Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271
levr josué.

ha sakrifisou-losk, ha viktimou, némét war aoter ann Aotrou hon Doué, a zô bét savet dirâg hé dabernakl.

30. Pa glevaz Finéez kémen̄t-sé, hag ar brin̄sed a oa gan̄t-han̄ hag a oa bét dileûret gan̄d Israel, éc’h habaskchon̄t ; hag é oé dâ d’ézhô klévout komziou bugalé Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé.

31. Ha Finéez, ar bélek, mâb Eléazar, a lavaraz d’ézhô : Gouzoud a réomb bréma pénaoz éma ann Aotrou gan-é-omp, pa émoc’h dinam eûz ar fallagriez-zé, hag hoc’h eûz tennét bugalé Israel eûz a zourn ann Aotrou.

32. Hag hén̄ a zistrôaz gan̄d ar brin̄sed diouc’h bugalé Ruben ha Gad, eûz a zouar Galaad, da harzou Kanaan, étrézé bugalé Israel, hag é réaz hé zanével d’ézhô.

33. Hé lavar a oé hétuz d’ar ré holl hé glévaz. Ha bugalé Israel a veûlaz Doué, ha biskoaz mui na vennchon̄t mon̄d enn énép d’hô breûdeûr, évit stourmi out-hô, hag évit gwasta ann douar hô dôa enn hô c’hers.

34. Ha bugalé Ruben ha bugalé Gad a c’halvaz ann aoter hô dôa savet, aoter hon desténi éz eo ann Aotrou, Doué hé-unan hép-kén.


————


XXIII. PENNAD.


Jozué a gomz oud ar bobl.


1. Goudé ma oé tréménet kalz a amzer, abaoé m’en dôa ann Aotrou rôet ar péoc’h da Israel, ha lékéat ann holl vrôadou da bléga dindan-han̄, ha Jozué ô véza dijâ kôz hag hîr-hoalet ;

2. Jozué a c’halvaz Israel, hag ann hénaoured, hag ar brin̄sed, hag ar pennôu brâz, hag ar varnerien, hag é lavaraz d’ézhô : Kôz ounn, hag hîr-hoalet.

3. C’houi a wél kémen̄d en deûz gréat ann Aotrou hô Toué d’ann holl vrôadou war hô trô, é pé zoaré en deûz hé unan stourmet évid-hoc’h :

4. Ha pénaoz en deûz lôdennet d’é-hoc’h dré ar sort ann holl zôuar-man̄, adalek tû ar c’hûs-héol eûz ar Jourdan bétég ar môr brâz, pétrâ-bennâg ma choum c’hoaz kalz brôadou :

5. Ann Aotrou hô Toué hô c’hollô hag hô c’hasô-da-gét dira-z-hoc’h, hag é perc’hennot ann douar-zé, ével ma en deûz hé douet d’é-hoc’h.

6. Koulskoudé en em grévait, ha mirit gan̄t préder kémen̄d a zô skrivet é levr lézen Moizez : ha na zistrôit diout-han̄ nag a zéou nag a gleiz ;

7. Gan̄d aoun, goudé ma viot éat é douar ar brôadou-zé, péré a vézô enn hô touez, na zeûfac’h da doui é hanô hô douéed, d’hô servicha ha d’hô azeûli :

8. Hôgen ma en em stagot oud ann Aotrou hô Toué, ével ma hoc’h eûz hé c’hréat bété vréman̄

9. Ha neûzé ann Aotrou Doué a lamô a zira-z-hoc’h ar brôadou-zé brâz ha galloudek, hag hini na hellô énébi ouz-hoc’h.

10. Unan ac’hanoc’h hép-kén a iélô wâr-lerc’h mil dén eûz hoc’h énébourien, ô véza ma stourmô ann Aotrou hô Toué hé unan évid-hoc’h, ével ma en deûz hé douet.

11. Likid évez mâd hép-kén ma kerrot ann Aotrou hô Toué.

12. Mar fell d’é-hoc’h en em staga out faziou ar brôadou-zé a choum enn hô touez, hag en em gemmeski gan̄t-hô gan̄d dimiziou, hag en em unani gan̄t-hô gan̄t karan̄tésiou :

13. Gwézit a-vréman̄ pénaoz ann Aotrou hô Toué n’hô lamô két a zira-z-hoc’h, hôgen ma teûin̄t d’é-hoc’h da roued ha da lindâg, ha da vroud oud hô kostez, ha da zréan enn hô taoulagad, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h.

14. Chétu émounn daré hiriô da von̄t é hen̄t ann douar holl ; ha c’houi a oar gan̄t péb anaoudégez pénaoz eûz a gémen̄t gér en deûz touet ann Aotrou é rôjé d’é-hoc’h, n’eûz tréménet hini héb béza bét sévénet.

15. Ével éta ma en deûz sévénet kémen̄d en dôa touet d’é-hoc’h, ha ma eo deûet pép trâ da vâd ; ével-sé é tigasô war-n-hoc’h ann holl reûziou a béré en deûz hô kourdrouzet, kén n’en