Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
ann deutéronom.



XXI. PENNAD.


Lâz dianaf. Gwir ar ré gen̄ta ganet. Mâb dizen̄t.


1. Pa vézô bét kavet er vrô a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id, korf-marô eunn dén a vézô bét lazet, hép gouzout piou en dévézô hé lazet,

2. Ann hénaoured ha ar varnerien a iélô er-méaz, hag a ven̄tô ann héd a zô adaleg ar c’horf-marô bétég ann holl geriou trô-war-drô :

3. Hag ô véza anavézet ann hini a vézô ann dôsta, hénaoured ar géar-zé a gémérô eunn ounner eûz ann tropel, pehini n’é dévézô két c’hoaz douget ar iéo, ha n’é dévézô két roget ann douar gan̄d ar souc’h ;

4. Hag é kasin̄t anézhi enn eunn draoñien c’harô ha meinek, péhini na vézô két bét aret nag hadet biskoaz : hag énô é trouc’hin̄t gouzoug ann ounner.

5. Hag é tôstai ar véleien, mipien Lévi, en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué évid hé zervicha, hag évit benniga enn hé hanô, ha ma vézô barnet diouc’h hô gér kémen̄d strîv, ha kémen̄d a zô glân pé dic’hlan.

6. Hag é teûi hénaoured ar géar-zé étrézég ann hini a vézô bét lazet, hag é walc’hin̄t hô daouarn war ann ounner a vézô bét lazet enn draoñien.

7. Hag é livirin̄t : Hon daouarn n’hô deûz két skuḻet ar goâd-zé, hag hon daoulagad n’hô deûz két hé wélet.

8. Aotrou, béz trugarézuz é-kén̄ver da bobl Israel éc’h eûz dasprénet, ha na damall két ar goâd dinam d’as pobl Israel. Ha gwall ar goâd-zé a vézô tennet diwar-n-ézhô.

9. Ha té a vézô didamall eûz ar goâd dinam a vézô bét skuḻet, p’az pézô gréat ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.

10. Pa vézi éat d’ar brézel a-énep da énébourien, ma en deûz ann Aotrou da Zoué hô lékéat étré da zaouarn, ha pa hô c’hasi da sklaved,

11. Mar gwélez é-mesk ar sklaved eur vaouez gaer ; mar karez anézhî, ha ma c’hoan̄téez hé c’haout da c’hrég,

12. É likii anézhi da von̄t enn da dî ; hag hî a douzô hé bléô, hag a grennô hé ivinou,

13. Hag a ziwiskô ar zaé é dôa pa eo bét kéméret : hag oc’h azéza enn da dî, hé ouélô hé zâd hag hé mamm é-pâd eur miz : ha goudé-zé éz î d’he c’havout, é kouski gan̄t-hî, hag hî a vézô da c’hrég.

14. Hôgen goudé-zé ma na blij két d’id, hé lezi da von̄t dieûb, ha na helli két hé gwerza évid arc’han̄t, nag hé mac’ha gan̄d da c’halloud, ô véza ma éc’h eûz hé izéléet.

15. Ma en deûz eunn dén diou c’hrég, unan karet gan̄t-han̄, hag ébén kaséet, ha ma hô deûz bét mipien diout-han̄, ha mar d-eo ann héna mâb ann hini na gar két ;

16. Pa fellô d’ézhan̄ ranna hé vadou étré hé vipien, na hellô két lakaad da hénaour mâb ann hini a gâr, hag hé lakaad dreist mâb ann hini a gasa ;

17. Hôgen anaoud a rai évid ann hénaour mâb ann hini a gasa, hag é rôi d’ézhan̄ diou lôden eûz a gémen̄t en deûz : râg hen-nez eo ar c’hen̄ta eûz hé vipien, ha d’ézhan̄ eo eo dléet ann hénanded.

18. Ma en deûz ganet eunn dén eur mâb kilpennek ha dichek, péhini na zélaou na gourc’hémenn hé dâd na gourc’hémenn hé vamm, ha péhini pa véz bét tamallet gan̄t-hô, a zinac’h gan̄t faé sen̄ti out hô :

19. É krogin̄t enn-han̄, hag é kasin̄t anézhan̄ da hénaoured hé géar, é-tâl porz ar varn,

20. Hag é livirin̄t d’ézhô : Ar mâb-man̄ d’é-omp a zô kilpennek ha dichek ; faé eo gan̄t-han̄ sélaoui hor c’hélennou ; en em rei a ra d’ar c’hadélez, d’ann orged ha d’ar vezven̄ti.

21. Neûzé pobl ar géar a labézô anézhan̄ gan̄t mein, kén na varvô ; évit ma tennot ann droug eûz hô kreiz, ha ma vézô spoun̄tet Israel holl pa glevô kémen̄t sé.

22. Pa en dévézô eunn dén gréat eunn drouk a dal é vé lékéat da vervel (T) ; pa vézô bét barnet d’ar marô ha staget oud ar groug ;

23. Na choumô két hé gorf-marô oud ar prenn, hôgen enn hévélep deiz