Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
ar varnerien.

21. Pa édô ar ré-man̄ enn hen̄t, ha pa hô dôa lékéat da von̄t enn hô raok ar vugalé, al loéned ha kémen̄d hô dôa a wella,

22. Ha pa oan̄t dijâ pell diouc’h ti Mikas, ar ré a choumé é keriou Mikas a zeûaz war hô lerc’h enn eur c’harmi,

23. Hag hî a c’harmé adré d’ézhô. Ar ré-man̄ ô véza hô gwélet, a lavaraz da Vikas : Pétrâ a fell d’id ? Pérâg é c’harmez-té ?

21. Hag hén̄ a lavaras : Kaset hoc’h eûz gan-é-hoc’h va douéed, péré em eûz gréat d’in, ha va bélek, ha kémen̄d em eûz, hag é livirit : Pétrâ a c’hoarvez gan-éz ?

25. Ha mipien Dan a lavaraz d’ézhan̄ : Diwall na gomzi mui ouz-omp, gan̄d aoun na zeûjé tûd kounnaret d’én em deûrel war-n-oud, ha ma vijéz kollet ha da holl dî gan-éz.

26. Hag hî a heûliaz hô hen̄t. Hôgen Mikas ô wélout pénaoz é oa ar ré-man̄ kréoc’h égét-han̄, a zistrôaz d’hé dî.

27. Hôgen ar c’houec’h kan̄t dén a gasaz gan̄t-hô ar bélek, hag ar péz hon eûz lavaret ken̄t : hag hî a zeûaz da Lais étrézég eur bobl sioul ha leûn a fisian̄s, hag e lazchon̄t anézhô gan̄d ar c’hlézé, hag é lékéchon̄t ann tân é kéar.

28. Hag ann dûd-zé n’hô dôé skoazel é-béd, ô véza ma choumen̄t pell diouc’h Sidon, ha n’hô dôa darempred na gwerzidigez é-béd gan̄t nép-hini : rag ar géar-zé a oa diazézet é brô Rohob ; hag ô véza hé savet a-névez, é choumchon̄t enn-hi.

29. Hag hî a c’halvaz Dan, eûz a hanô hô zâd a oa mâb da Israel, ar géar-zé a oa ken̄t hanvet Lais.

90. Hag hî a zavaz évit-hô ar skeûden kizellet, hag a lékéaz Jonatan, mâb Gersam, mâb Moizez, hag hé vipien da véleien é breûriez Dan, bété deiz hô sklavérez.

31. Hag idol Mikas a choumaz enn hô c’hreiz keit ha ma oé tî Doué é Silô. Enn deisiou-sé né oa két a roué é Israel.


————


XIX. PENNAD.


Grég eul Lévit a zô gwallet gan̄d tûd Gabaa.


1. Béz’ éz oa eul Lévit péhini a choumé war gostez ménez Éfraim, hag en dôa kéméret eur c’hrég eûz a Vétléhem Juda.

2. Hou-man̄ a guitaaz anézhan̄, hag ô véza distrôet da Vétléhem é tî hé zâd, é choumaz é-pâd pévar miz enn hé dî.

3. Hé ozac’h, péhini en dôa c’hoan̄t d’en em unvani a névez gan̄t-hî, d’hé likaoui ha d’hé digas gan̄t-han̄, a iéaz war hé lerc’h gan̄d eur paotr ha daou azen. Hé c’hrég a zigéméraz anézhan̄ hag hel lékéaz da von̄t ébarz tî hé zâd. Pa glevaz hé dâd-kaer kémen̄t-sé, ha pa her gwélaz, éz éaz éz laouen war hé arbenn,

4. Hag é pokaz d’ézhan̄. Hag ar mâb-kaer a choumaz tri dervez é-tî hé dâd kaer, ô tibri hag oc’h éva gan̄t-han̄ gan̄t kalz a galouniez.

5. Hôgen ar pévaré deiz ô sével diouc’h ar min̄tin, é fellaz d’ézhan̄ mon̄t kuît, hag hé dâd-kaer a zalc’haz anézhan̄ hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer araok eunn tamm bara, évit rei nerz d’as galoun, ha goudé-zé éz î-kuît.

6. Hag hî a azézaz, a zebraz hag a évaz hô zri. Hag ann tâd-kaer a lavaraz d’hé vâp-kaer : Choum gan-é-omp hiriô, mé az péd, hag en em laouénaomp kévret.

7. Hôgen hén̄ ô sével a fellaz d’ézhan̄ mon̄t-kuît. Hag hé dâd-kaer hen dalc’haz ker stard ma hel lékéaz da choum enn hé dî.

8. Ha pa oé deûet ar min̄tin, al Lévit a fellaz d’ezhan̄ mon̄t-kuît. (T). Hag hé dâd-kaer a lavaraz adarré d’ézhan̄ : Da bédi a rann, émé-z-han̄, da gémérout eunn nébeût boéd, ha p’az pézô nerzet da galoun ha pa vézô kresket ann deiz, neûzé éz î-kuît. Dibri a réjon̄t éta kévret.

9. Hag ann dén-iaouan̄k a zavaz évit mon̄t-kuît gan̄d hé c’hrég hag hé baotr. Hag hé dâd-kaer a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Gwél pénaos é kouéz