Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
ann deutéronom.

zez da zeûl da droad : râg ann Aotrou a rôi d’id énô eur galoun spoun̄tik, ha daoulagad gwévet, hag eunn éné man̄tret gan̄t glac’har.

66. Da vuez a vézô ével a-zispiḻ dira-z-oud. Aoun az pézô nôz-deiz, ha na grédi két enn da vuez.

67. Diouc’h ar min̄tin é liviri : Piou a rôi d’in ar pardaez ? Ha diouc’h ar pardaez : Piou a rôi d’in ar min̄tin ? Enn abek da aoun da galoun ha d’ar péz a wéli gan̄d da zaoulagad, é vézi spoun̄tet.

68. Ann Aotrou az kasô adarré war listri d’ann Éjipt, dré eunn hen̄t dré béhini en dôa lavaret d’id n’her gwélchez mui. Énô é vézi gwerzet d’as énébourien, évit béza da vévellou ha da vitisien, ha na vézô két kalz a dûd évit da bréna.


————


XXIX. PENNAD.


Kévrédigez krétéet étré Doué hag Israel. Gourdrouz a-éneb ar ré a dorrô ar gévrédigez.


1. Chétu aman̄ geriou ar gévrédigez, a c’hourc’hémennaz ann Aotrou da Voizez ma rajé gan̄t bugalé Israel, é douar Moab, ouc’h-penn ar gévrédigez en dôa gréat gan̄t-hô é Horeb.

2. Ha Moizez a c’halvaz Israel holl, hag a lavaraz d’ézhô : C’houi hoc’h eûz gwélet kémen̄d en deûz gréat ann Aotrou dira-z-hoc’h enn Éjipt, da Faraon, ha d’hé holl zervicherien, ha d’hé holl zouar,

3. Ann arnodou brâz hô deûz gwélet hô taoulagad, ann arouésiou-zé, hag ar vurzudou brâz-meûrbéd :

4. Hag ann Aotrou n’en deûz két rôet d’é-hoc’h bété vréman̄ eur spéred lemm (T), ha daoulagad a hell gwélout, ha diskouarn a hell klévout.

5. Hô kaset en deûz é-pâd daou-ugen̄t vloaz dré ann distrô : hô tiḻad n’in̄t két bét koazet gan̄d ann amzer, na boutou hô treid n’in̄t két bét bévézet gan̄d ar gôzni.

6. N’hoc’h eûz kéd debret a vara, n’hoc’h eûz évet na gwîn na bier : évit ma oufac’h pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué.

7. Pa oc’h deûet bétég al léac’h-man̄, ha Séhon, roué Hesébon, hag Og, roué Basan, a zeûaz da ziarbenna ac’hanomp évit stourmi ouz-omp, hag é lazchomp anézho.

8. Ha nî a géméraz hô douar, hag a rôaz anézhan̄ é kers da Buben, ha da C’had, ha da han̄ter-vreûriez Manasé.

9. Mirid éta geriou ar gévrédigez-man̄, ha sévénit-hô, évit ma wiot er-vâd kémen̄t a réot.

10. Savet oc’h holl hiriô dirâg ann Aotrou hô Toué, prin̄sed hô preûriézou, hag ann hénaoured, hag ann doktored, hag holl bobl Israel.

11. Hô pugalé, hag hô kragez, hag ann diavésiad a choum gan-éz er c’hamp, hép nivéri ann trouc’herien keûneûd, hag ann dougerien dour :

12. Évit ma tréméni é kévrédigez ann Aotrou da Zoué, hag el lé a ra hiriô ann Aotrou da Zoué gan-éz :

13. Évit m’az lakai da véza hé bobl d’ézhan̄ hé-unan, ha ma vezô-hén̄ da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret d’id, hag ével ma en deûz hé douet d’as tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob.

14. Ha né két gan-é-hoc’h hép-kén é rann ar gévrédigez-man̄, hag é krétann al lé-man̄ ;

15. Hôgen gan̄t kémen̄d hini a zô bréman̄, ha gan̄t kémen̄d hini a vézô da-c’houdé. (T).

16. Râk c’houi a oar pénaoz omp choumet é douar ann Éjipt, ha pénaoz hon eûz tréménet é-kreiz ar brôadou, hag ô tréménout drei-z-hô,

17. Hoc’h eûz gwélet argarzidigézou hag hudurnézou, da lavaroud eo, hô idolou, ar c’hoat hag ar méan, ann arc’han̄t hag ann aour a géélen̄t.

18. Na vézet két éta enn hô touez eur goâz pé eur vaouez, eunn tiad pé eur vreûriez, a zistrôjé hiriô hé galoun diouc’h ann Aotrou hon Doué, évit mon̄d da gavout ha da zervicha douéed ar brôadou-zé, hag évit ma vézô enn hô touez eur c’hrisien a zougô béstl ha c’houervder.

19. Ha pa en dévézô klévet geriou