Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
ann deutéronom.

27. Râk mé a oar péger pennek oc’h ha péger kalet eo hô penn. (T). Ha mé c’hoaz béô, hag ô véza gan-é-hoc’h, hoc’h eûz bépréd énébet oud ann Aotrou : ha n’her gréot két gwasoc’h pa vézinn marô ?

28. Strollit dira-z-oun holl hénaoured hô preûriézou hag hô toktored, évit ma livirinn dira-z-hô ar geriou-zé, ha ma c’halvinn enn hô énep ann én̄v hag ann douar.

29. Râk mé a oar pénaoz goudé va marô é réot fallagriez, hag en em zistrôot kerken̄t diwar ann hen̄t em eûz gourc’hémennet d’é-hoc’h : hag é kouézô poaniou war-n-hoc’h enn amzer zivéza, pa hô pézô gréat drouk dirâg ann Aotrou, oc’h hé argardi gan̄d ôberiou da zaouarn.

30. Moizez éta a lavaraz, dirâg holl bobl Israel, geriou ar ganaouen-zé, adaleg ann eil penn bétég égilé.


————


XXXII. PENNAD.


Kanaouen Voizez. Piña a ra war vénez Abarim hag é sell oud douar Kanaan.


1. Sélaouit, én̄vou, ar péz éz ann da lavarout : ra glevô ann douar geriou va génou.

2. Ra zeûiô da dévaat (T) va c’hélénadurez ével glaô ; ra ziverô va lavar ével gliz, ével glaô war ar géot, hag ével bannéou war al létoun.

3. Râk meûli a rinn hanô ann Aotrou : rôit da Zoué uc’hel-meûrbed ann énor a zô dléet d’ézhan̄. (T).

4. Oberiou Doué a zô klôk, hag hé holl hen̄chou a zô reiz : eunn Doué féal eo, hag hép fallagriez é-béd, gwirion hag éeun.

5. Ar ré a zô bét ha n’in̄t mui hé vugalé, hô deûz péc’het enn hé énep oc’h en em zaotra, gwenn droug ha gwall-fall.

6. Hag houn-nez eo ann anaoudégez-vâd éc’h eûz évid ann Aotrou, pobl diskian̄t ? Ha né két hén̄ eo da dâd, péhini en deûz da biaouet, da c’hréat ha da grouet ?

7. Az péz sonch eûz ann deisiou trémenet, menn er rummou ken̄t : goulenn digan̄d da dâd, hag é rôi da anaout d’id ; digan̄d da ré gôz, hag é livirin̄t did.

8. Pa rannaz ann Uc’héla ar brôadou, pa zistrollaz bugalé Adam, é lékéaz harzou ar boblou hervez ann niver eûz a vugalé Israel.

9. Hôgen lôden ann Aotrou eo hé bobl ; ha Jakob a zô rann hé zigwéz.

10. Hé gavet en deûz enn eunn douar dihen̄tet, enn eul léac’h eûzuz, hag enn eunn distrô éc’hon : hé rénet en deûz trô-war-drô ; hé zesket en deûz, hag hé viret en deûz ével mâb hé lagad.

11. Ével ma c’halv ann er hé érédigou évid hô lakaad da nicha, ha ma c’hournich a-ziouc’h d’ézhô, ével-sé en deûz astennet hé ziou-askel, hag en deûz hé zavet, hag en deûz hé zouget war hé ziou-skoaz.

12. Ann Aotrou hép-kén eo bét da réner d’ézhan̄ ; ha né oa két a Zoué a-ziavéaz gan̄t-han̄.

13. Hé lékéat en deûz enn eunn douar uc’hel, évit ma tébrô frouez ar parkeier, évit ma sunô mél ar méan hag éôl ar roc’h ar c’haléta ;

14. Amann ar zaoud, ha léaz ann dén̄ved, gan̄t lard ann oen, hag ann tourzed eûz a vrô Basan, ha bouc’hed, gan̄t flour gwiniz ; ha ma évô goâd-gwini ar pura.

15. Ann hini a oa karet a zô deûet da véza lard, hag a zô savet a énep Doué (T) ; lartéet, tévéet, karget a vadou, en deûz dilézet Doué hé Grouer, hag eo pelléet diouc’h Doué hé Zalver.

16. Hé héget hô deûz, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, hag hé vuanégez hô deûz tennet war-n-ézho gan̄d hô faliagriézou.

17. Azeûlet hô deûz ann diaouled, ha n’hô deûz két azeûlet Doué ; azeûlet hô deûz douéed ha na anavézen̄t két, douéed névez-deûet, ha na oa két bét kéélet gan̄d hô zadou.

18. Dilézet éc’h eûz ann Doué en deûz da c’hanet ; hag an̄kounac’héet éc’h eûz ann Aotrou en deûz da grouet.

19. Ann Aotrou ô véza gwélet kémen̄t-sé a zavaz drouk enn-han̄ (T), ô