Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
ar varnerien.

étré daouarn ar Vadianited é-pâd seiz vloaz :

2. Hag hî a oé gwasket-brâz gan̄t-hô. Hag é toulchon̄t kéviou ha mougéviou er ménésiou, hag é savchon̄t léac’hiou kré évit en em zifenni.

3. Ha goudé m’hô dôa hadet ann Israélited, ar Vadianited, hag ann Amalékited, hag ar boblou all eûz ar sâv-béol, a biñe di,

4. Hag ô tispléga hô zeltou enn hô brô, é wasten̄t kémen̄d a oa c’hoaz é géot bété persier Gaza, ha na lézen̄t d’ann Israélited nétrâ eûz a gémen̄t a zô réd évit béva, na dén̄ved, nag éjenned, nag ézen.

5. Râg hî a zeûé gan̄d hô holl chatal, ha gan̄d hô zeltou ; hag ével ar c’hiḻéien-raden é leûnien̄t pép léac’h, hag ô véza ma oa anézhô eul lôd brâz a dûd hag a gan̄valed, é wastent pép trâ dré ma stoken̄t out-hô.

6. Israel a oé éta izéléet-brâz dirâg ar Vadianited.

7. Hag hén̄ a c’harmaz oud ann Aotrou, ô c’houlenni skoazel a-éneb ar Vadianited.

8. Hag ann Aotrou a gasaz d’ézhô eunn dén hag a oa profed, hag a lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, doué Israel : Mé em eûz hô lékéat da ziskenni eûz ann Éjipt, hag em eûz hô tennet eûz a vrô ar sklavérez ;

9. Hag hô tennet em eûz eûz a zaouarn ann Éjiptianed hag eûz ann holl énébourien a c’hlac’haré ac’hanoc’h : hag hô c’haset am eûz kuît pa oc’h deûet, hag em eûz rôet d’é-hoc’h hô douar.

10. Hag em eûz lavaret d’é-hoc’h : Mé eo ann Aotrou hô Toué ; n’hô pézet két a aoun râk douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit. Ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui va mouéz.

11. Hôgen éal ann Aotrou a zeûaz hag a azézaz dindân eunn derven a oa é Efra, hag a ioa da Joas, tâd tiad Ezri. Hag é-pâd ma oa Gédéon hé vâb ô tourna nag ô wen̄ta ann éd é tî ar waskel, évit tec’hout diouc’h ar Vadianited,

12. Éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ hag a lavaraz : Éma ann Aotrou ganéz, ô ar c’hréva eûz ann dûd.

13. Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, mar d-éma ann Aotrou gan-é-omp, pérâg é c’hoarvez kémen̄t-sé gan-é-omp ? Péléac’h éma hé vurzudou, hô deûz danévellet d’é-omp hon tadou, ô lavarout : ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt ? Hôgen bréma ann Aotrou en deûz hon dilézet hag hol lékéat étré daouarn ar Vadianited.

14. Hag ann Aotrou a zellaz out-han̄ hag a lavaraz : Kéa gan̄d ann ners-zé d’id, hag é tenni Israel eûz a zaouarn ar Vadianited. Gwéz pénaoz eo mé em eûz kaset ac’hanod.

15. Hag hén̄ a lavaraz : Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, pénaoz é tieûbinn Israel ? Chétu va ziad a zô eûz ar ré zistéra é Manasé, ha mé a zô ann divéza é tî va zâd.

16. Hâg ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a vézô gan-éz : ha té a dréc’hô ar Vadianited ével eunn dén hép-kén.

17. Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄ : Ma em eûz kavet trugarez dira-z-oud, rô d’in eunn arouéz pénaoz eo té a gomz ouz-in.

18. Diwall mont-kuît ac’hann kén na vézinn distrô étrézég enn-oud, kén na douginn eur sakrifiz ha ma hé genniginn d’id. Hag hén̄ a lavaraz : Mé a c’hortozô kén na vézi distrô.

19. Gédéon éta a iéaz enn hé dî hag a boazaz eur menn-gaour hag a réaz baraou dichoell gan̄d eur gon̄vor bleûd : hag ô véza lékéat ar c’hik enn eur c’havel, hag ar sûn enn eur pôd, hô c’hasaz holl dindân ann derven, hag hô c’hennigaz d’ann éal.

20. Hag éal ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer ar c’hîk hag ar baraou dic’hoell, ha laka-hî war ar méan-zé, ha skûḻ ar sûn war-n-ézhô. Ha pa en dôé gréat ével-sé,

21. Éal ann Aotrou a astennaz penn ar wialen a ioa enn hé zourn, hag é stokaz oud ar c’hîk hag oud ar baraou dic’hoell : hag é savaz tân eûz ar méan a zêvaz ar c’hîk hag ar baraou dic’hoell : hôgen éal ann Aotrou a déc’haz a zirâg hé zaoulagad.