Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
levr josué.

21. Hag holl geriou ar gompézen, hag holl rouan̄télésiou Séhon, roué ann Amorréed, a réné é Hesébon, a drec’haz Moizez gan̄d prin̄sed Madian, hag Hévi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, péré a oa pennou brâz Séhon a choumé er vrô.

22. Bugalé Israel a lazaz ivé gan̄d ar c’hléze Balaam, mâb Béor ; ann diouganer, gan̄d ar ré all a oé lazet.

23. Hag harzou brô bugalé Ruben a oé ar ster Jourdan. Chétu kers mipien Ruben, hô c’heriou hag hô bourc’hiou hervez hô c’héren̄tiézou.

24. Moizez a rôaz ivé é kers da vreûriez Gad ha d’hé vugalé hervez hô c’héren̄tiézou, ann douar a béhini éma aman̄ ar rann ;

25. Harzou Jaser, hag holl geriou Galaad, hag ann han̄ter eûz a zouar bugalé Ammon, bétég Aroer, péhini a zô rag-énep da Rabba ;

26. Hag adaleg Hesébon bété Ramot, Masfé ha Bétonim ; hag adalek Manaim bétég harzou Dabir ;

27. Hag é traon̄ien Bétaran, ha Betnemra, ha Sokot, ha Safon, al lôden all eûz a rouan̄télez Séhon, roué Hesébon : harzou hé-man̄ eo ivé ar Jourdan, bétég ar penn pella eûz a vrô Kénéret, enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol.

28. Chétu kers bugalé Gad, hô c’heriou hag hô bourc’hiou, hervez hô c’héren̄tiézou.

29. Moizez a rôaz ivé é kers da han̄ter-vreûriez Manasé ha d’hé vugalé, hervez hô c’héren̄tiézou, ann douar

30. A béhini éma aman̄ ar penn : a Vanaim holl Vasan, hag holl rouan̄télésiou Og, roué Basan, hag holl vourc’hiou Jair, a zô é Basan, tri-ugen̄t kéar ;

31. Hag ann han̄ter eûz a C’halaad, hag eûz a Astarot, hag eûz a Édrai, keriou eûz a rouan̄télez Og é Basan : da vugalé Mac’hir, mâb Manasé, da lavaroud eo, d’ann han̄ter eûz a vugalé Mac’hir, hervez hô c’héren̄tiézou.

32. Moizez a rannaz ével-sé ann douar é kompézen Moab enn tû all d’ar Jourdan, rag-énep da Jériko, war-zû ar sâv-héol.

33. Hôgen na rôaz kéd a zouar é kers da vreûriez Levi : ô véza ma eo ann Aotrou, Doué Israel, hé-unan hé c’hers, hervez ma en deûz hé lavaret dézhan̄.


————


XIV. PENNAD.


Jozué a rô Hébron é kers da Galeb.


1. Chétu aman̄ pétrâ hô deûz bét enn hô c’hers bugalé (T) Israel é douar Kanaan, a zô bét rôet d’ézhô gan̄d Éléazar, ar bélek-brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar géren̄tiézou eûz a béb breûriez eûz a Israel :

2. Goudé bêza rannet pép trâ dré ar sort, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré zourn Moizez, étré ann naô breûriez hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé.

3. Rak Moizez en dôa rôet d’ann diou vreûriez all ha d’ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé douarou é kers enn tû all d’ar Jourdan, hép nivéri al Lévited, péré n’hô dôé két a zouar ével hô breûdeûr :

4. Hôgen mipien Jozef, Manasé hag Éfraim, rannet é diou vreûriez hô dôé digwez enn hô léac’h ; hag al Lévited n’hô dôé lôd all é béd é douar Kanaan, némét kériou évit choum enn-hô gan̄d hô faboursiou évit maga hô c’hézek hag hô saout.

5. Bugalé Israel a réaz ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez, hag é rannchon̄t ann douar.

6. Neûzé mipien Juda a zeûaz da gavout Jozué é Galgala ; ha Kaleb, mâb Jéfoné ar C’hénezéad, a gomzaz out-han̄ ével-henn : Té a oar pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou é Kadezbarné da Voizez, ann dén Doué, diwar va fenn ha diwar da hini.

7. Daou ugen̄t vloaz oann pa oenn kaset gan̄t Moizez, servicher ann Aotrou, eûz a Gadezbarné, évid anaoud ann douar ; ha mé a zisklériaz d’ézhan̄ ar péz a oa gwir war va ménôz.

8. Hôgen va breûdeûr péré a oa deûet gan-én̄ a zigalounékéaz ar bobl : ha koulskoudé éc’h heûḻiz ann Aotrou va Doué.