Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
ann deutéronom.

15. Eur poéz reiz ha gwîr ez pézô, hag eur boezel kévatal ha gwîr ; évit ma vévi pell-amzer war ann douar en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.

16. Râg ann Aotrou da Zoué a argarz ann hini a râ kémen̄t-sé, hag a gasa pép gaou.

17. Az péz koun eûz ar péz en deûz gréat d’id Amalek enn hen̄t, pa zeûjoud er-méaz eûz ann Éjipt ;

18. Pénaoz é tiarbennaz ac’hanod, hag é lazaz ar ré a oa é lôst da armé, hag a oa arzaoet ker skuiz é oan̄t, ha pa oaz-té dinerzet gan̄d ann naoun, ha gan̄d al labour ; ha na zoujaz két Doué.

19. Pa en devézô éta ann Aotrou da Zoué rôet éhan did, ha lékéat da bléga dindân-oud ann holl vrôadou a vézô war-drô d’id enn douar en deûz lavaret é rôjé d’id ; é lami hé hanô eûz a zindân ann én̄v. Laka évez n’hé an̄kounac’hai két.


————


XXVI. PENNAD.


Diwar-benn ar préveûdiou hag ann déogou.


1. Pa vézi éat enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers ; p’az pézô hé biaouet, ha pa choumi enn-nan̄,

2. É kéméri ar préveûdiou eûz da holl frouez, hag é likii anézhô enn eur gést, hag éz î d’al léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma vézô énô galvet hé hanô :

3. Hag éz î da gaout ar bélek, a vézô é karg enn deisiou-ze, hag e liviri d’ézhan̄ : An̄savout a rann hiriô dirâg ann Aotrou da Zoué, pénaoz ounn deûet ébarz ann douar en dôa touet d’hon tadou é rôjé d’é-omp.

4. Hag ar bélek ô kemérout ar gést eûz da zourn, hé lakai dirâg aoter ann Aotrou da Zoué.

5. Hag é liviri dirâg ann Aotrou da Zoué : Ar Siriad a iéaz war-lerc’h va zâd, hag hén̄ a ziskennaz enn Éjipt, hag a choumaz énô ével eunn diavésiad enn eunn niver bihan ; hôgen kreski a réaz énô enn eur bobl brâz ha kré ha diniver.

6. Hag ann Éjiptianed a c’hlac’haraz hag a heskinaz ac’hanomp, hag a lékéaz war-n-omp kargou pounner-brâz.

7. Ha ni a c’harmaz oud ann Aotrou Doué hon tadou, péhini a zélaouaz ac’hanomp, hag a zellaz oud hon izelded, oud hor labour, hag oud hon an̄ken :

8. Hag hén hon tennaz eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré, gan̄d eur bréac’h astennet, gan̄d eur spoun̄t brâz, gan̄d arouésiou ha burzudou :

9. Hag hol lékéat en deûz da zon̄t el léac’h-man̄, hag en deûz rôet d’é-omp ann douar-man̄, é péhini é tivér al léaz hag ar mél.

10. Ha râk-sé eo é kennigann bréman̄ préveûdiou frouez ann douar en deûz rôet ann Aotrou d’in. Hô lézel a rî dirâg ann Aotrou da Zoué, ha goudé béza azeûlet ann Aotrou da Zoué,

11. É ri banvez gan̄t ar madou en dévézô rôet ann Aotrou da Zoué d’id ha d’as tî, té hag al Lévit, hag ann diavésiad a zô gan-éz.

12. P’az pézô peûr-rôet ann déog eûz da frouez, ann trédé bloaz eûz ann déogou, hô rôi d’al Lévit, ha d’ann diavésiad, ha d’ann emzivad, ha d’ann in̄tanvez, évit ma tebrin̄t enn diabarz eûz da bersier, ha ma hô dévézô hô gwalc’h.

13. Hag é liviri dirâg ann Aotrou da Zoué : Tennet em eûz eûz va zî kémen̄t a oa gwéstlet, hag hé rôet em eûz d’al Lévit, ha d’ann diavésiad, ha d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez, ével ma éc’h eûz hé c’hourc’hémennet d’in : n’ounn két éat ébiou d’as kélennou, ha n’em eûz két an̄kounac’héet da c’hourc’hémennou.

14. N’em eûz két debret anézhô em c’haon̄, ha n’em eûz két hô lékéat a dû évid eunn dra dic’hlan-bennâg, ha n’em eûz két rôet anézhô évid ar c’han̄vou. Sen̄tet em eûz out mouéz ann Aotrou va Doué, ha gréat em eûz kémen̄t éc’h eûz gourc’hémennet d’in.

15. Sell ouz-omp eûz da zan̄tuar, hag eûz al léac’h uc’hel eûz ann én̄vou é péléac’h é choumez, ha bennig