Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
levr josué.

galé Juda, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, Kariat-Arbé, kéar tâd Énak, péhini eo Hébron.

14. Ha Kaleb a zispennaz eûz ar géar-zé ann tri mâb Énak, Sézai, hag Ahiman, ha Tolurai eûz a wenn Énak.

15. Hag ô piña ac’hanô é kerzaz étrezé tûd Dabir, péhini a oa hanvet ken̄t Kariat-Séfer, da lavaroud eo, kéar ann deskadurez.

16. Ha Kaleb a lavaraz : Néb a stourmô hag a gémérô Kariat-Séfer, é rôinn d’ézhan̄ da c’hrég va merc’h Aksa.

17. Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb, hé c’héméraz, hag hén̄ a rôaz d’ézhan̄ da c’hrég hé verc’h Aksa.

18. Ha pa gerzen̄t kévret, hou-man̄ a oé aliet gan̄d hé ozac’h da c’houlenni eur park digan̄d hé zâd. Hag Aksa ô véza piñet war eunn azen, a huanadé. Ha Kaleb a lavaraz d’ézhi : Pétrâ éc’h eûz-té ?

19. Hag hî a lavaraz : Rô da vennoz d’in ; rôed éc’h eûz d’in eunn douar trôet oud ar c’hrésteiz, hag hén̄ séac’h-brâz ; rô eunn all gan̄t-han̄ hag a vézô dour enn-han̄. Kaleb éta a rôaz d’ézhi eunn douar hag a oa dour enn-han̄ eûz ann néac’h d’ann traon̄. (T).

20. Chétu digwéz breûriez bugalé Juda hervez hô c’héren̄tiézou.

21. Étrézég ar penn pella eûz a zouar bugalé Juda, a-héd harzou Édom, war-zû ar c’hrésteiz, édo ar c’heriou-man̄ : Kabséel, hag Éder, ha Jagur,

22. Ha Kina, ha Dimona, hag Adada,

23. Ha Kadez, hag Asor, ha Jetnam,

24. Ha Zif, ha Télem, ha Balot,

25. Hag Asor névez, ha Kariet, hag Hesron, péhini eo Asor,

26. Hag Amam, ha Sama, ha Molada,

27. Hag Asergadda, hag Hallémon, ha Bétfétet,

28. Hag Hasersual, ha Bersabéé, ha Baziotia,

29. Ha Baala, hag Iim, hag Ézera,

30. Hag Eltolad, ha Kézil, hag Harma,

31. Ha Siséleg, ha Médéména, ha Sensenna.

32. Ha Lébaot, ha Sélim, hag Aen, ha Remmon, a ra holl naô c’héar war-n-ugen̄t, hag hô bourc’hiou.

33. Hag er gompézen : Estaol, ha Saréa, hag Asena,

34. Ha Zanoé, hag Aengannim, ha Tafua, hag Énaim,

35. Ha Jérimot, hag Adallam, ha Soko, hag Azéka,

36. Ha Saraim, hag Aditaim, ha Gédéra, ha Gédérotaim ; pevarzék kéar hag hô bourc’hiou.

37. Sanan, hag Hadassa, ha Magdalgad,

38. Ha Déléan, ha Maséfa, ha Jektel,

39. Ha Lakis, ha Baskat, hag Églon,

40. Ha Hebson, ha Léhéman, ha Ketlis,

41. Ha Gidérot, ha Bétdagon, ha Naama, ha Maséda ; c’houézék kéar hag hô bourc’hiou.

42. Labana, hag Éter, hag Asan,

43. Ha Jefta, hag Éna, ha Nésib,

44. Ha Keila, hag Akzib, ha Marésa ; naô c’héar hag hô bourc’hiou.

45. Akaron gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou.

46. Adaleg Akaron bétég ar môr, ann holl vrô étrézé Azot hag hé bourc’hiou.

47. Azot gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou ; Gaza gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou, bété froud ann Éjipt ; hag ar môr brâz eo hé harzou.

48. Hag er ménésiou : Samir, ha Jéter, ha Soket,

49. Ha Danna, ha Kariatsenna péhini eo Dabir,

50. Hag Anab, hag Istémo, hag Anim,

51. Ha Gosen, hag Olon, ha Gilo ; unnek kéar hag hô bourc’hiou.

52. Arab, ha Ruma, hag Ésaan,

53. Ha Janum, ha Bét-Tafua, hag Aféka,

54. Hag Atmata, ha Kariat-Arbé, péhini eo Hébron, ha Sior ; naô c’héar hag hô bourc’hiou.