penn ar véderien : Da biou eo ar plac’h-iaouan̄k-zé ?

6. Hag hén̄ a lavaraz : Eur Voabitez eo hag a zô deûet gan̄t Noémi eûz a vrô ar Voabited.

7. Goulennet é deûz heûlia ar véderien ha dastumi ann tamouézennou a choumô enn hô dilerc’h : hag abaoué goulou-deiz bété vréma éma er park, héb béza distroed d’ar géar pennad é-béd.

8. Ha Booz a lavaraz da Ruth : Né d-â két enn eur park all da bennaoui, na né d-â két kuit ac’hann : hôgen en em laka kévret gan̄t va merc’hed,

9. Hag heûḻ ar véderien. Râk gourc’hémennet em eûz d’am faotred né rôjé hini drouk d’id : ha ma éc’h eûz séc’hed, kéa da gaoud ar pôdou, hag év eûz ann dour a év va faotred.

10. Ruth oc’h en em deûrel war hé génou hag ô pidi war hé daoulin, a lavaraz d’ézhan̄ : A bétrâ é teû kémen̄t-sé d’in, ma kavann digémer mâd digan-éz, hag é teûez d’am anaout, ha mé maouez divrôet ?

11. Ha Booz a lavaraz d’ézhi : Klévet am eûz kémen̄d éc’h eûz gréat é-kén̄ver da vamm-gaer goudé marô da bried ; ha pénaoz éc’h eûz kuitéet da géren̄t hag ann douar é péhini oud ganet, hag oud deûet é-touez tûd ha na anavézez két ken̄t.