Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
ann deutéronom.



XVIII. PENNAD.


Lôden ar véleien hag al Lévited. Profed brâz diouganet.


1. Ar véleien hag al Lévited, hag ar ré all holl péré a zô eûz ann hévéleb breûriez, n’hô dévézô két a lôden nag a zigwéz gan̄d ann dilerc’h eûz a Israel, ô véza ma tebrin̄t hé sakrifisou, hag hé gennigou ;

2. Ha n’hô dévézô nétrâ all eûz a gers hô breûdeûr : râg ann Aotrou hé-unan eo hô digwéz, ével ma en deûz hé lavaret d’ézhô.

3. Chétu aman̄ ar gwîr hô dévézô ar véleien digan̄d ar bobl, ha digan̄d ar ré a gennig viktimou : daoust pé é lazin̄t eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, é rôin̄t d’ar bélek ar skoaz hag ar poull-kaloun :

4. Ken̄ta-frouez ann éd, ar gwin hag ann éôl, ha lôd eûz ar gloan pa vézô touzet ann dén̄ved.

5. Râg ann Aotrou da Zoué en deûz hé zilennet eûz a douez da holl vreûriézou, évit ma savô ha ma servichô hanô ann Aotrou, hén̄ hag hé vipien da vikenn.

6. Ma ia-kuît eul Lévit eûz a unan eûz da gériou enn Israel, é péhini é choum, ha ma fell d’ézhan̄ don̄d el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou,

7. É servichô é hanô ann Aotrou hé Zoué, ével hé holl vreûdeûr al Lévited, a vézô enn hô zâ enn amzer-zé dirâg ann Aotrou.

8. Ann hévélép lôden boéd en dévézô hag ar ré all ; hép nivéri al lôden a vezô dléet d’ézhan̄ enn hé géar hé-unan diouc’h digwéz hé dadou.

9. Pa vézi éat ébarz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, diwall n’az pé c’hoan̄t da heûlia fallagriézou ar brôadou-zé ;

10. Ha na vé kavet enn da douez unan-bennâg a c’hlanché hé vâb, pé hé verc’h, oc’h hé dréménout dré ann tân : pé a c’houlenfé kuzul digan̄d ann diouganerien, pé a arvestché ann huvréou hag ann arouésiou, pé a rajé strôbinellou ;

11. Pé a vé kelc’hier, pé a c’houlenfé kuzul digan̄d ar ré hô deuz spéred Pitou, pé digan̄d ann diouganerien, pé a glaskfé ar wirionez é-touez ar ré varô :

12. Râg ann Aotrou a argarz ann holl draou-zé ; hag enn abek d’ar gwallou-zé é vévézô anézhô p’az î ébarz.

13. Klôk é vézi, ha dinam gan̄d ann Aotrou da Zoué.

14. Ar brôadou-zé, é douar péré é teûi da berc’hen, a zélaou ann diouganerien : hôgen té a zô bét desket enn eunn doaré all gan̄d ann Aotrou da Zoué.

15. Ann Aotrou da Zoué a lakai da zével d’id eur profed eûz da bobl, hag eûz a greiz da vreûdeûr, ével-d-oun ; hé zélaoui a ri,

16. Ével ma éc’h eûz goulennet oud ann Aotrou da Zoué é Horeb, pa oa dastumet ar bobl, ô lavarout : Na glevinn mui mouéz ann Aotrou va Doué, ha na wélinn mui ann tân brâz meurbéd-zé, gan̄d aoun na varfchenn.

17. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Mâd eo kémen̄d hô deûz lavaret.

18. Lakaad a rinn da zével eur Profed d’ézhô eûz a greiz hô breûdeûr, hen̄vel ouz-id : lakaad a rinn va geriou enn hé c’hénou, hag hén̄ a lavarô d’ézhô kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’ézhan̄.

19. Hôgen piou-bennâg na fellô két d’ézhan̄ sélaoui hé c’heriou, a lavarô em hanô, mé eo a vézô ar ven̄jer.

20. Ar profed péhini, saotret gan̄d ar balc’hder, a fellô d’ézhan̄ komza em hanô, ha lavarout traou ha n’em bézô két gourc’hémennet d’ézhan̄, pé ann hini a gomzô é hanô ann douéed a-ziavéaz, a vézô lékéat d’ar marô.

21. Ha ma lévérez enn-od da-unan : Pénaoz é hellann-mé anaout ar gér, ha n’en deûz két lavaret ann Aotrou ?

22. Chétu ann arouéz ez pézô : Ar péz en dévézô diouganet ar profed zé, ha na vézô két c’hoarvézet, n’en deûz két lavaret ann Aotrou kémen̄t-sé, hôgen gan̄t stambouc’h hé galoun eo en deûz hé aozet é-gaou ar profed : ha râk-se na zouji két anczhan̄.


————