Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
ar varnerien.

lel eûz a Faraton, a varnaz Israel.

14. Béz’ en dôé daou-ugen̄t mâb, ha trégon̄t mâb-bihan deûet diout-hô, péré a biñé war zég ébeûl ha tri-ugen̄t a azénéz : hag hén̄ a varnaz Israel a-héd eiz vloaz :

15. Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Faraton, é brô Éfraim, war vénez Amalek.


————


XIII. PENNAD.


Bugalé Israel dindân béli ar Filistined. Ganédigez Samson.


1. Ha bugalé Israel a réaz c’hoaz ann drouk dirâg ann Aotrou, péhini hô lékéaz étré daouarn ar Filistined é-pâd daou-ugen̄t vloaz.

2. Hôgen béz’ éz oa eunn dén eûz a Zaraa, hag eûz a wenn Dan, hanvet Manué, péhini en dôa eur c’hrég bréc’han̄.

3. Hag éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhî, hag a lavaraz d’ézhi : Bréc’han̄ oud hag héb bugalé ; hôgen té a en̄géhen̄tô hag a c’hanô eur mâb.

4. Laka évez éta na évi na gwîn na bier, ha na zebri nétrâ a zic’hlan ;

5. Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten : râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.

6. Hou-man̄ a zeûaz da gaout hé ozac’h, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dén Doué a zô deûet d’am c’havout, hag hén̄ d’ézhan̄ doaré eunn éal, eûzuz-brâz. Ha pa em eûz goulennet digan̄t-han̄ piou é oa, hag a béléac’h é teûé, ha pé hanô en dôa, né két fellet d’ézhan̄ hé lavarout d’in.

7. Hôgen chétu pétrâ en deûz lavaret : Té a en̄géhon̄tô hag a c’hanô eur mâb : laka évez na évi na gwîn na bier, ha na zébri nétrâ a zic’hlan : râk Nazaréad Doué é vézô ar bugel adaleg hé vugaléach, hag adalek kôv hé vamm bété deiz hé varô.

8. Manué a bédaz éta ann Aotrou hag a lavaraz : Da bédi a rann, ô Aotrou, ma teûi adarré ann dén Doué éc’h eûz digaset ha ma teskô d’é-omp pétrâ a dléomp da ôber eûz ar bugel a dlé béza ganet.

9. Hag ann Aotrou a glevaz out péden Manué, hag éal ann Aotrou en em ziskouézaz adarré d’hé c’hrég pa édô azézet enn eur park. Hôgen Manué, hé ozac’h, né oa két gan̄t-hi. Ha pa é dôé-hî gwélet ann éal,

10. É rédaz râk-tâl da gavout hé ozac’h, hag hé roaz da anaout d’ézhan̄, ô lavarout : Chétu eo en em ziskouézet d’in ann dén em bôa gwélet ken̄t.

11. Ha Manué a zavaz, hag a iéaz war-lerc’h hé c’hrég : hag ô véza deûet étrézég ann dén, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha té éo ec’h eûz komzet oud ar c’hrég-man̄ ? Hag hen̄ a lavaraz : Mé eo.

12. Ha Manué a lavaraz d’ézhan̄ : Pa vézô sévénet da c’her, pétrâ a fell d’id é rajé ar bugel ? Ha pétrâ a ran̄kô hé ziouéri ?

13. Hag éal ann Aotrou a lavaraz da Vanué : Ra ziouérô kémen̄t em eûz lavaret d’as grég :

14. Na zebret nétrâ eûz a gémen̄t a zeû eûz ar winien, na évet na gwîn na bier, ha na zebret nétrâ a zic’hlan ; ha sévénet ha miret ar péz em eûz gourchémennet d’ézhi.

15. Ha Manué a lavaraz da éal ann Aotrou : Aotré d’in, mé az péd, ar péz a c’houlenninn digan-éz, ma aozimp d’id eur menn gavr.

16. Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa bédfez stard ac’hanoun, na zebrinn két eûz da vara : hôgen mar fell d’id ôber eur sakrifiz-losk, kennig-hén̄ d’ann Aotrou. Ha Manué na wié két pénaoz é oa éal ann Aotrou.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ann éal : Pé hanô oud, évit, pa vézô sévénet da c’hér, ma énorimp ac’hanod.

18. Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é klaskez-té va hanô, pa eo estlammuz ?

19. Manué a géméraz éta ar menn-gavr, hag ar braoued-kennig ; hag é lékéaz anézhô war eur méan, oc’h hô c’henniga d’ann Aotrou péhini a ra burzudou : hogen hén̄ hag hé c’hrég a zellé.