Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
ar varnerien.

c’houék : ha na helchon̄t két, é-pâd trî dervez, displéga al lavar-gôlôet.

15. Hôgen pa dostéé ar seizved deiz é léverchon̄t da c’hrég Samson : Gra lidou d’as ozac’h, ha laka-hén̄ da ziskleria d’id pétrâ eo hé lavar-gôlôet. Ma na fell két d’id hé ôber, as tévimp, té ha tî da dâd : hag hor galvet éc’h eûz té d’as eûred évid hon diwiska ?

16. Hou-man̄ na réa némét gwéla dirâk Samson, hag en em glemmé, ô lavarout : Va c’hasaat a réz, ha n’am c’harez két : dré-zé eo na fell két d’id displéga d’in al lavar-gôlôet éc’h eûz rôet da vipien va bobl. Hag hén̄ a lavaraz : Ne két fellet d’in hé lavarout d’am zâd ha d’am mamm ; ha mé a helfé hé lavarout d’id ?

17. Gwéla a réaz éta hî dira-z-han̄ é-pâd ar seiz dervez a vanvez : enn-divez ar seizved deiz goudé béza bét rec’het gan̄t-hî, hé ziskleriaz d’ézhi. Hag hî râk-tâl hé rôaz da anaout d’hé c’henvrôiz.

18. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ ar seizved deiz abarz kûs-héol : Pétrâ a zô c’houékoc’h égéd ar mél, ha pétrâ a zô kréoc’h égéd al léon ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ma n’hô pé két aret gan̄t va ounner, n’hô pijé két kavet va lavar-gôlôet.

19. Ha spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskennaz da Askalon, hag a lazaz énô trégon̄t dén̄ : hag ô véza kéméret hô diḻad, é rôaz anézhô d’ar ré hô dôa displéget hé lavar-gôlôet. Hag ô von̄t droug enn-han̄ é piñaz da dî hé dâd.

20. Koulskoudé hé c’hrég a zimézaz gan̄d unan eûz hé miñouned, hag eûz ar ré a oa bét enn hé eûred.


————


XV. PENNAD.


Samson a zev éd ar Filistined. Mil Filistin a lâz gan̄t karvan eunn azen.


1. Hôgen nebeûd amzer goudé, pa dôstéé ar préd da védi ar gwiniz, ô véza deûet c’hoan̄t da Zamson da wélout hé c’hrég, é teûaz hag é tougaz d’ézhi eur menn-gavr. Ha pa venné gan̄t-han̄ mon̄d ébarz enn hé c’hambr hervez ma oa boazet da ôber, hé zâd a viraz out-han̄, ô lavarout :

2. Mennet em eûs pénaoz éz pôa kâs out-hî, ha râk-sé em eûz hé rôet da unan eûz da viñouned : hôgen eur c’hoar é deûz hag a zô iaouan̄koc’h ha kaéroc’h évit-hî ; kémer-hî da c’hrég enn hé léac’h.

3. Ha Samson a lavaraz d’ézhan̄ : Hivizikenn ar Filistined n’hô dévézô nétra da damallout d’in : rak mé a raiô drouk d’ézhô.

4. Mon̄d a réas hag é kéméras tri c’han̄t louarn, hag hô stagaz daou ha daou lôst ouc’h lôst, hag é éréaz goulaouennou brâz étré-z-hô.

5. Ha goudé béza lékéat ann tân enn-hô, é laoskaz al lern, évit ma rédchen̄t tû-man̄ ha tû-hon̄t. Ar ré-man̄ a iéaz râk-tâl a-dreûz da édou ar Filistined, é péré é lékéjon̄t ann tân ; hag ann éd a oa éréet é malanou, hag ann éd war droad, holl é oen̄t devet : ha dévet é oé ivé ar gwiniennou hag ar gwéz-olived.

6. Hag ar Filistined a lavaraz : Piou en deûz gréat kémen̄t-sé ? Ha lavaret é oé d’ézhô : Samson eo, mâb-kaer eunn dén eûz a Damnata, péhini en deûz lamet hé c’hrég digan̄t-han̄ évid hé rei da eunn all, en deûz gréat kémen̄t-sé. Hag ar Filistined a biñaz hag a zévaz ar c’hrég gan̄t hé zâd.

7. Ha Samson a lavaraz d’ézhô : Pétrâ-bennâg ma hoc’h eûz gréat ével-sé, é fell d’in c’hoaz koulskoudé en em ven̄ji ac’hanoc’h, ha goudé zé é paouézinn.

8. Hag hén̄ hô zréc’haz hag a réas eul lazérez brâz anézhô ; enn hévélep doaré ma oen̄t souézet brâz, ha ma lékéjon̄t hô gâr war hô morzed. Ha Samson a ziskennaz hag a iéaz da choum é kéô roc’h Étam.

9. Ar Filistined éta a bin̄az é douar Juda hag a zisplégaz hô zeltou el léac’h a zô bét hanvet a-c’houdévéz Léc’hi, da lavaroud eo, Karvan, é péléac’h é oé tréc’het hô armé.

10. Ha bugalé Juda a lavaraz d’ézhô : Pérâg oc’h-hu piñet enn hon énep ? Hag hî a lavaraz : Deûet omp