Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR VARNERIEN.


————


I. PENNAD.


Ann Israélited a zô tréac’h d’ar C’hananéed. (T).


1. Goudé ma oé marô Jozué, bugalé Israel a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Piou a biñô enn hor raok a-éneb ar C’hananéed, ha piou a vézô da réner d’é-omp er brézel-zé ?

2. Hag ann Aotrou a lavaraz : Juda a biñô a-raok. Chétu em eûz lékéat douar ann énébourien étré hé zaouarn.

3. Ha Juda a lavaraz da Siméon hé vreûr : Piñ gan-én̄ el lôden a zigwézô d’in, ha stourm oud ar C’hananéed évid ma kerzinn gan-éz el lôden a zigwézô d’id ; ha Siméon a iéaz kuit gan̄t-han̄.

4. Ha Juda a biñaz, hag ann Aotrou a lékéaz ar C’hananéed hag ar Férézéed étré hô daouarn : hag hî a dréc’haz é Bézek dék mil dén.

6. Hag hî a gavaz é Bézek Adonibézek ; hag é stourmchon̄t out-han̄ ; hag é tréc’hon̄t ar C’hananéed hag ar Férézéed.

6. Hôgen Adonibézek a dec’haz : hag hî a iéaz war hé lerc’h, hag a bakaz anézhan̄ ; hag é trouc’hchon̄t barrou hé zaouarn hag hé dreid.

7. Hag Adonibézek a lavaraz : Tri-ugen̄t roué, goudé béza bét trouc’het d’ézhô barrou hô daouarn hag hô zreid, a zastumé dindân va zaol ar boéd a choumé eûz va dilerc’h (T) : ével ma em eûz gréat, en deûz gréat ann Aotrou d’in. Hé gâs a réjon̄t da Jéruzalem, hag é varvaz énô.

8. Rak bugalé Juda, ô véza grounnet Jéruzalem, a géméraz anézhî, a lazaz ann holl dûd gan̄d ar c’hlézé, hag a lékéaz ann tân er géar holl.

9. Ha goudé-zé é tiskennchon̄t hag é stourmchon̄t oud ar C’hananéed, a choumé war ar ménésiou, ha war-zû ar chrésteiz, hag er c’hompézennou.

10. Ha Juda ô véza éat a-éneb ar C’hananéed a choumé é Hébron, hanvet enn amzer-zé Kariat-Arbé, a drec’haz Sésai, hag Ahiman, ha Tolmai :

11. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é kerzaz a-énep tûd Dabir, hanvet enn amzer gôz Kariat-Séfer, da lavaroud eo, kéar al lizérou.

12. Ha Kaleb a lavaraz : Rei a rinn va merc’h Aksa da c’hrég d’ann hini a gémérô hag a ziskarô Kariat-Séfer.

13. Hag Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb, ô véza hé c’héméret, é rôaz d’ézhan̄ hé verc’h Aksa da c’hrég.

14. Pa édô hî enn hen̄t, hé ozac’h a aliaz anézhi da c’houlenni eur park digan̄d hé zâd. Hag ô véza ma huanadé hou-man̄ azézet war eunn azen, é lavaraz Kaleb d’ézhi : Pétrâ a c’hoarvez gan-ez ? (T).

lo. Hag hî a lavaraz : Rô da vennoz d’in ; râg eunn douar séac’h éc’h eûz rôed d’in : rô ivé unan hag a vézô glé-