Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268
levr josué.

distrô, eûz a vreûriez Ruben, ha Ramot é Galaad, eûz a vreûriez Gad, ha Gaulon é Basan, eûz a vreûriez Manasé,

9. Ar c’hériou-zé a oé lékéat évid holl vugalé Israel, hag évid ann diavésidi a choumé enn hô zouez : évit ma tec’hehé enn-hô néb en divijé lazet eunn dén hép gouzout d’ezhan̄, hag évit na vijé ket lazet-hen̄ gan̄d dourn ar c’hâr-nés a felfe d’ézhan̄ ven̄ji ar goad skuḻet, kén na helché sével dirâg ar bobl évit en em zidamallout eûz hé dorfed.


————


XXI. PENNAD.


Al Lévited a c’houlenn keriou évit-hô.


1. Neûzé prin̄sed kéren̄tiézou Lévi a zeûaz da gavout Éléazar, ar Bélek-brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou eûz a beb breûriez eûz a vugalé Israel,

2 Hag é komzchon̄t out-hô é Silo, é brô Kanaan, hag é léverchon̄t d’ézhô : Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré c’hénou Moizez, é vijé rôet d’é-omp kériou évit choum enn-hô, hag hô faboursiou évit maga hol loéned.

3. Ha bugalé Israel a rôaz eûz hô digwêsiou, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, keriou hag hô faboursiou.

4. Hag ar sort ô véza bét taolet évit kéren̄tiez Kaat, trizek kéar eûz a vreûriezou Juda, ha Siméon, ha Ben̄jamin a zigwézaz da vugalé Aaron ;

5. Ha da vugalé all Kaat, da lavaroud éo, d’al Lévited all, dék kéar eûz a vreûriézou Éfraim ha Dan, hag han̄ter-vreûriez Manasé.

6. Hag ar sort ô véza bét taolet évit bugalé Gerson, é tigwézaz d’ézhô trizék kéar eûz a vreûriézou Isakar, hag Aser, ha Neftali, hag ann han̄ter-vreûriez eûz a Vanasé é Basan.

7. Ha da vugalé Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, daouzek kéar eûz a vreûriézou Ruben, ha Gad, ha Zabulon.

8. Bugalé Israel a rôaz d’al Lévited ar c’hériou-zé hag hô faboursiou, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez, ô rei da bép-hini diouc’h ma oa kouézet ar sort.

9. Jozué a rôaz d’ézhô keriou eûz a vreûriézou bugalé Juda ha Siméon, a bêré éma aman̄ ann hanvou :

10. Da vugalé Aaron dré géren̄tiézou Kaat eûz a wenn Lévi (râg al lôdou gen̄ta a zigwézaz d’ézhô dré ar sort),

11. Kariatarbé eûz a dâd Énak, a zô hanvet Hébron, é ménez Juda, gan̄d hé faboursiou trô-war-drô.

12. Râg ar parkeier hag ar plouéou anézhô, en dôa hô rôet da Galeb, mâb Jéfoné, é kers.

13. Rei a réaz éta da vugalé Aaron, ar Bélek-brâz, Hébron kéar a vénéc’hi hag hé faboursiou, ha Lobna gan̄d hé faboursiou :

14. Ha Jéter, hag Estémo,

15. Hag Holon ha Dabir,

16. Hag Ain, ha Jéta, ha Betsamez, gan̄d hô faboursiou : naô géar eûz a ziou vreûriez, ével ma eo bét lavaret ken̄t.

17. Hag eûz a vreûriez bugalé Ben̄jamin ; Gabaon, ha Gabaé,

18. Hag Analot, hag Almon, gan̄d hô faboursiou : péder géar.

19. Holl geriou bugalé Aaron, ar Bélek-brâz, kévret trizek gan̄d hô faboursiou.

20. Hôgen chétu aman̄ ann digwéz a oé rôet da géren̄tiézou all bugalé Kaat eûz a wenn Lévi.

21. Eûz a vreûriez Éfraim, Sichem unan eûz a gériou ménéc’hi gan̄d hé faboursiou, war vénêz Éfraim, ha Gazer,

22. Ha Sibsaim, ha Bethoron, gan̄d hô faboursiou : péder géar.

23. Hag eûz a vreûriez Dan, Éltéko, ha Gabaton,

24. Hag Ajalon, ha Gétremmon, gan̄d hô fahoursiou : péder géar.

25. Hag eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Tanac’h, ha Gétremmon, gan̄d hô faboursiou : diou géar.

26. Ann dék kéar-zé hag hô faboursiou a oé rôet da vugalé Kaat eûz a eur reiz izéloc’h.