Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
ann deutéronom.

da bobl Israel, hag ann douar éc’h eûz rôet d’é-omp, ével ma éc’h eûz hé douet d’hon tadou, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél.

16. Ann Aotrou da Zoué a c’hourc’hémenn d’id hiriô ôber ar c’hélennou-zé hag ar barnédigézou-zé ; ha ma viri, ha ma sévéni anézhô a greiz da galoun hag a greiz da éné.

17. Dilennet éc’h eûz hiriô ann Aotrou, évit ma vézô Doué d’id, évit ma kerzi enn hé hen̄chou, ha ma viri hé lidou, hag hé gélennou, hag hé varnédigézou, ha ma sen̄ti oud hé c’hourc’hémenn.

18. Hag ann Aotrou en deûz da zilennet hiriô, évit ma vézi hé bobl hé-unan ével ma en deûz hé lavaret d’id, hag évit ma viri hé holl gélennou,

19. Hag évit m’as lakai da véza ar brudéta eûz ann holl boblou en deûz krouet, évid hé veûleûdi, hag évid hé hanô, hag évid hé c’hloar ; hag évit ma vézi pobl san̄tel ann Aotrou da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret.


————


XXVII. PENNAD.


Aoter véan war aot ar Jourdan. Lid é-kén̄ver ar bennosiou hag ar mallosiou.


1. Neûzé Moizez hag hénaoured Israel, a c’hourc’hémennaz d’ar bobl, ô lavarout : Mirit ann holl gélennou a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô.

2. Ha pa vézô treûzet ar Jourdan gan-é-hoc’h, ha ma viot éat enn douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, é savi mein brâz, hag é lifri anézhô gan̄t râz ;

3. Évit ma helli skriva war-n-ézhô holl c’heriou al lézen-man̄, p’az pézô treûzet ar Jourdan ; ha p’az î ébarz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél, ével ma en deûz touet d’as tadou.

4. Pa hô pézô éta treûzet ar Jourdan, é savot ar vein-zé, ével ma hé c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô, war vénez Hébal, hag é lifri anézhô gan̄t râz.

5. Sével a rî ivé énô eunn aoter d’ann Aotrou da Zoué, gan̄t mein, ha na vézô két stoket houarn out-hô,

6. Gan̄t mein dizoaré ha digompez : hag é kennigi war ann aoter-zé sakrifisou-losk d’ann Aotrou da Zoué :

7. Hag é lazi hostivou a beoc’h, hag é tebri énô, hag é ri banvez dirâg ann Aotrou da Zoué.

8. Hag é skrivi splann ha fréaz war ar vein ann holl c’heriou eûz al lézen-man̄.

9. Neûzé Moizez hag ar véleien eûz a wenn Lévi a lavaraz da holl bobl Israel : Laka évez, ha sélaou, Israel : Hiriô oud deûet da bobl d’ann Aotrou da Zoué :

10. Sélaoui a rî hé vouéz, hag é rî ar c’hélennou hag ar barnédigézou a c’hourc’hémennann d’id.

11. Ha Moizez a c’hourc’hémennaz d’ar bobl enn deiz-zé, ô lavarout :

12. Ar ré-man̄ a zavô évit binnisien ar bobl, war vénez Garizim, goudé ma vézô treûzet ar Jourdan : Siméon, ha Lévi, ha Juda, hag Isakar, ha Jozef, ha Ben̄jamin.

13. Ha râg-énep é savô ar ré-man̄ évit millisien, war vénez Hébal : Ruben, ha Gad, hag Aser, ha Zabulon, ha Dan, ha Neftali.

14. Hag al Lévited a gomzô, hag a lavarô da holl dûd Israel gan̄d eur vouéz uc’hel :

15. Milliget eo ann dén a ra eur skeûden kizellet pé teûzet, argarzuz d’ann Aotrou, labour dourn eur méchérour, hag hé laka enn eul léac’h kûz ; hag ann holl bobl a respoun̄tô, hag a lavarô : Amen.

16. Milliget eo ann hini ha na énor két hé dâd hag hé vamm ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

17. Milliget eo ann hini a zilec’h harzou hé nésa ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

18 Milliget eo ann hini a laka ann dén-dall da fazia war ann hen̄t ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

19. Milliget eo ann hini a dorr ar varn é-kén̄ver ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

20. Milliget eo ann hini a gousk