Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283
ar varnerien.

ann holl bobl gan̄t-han̄, a zeûaz d’ar feunteun a zô hanvet Harad : hôgen kamp ar Vadianited a oa enn draon̄ien, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a eur grec’hen uc’hel-brâz.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Eur bobl brâz a zô gan-éz, ha na vézô két lékéat ar Vadianited étré hé zaouarn : gan̄d aoun na zeûjé Israel d’en em veûli ém énep ha da lavarout : Gan̄t va ners va-unan ounn bét dieûbet.

3. Komz oud ar bobl hag embann kémen̄t-man̄, ma vézô klévet gan̄d ann holl : Néb a zô aounik ha digaloun, éat war hé gîz. Ha daou vil dén war-n-ugen̄t eûz ar bobl a iéaz war hô c’hîz eûz a C’halaad, ha dék mil hép-kén a choumaz.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Ré vraz eo c’hoaz ar bobl, kâs hî war ribl ann douréier, hag énô éc’h arnodinn anézhô : hag ann hini a livirinn d’id az ai gan-éz, az ai ; hag ann hini a zifenninn out-han̄ n’az ai, a zistrôi war hé c’hîz.

5. Ha pa oé diskennet ar bobl war ribl ann douréier, ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Ar ré a lapô ann dour gan̄d hô zéôd é-c’hiz ma oa boazet ar châs da ôber, a likii enn eunn tû : hag ar ré a blégô hô daoulin évid éva, a likii enn eunn tû all.

6. Ann niver eûz ar ré a lapaz dour ô kâs hô dourn d’ar génou, a oé eûz a dri c’han̄t dén : hôgen ar ré all eûz ar bobl hô dôa évet ô pléga hô daoulin.

7. Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Gan̄d ann tri c’han̄t dén hô deûz lapet ann dour, é tenninn ac’hanoc’h eûz a sklavérez, hag é likiinn ar Vadianited étré da zaouarn : hôgen distrôet ar ré all eûz ar bobl pép-hini d’hé géar.

8. Goudé béza kéméret boéd ha kerniel-boud diouc’h ann dûd en dôa, é c’hourc’hémennaz Gédéon d’ar ré all eûz ar bobl distrei pép-hini d’hé delt : hag hén̄ gan̄d ann tri c’han̄t dén a gerzaz évid ann emgann. Hôgen kamp ar Vadianited a oa a-îz enn draon̄ien.

9. Enn nôz-zé é lavaraz ann Aotrou dézhan̄ : Saô ha diskenn d’ar c’hamp ; râg hô lékéat em eûz étré da zaouarn.

10. Ha ma éc’h eûz aoun ô von̄t da-unan, diskennet gan-éz Fara da vével.

11. Ha p’az pézô klévet ar péz a lévéron̄t, neûzé é krévai da zaouarn hag e tiskenni gan̄t mui a fisian̄s a-énep kamp ann énébourien. Diskenni a reaz éta gan̄t Fara hé vével bétég al léac’h eûz ar c’hamp, é péhini édô géderien ann armé.

12. Hôgen ar Vadianited hag ann Amalékited, hag ann holl boblou eûz ar sâv-héol, a oa gourvézet a bép tû enn draon̄ien, ével eul lôd brâz a giḻeien-raden : béz’ éz oa ivé eul lôd diniver a gan̄valed, ével ann tréaz a zô war aot ar môr.

13. Ha pa oé deûet Gédéon, unan eûz ar vrézélidi a zisplégé hé huvré da eunn all a oa tôst dézhan̄ : ha chétu pénaoz é lavaré ar péz en dôa gwélet : Eunn huvré em eûz bét, ha mé a grédé d’in é wélenn eunn dorz vara heiz poazet dindân al ludu a ruḻé, hag a ziskenné é kamp ar Vadianited : hag ô véza deûet oud eunn telt, é stokaz out-han̄, hé ziskaraz, hag hé daolaz d’ann douar.

14. Ann hini out péhini é komzé a lavaraz d’ézhan̄ : Kémen̄t-sé n’eo nétrâ kén némét klézé Gédéon, mâb Joas, dén a Israel : râg ann Aotrou en deûz lékéat étré hé zaouarn ar Vadianited hag hô holl gamp.

15. Ha pa en dôé klévet Gédéon ann huvré, hag ann diskleriadur anézhî, éc’h azeûlaz Doué : hag é tistrôaz da gamp Israel hag é lavaraz : Savit, râg ann Aotrou en deûz lékéat kamp Madian étré hon daouarn.

16. Hag hén̄ a rannaz ann tri c’han̄t dén é teir lôden, hag é rôaz dézhô kerniel-boud enn hô daouarn, ha pôdou goullô, ha kleûzeûriou é-kreiz ar pôdou.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ar péz am gwélot oc’h ôber, grît-hén̄ ivé : mon̄d a rinn dré eunn tû eûz ar c’hamp, ha grîd ével a rinn.

18. Pa likiinn da zéni ar c’horn-boud a zô em dourn, c’houi ivé likid da zéni ho ré trô-war-drô d’ar c’hamp, ha garmit war-eunn-drô : D’ann Aotrou ha da C’hédéon.

19. Gédéon éta a iéaz enn eunn tû