Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR JOZUÉ.


————


I. PENNAD.


Gourc’hémennou a ra Doué da Jozué.


1. C’hoarvézoud a réaz goudé marô Moizez, servicher ann Aotrou, pénaoz ann Aotrou a gomzaz out Jozué, mâb Nun, ministr Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ :

2. Moizez va zervicher a zô marô : saô, ha treûz ar ster Jourdan-zé, té, hag ann holl bobl gan-éz, évit mon̄d enn douar a rôinn da vugalé Israel.

3. Kémen̄t léac’h en dévézô moustret hô trôad, a rôinn d’é-hoc’h, ével ma em eûz hé lavaret da Voizez.

4. Adaleg ann distrô, hag al Liban, hag ar ster vrâz a Eûfratez, holl vrô ann Hétéed bétég ar môr brâz râg-énep d’ar c’hûs-heol, énô é vézô hoc’h harzou.

5. Hini na hellô énébi ouz-hoc’h keit ha ma vévi. Ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz : n’az kasinn ket er-méaz (T), n’az tilézinn két.

6. En em gréva ha béz kalounek ; râk té eo a lôdennô d’ar bobl-zé diouc’h ar sort ann douar em eûz lavaret gan̄t lé d’hô zadou é rôjenn d’ézhô.

7. En em gréva éta ha béz kalounek ; évit ma viri ha ma heûḻi ann holl lézen en deûz gourc’hémennet d’id Moizez va zervicher : na zistrô diout-hi nag a zéou nag a gleiz, évit ma poelli kemen̄d a réz.

8. Na bellaet két levr ar lézen-zê diouc’h da c’hénou : hôgen prédéria a ri war-n-ézhan̄ nôz-deiz, évit ma viri ha ma heûḻi kémen̄d a zô skrivet enn-han̄. Neûzé é kerzi éeun enn da hen̄t, hag é poelli anézhan̄.

9. Hé c’hourc’hémenni a rann d’id : en em gréva ha béz kalounek. N’az péz két a aoun ha na spoun̄t két : râk é pé léac’h-bennâg m’az î, ann Aotrou da Zoué a vézô gan-éz.

10. Jozué éta a c’hourc’hémennaz da brin̄sed ar bobl, ô lavarout : Tréménit dré greiz ar c’hamp, ha kémennit d’ar bobl, ô lavarout :

11. Aozit d’é-hoc’h boédou ; râk a benn tri deiz é treûzot ar Jourdan, hag éz éot da biaoua ann douar a dlé da rei d’é-hoc’h ann Aotrou hô Toué.

12. Lavaroud a réaz ivé d’ar Rubénied ha d’ar Gadéed, ha da han̄ter vreûriez Manasé :

13. Hô pézet sonch eûz ar péz en deûz gourc’hémennet d’é-hoc’h Moizez, servicher ann Aotrou, ô lavarout : Ann Aotrou hô Toué en deûz rôet d’é-hoc’h ann éhan, hag ann holl zouar-man̄.

14. Hô kragez, hag hô pugalé, hag hô loéned a choumô enn douar en deûz rôet Moizez d’é-hoc’h enn tu-man̄ eûz ar Jourdan : hôgen c’houi, péré a zô holl tûd kré, treûzid ar ster gan̄d armou é penn hô preûdeûr, ha stourmit évit-hô ;

15. Kén na rôi ann Aotrou ann éhan d’hô preûdeûr, ével ma en deûz