Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/259

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
ann deutéronom.



XX. PENNAD.


Lézennou diwar benn ar brézel.


1. P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, hag é wéli kézeg ha kirri, hag eunn armé brasoc’h é niver égéd da hini, n’az péz kéd a aoun ra-z-hô, râg gan-éz éma ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt.

2. Hôgen pa dôstai ann emgann, é savô ar bélek dirâg ann armé, hag é komzô ével-henn oud ar bobl :

3. Sélaou, Israel : hiriô é tléit en em ganna oud hoc’h énébourien ; na vézet két saouzanet hô kaloun, n’hô pézet kéd a aoun, na argilit két, na spoun̄tit két ra-z-hô ;

4. Râg ann Aotrou hô Toué a zô enn hô kreiz, hag é stourmô évid-hoc’h oud hoc’h énébourien, évid hô tenna eûz ar gwall.

5. Ann oviserien ivé é péb ban̄den a lavarô d’ann armé a vezô oc’h hô sélaoui : Piou eo ann dén en deûz savet eunn tî névez, ha n’en deûz két hé wéstlet ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na varvché enn emgann, ha ma zeûjé eunn all d’hé wéstla.

6. Piou eo ann dén en deûz plantet eur winien, ha n’en deûz két c’hoaz hé lékéat da véza boutin, évit ma hellô ann holl dibri eûz anézhi ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na varvché enn emgann, ha na zeûjé eunn all da ôber ar péz a dlé da ôber hé-unan.

7. Piou eo ann dén en deûz rôet hé c’hér da véza pried da eur c’hrég, ha n’en deûz két c’hoaz hé c’héméret ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na varvché enn emgann, ha na zeûjé eunn all d’hé c’hémérout.

8. Goudé béza lavaret kémen̄t-se, é livirin̄t c’hoaz, ô komza oud ar bobl : Piou eo ann dén aounik ha laosk a galoun ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na zeûjé da spoun̄ta kalounou hé vreûdeûr, ével ma eo saouzanet hé-unan gan̄d ar spoun̄t.

9. Ha pa vézô tavet oviserien ann armé, ha pa hô dévézô éhanet da gomza, pép-hini a zastumô hé van̄dennou evid ann emgann.

10. Pa dôstai oud eur géar évid hé grounna, é kennigi dézhi ar péoc’h da gen̄ta.

11. Mar tigémer anézhan̄, ha mar digor d’id hé fersier, ann holl bobl a vézô enn-hî a vézô salvet, hag é servichô ac’hanod enn eur baéa ar gwiriou.

12. Hôgen ma na fell két d’ézhi ôber kévrédigez gan-éz, ha mar téraou ôber ar brézel ouz-id, é c’hrounni anézhi.

13. Ha pa en dévézô ann Aotrou da Zoué hé lekéat étré da zaouarn, é lazi gan̄d ar c’hlézé kémen̄t paotr a vézô enn-hî,

14. O virout ar merc’hed, hag ar vugalé, al loéned, ha kémen̄t tra all a vézô er géar. Ranna a rî ann holl breiz étré ann armé, ha té en em vagô gan̄d diwisk da énébourien, en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.

15. Ével-sé é rî é-kén̄ver ann holl geriou, a zô pell-brâz diouz-id, ha péré n’in̄t két eûz ar c’heriou-zé, a dléez da gaout enn da gers.

16. Hôgen é-kén̄ver ar c’heriou a vézô rôet d’id, na lézi béô hini é-béd :

17. Hôgen hô laza a rî gan̄d ar c’hlézé, da lavaroud eo, ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar C’hananéed, hag ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, ével ma en deûz ann Aotrou da Zoué gourc’hémennet d’id :

18. Gan̄d aoun na zeskchen̄t d’é-hoc’h ôber ann holl fallagriézou hô deûz gréat d’hô douéed, ha na béc’hchac’h a-énep ann Aotrou hô Toué.

19. Pa c’hrounni eur géar pell-amzer, ha pa zavi kréou trô-war-drô, évid hé c’hémérout, na drouc’hi két ar gwéz gan̄t péré é helli en em vaga, ha na wasti két gan̄d ar bouc’hili ar vrô trô-war-drô : râk koat eo, ha né két tûd, ha na helfé két kreski enn da énep ann niver eûz ar vrézélidi.

20. Ha ma n’eo két gwéz-frouez, hôgen gwéz koadou, ha mâd évid ann ézommou all, trouc’h-hî, ha grâ ijinou gan̄t-hô, kén n’az pézô kéméret ar géar a stourm ouz-id.


————