Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
ann deutéronom.

18. Na gennigi két gôbr ar c’hast na gwerz ar c’hî é tî ann Aotrou da Zoué pétrâ-bennâg m’az pézô gwéstlet ; râg argarzuz in̄t hô daou dirâg ann Aotrou da Zoué.

19. Na rôi két d’as preûr war gampi, nag arc’han̄t, nag édou, na nétrâ all é-béd ;

20. Hôgen hép-kén d’ann diavésiad. D’as preûr é presti kémen̄d en dévézo ézomm, hép kampi é-béd ; évit ma vennigô ann Aotrou da Zoué ac’hanod é kémen̄d a ri gan̄d da zaouarn, enn douar é péhini éz éz évid béza hé berc’hen.

21. P’az pézô gréat eur gwéstl d’ann Aotrou da Zoué, na zaléi két d’hé zévéni ; râg ann Aotrou da Zoué hé c’houlennô stard digan-éz ; ha mar daléez, é vézô nivéret d’id évit péc’hed.

2i. Ma na réz kéd a wéstl, é vézi dibéc’hed.

23. Hôgen ar péz a vézô éat eur wéach er-méaz eûz da vuzellou a viri, hag é rî ével ma éc’h eûz gwéstlet d’ann Aotrou da Zoué, ô véza ma éc’h eûz komzet gan̄d da ioul ha dré da c’hénou.

24. P’az î é gwinien da nésa, debr rezin kémen̄d na ma kiri ; hôgen na gâs két gan-éz er-méaz.

25. P’az î é park da viñoun, é helli terri tamoézennou, hag hô frika enn da zourn ; hôgen na drouc’hi két gan̄d ar fals.


————


XXIV. PENNAD.


Paéa ar gôbrou. Lézel d’ar béorien ann dilerc’h eûz ann éd hag eûz ar rezin.


1. Mar kémer eunn dén eur c’hrég, ha mar d-â gan̄t-hi ; ha ma na gâv két hî trugarez dirâg hé zaoulagad, enn abek da eunn dra louz-bennâg, é skrivô-hén̄ eul levr-rann, hé rôi d’ézhi enn hé dourn, hag a gasô anézhi kuît eûz hé dî,

2. Pa vézô éat-kuît, mar kemer eunn ozac’h all,

3. Ha mar teû ivé hé-man̄ d’hé c’hasaat, ha da rei d’ézhi eul levr-rann, ha d’hé c’hâs-kuît eûz hé dî ; pé mar teû zô-kén da vervel ;

4. Ann ozac’h ken̄ta na hellô két hé c’hémérout da c’hrég, ô véza ma eo bét saotret hî, ha ma eo deûet da véza argarzuz dirâg ann Aotrou : na laka két da béc’hi ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers.

5. Pa en dévézô eunn dén kéméret eur c’hrég a névez a vézô, na d-ai két d’ar brézel, ha na vézô rôet d’ézhan̄ karg hollek é-béd ; hôgen en em rei a rai d’hé dî hép gwall é-béd, évit ma en em laouénai gan̄d hé c’hrég é-pâd eur bloaz.

6. Na géméri két é gwéstl ar méan-vilin izéla nag ann uc’héla ; râk bividigez eunn den eo a vé kenniget d’id.

7. Mar béz kavet eunn dén ô spia hé vreûr eûz a vugalé Israel, ha mar kémer ar gôbr anézhan̄ goudé ma vézô gwerzet gan̄t-han̄, é vézô lazet ; hag e tenni ann droug eûz da greiz.

8. Mir gan̄t préder na gouézi é gouli al lovren̄tez ; hôgen grâ kémen̄d a zeskô d’id ar véleien eûz a wenn Lévi, diouc’h ar péz em eûz gourc’hémennet d’ézhô ; ha grâ-hén̄ gan̄d évez.

9. Hô pézet koun eûz ar péz a réaz ann Aotrou hô Toué da Vari enn hen̄t, goudé ma oec’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt.

10. Pa c’houlenni digan̄d da nésa eunn dra-bennâg a dlé d’id, n’az î két enn hé dî évit kâs eur gwéstl gan-éz ;

11. Hôgen er-méaz é choumi enn da zâ, hag hén̄ a gasô d’id ar péz en dévézô :

12. Ha mar d-eo paour, ar gwéstl na choumô két héd ann nôz enn da dî ;

13. Hôgen hé zisteûrel a ri d’ézhan̄ râk-tâl abarz kûs-héol ; évit ma kouskô enn hé wiskaman̄t ha ma vennigô ac’hanod, ha ma vézi kavet gwirion dirâg ann Aotrou da Zoué.

14. Na zinac’hi két hé c’hôbr d’ann ézommek ha d’ar paour, daoust pé eo da vreûr, pé eunn diavésiad a choum gan-éz enn da zouar, hag enn diabarz eûz da bersier :

15. Hôgen disteûrel a ri d’ézhan̄ enn hévélep deiz gôbr hé labour, abarz kûs-héol, ô veza ma eo paour, ha ma vév diout-han̄ : gan̄d aoun na