Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
ann deutéronom.



XVII. PENNAD.


É tléeur kémérout ali ar véleien. Dléadou ar rouéed.


1. Na lazi két d’ann Aotrou da Zoué eunn dan̄vad pé eunn éjenn, war béhini é vézô eunn nam pé eur gwall-bennâg ; râg eunn dra argarzuz eo d’ann Aotrou da Zoué.

2. Pa vézô kavet enn da douez, enn unan eûz ar c’heriou en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué, eur goaz pé eur vaouez a ra droug dirâg ann Aotrou da Zoué, hag a dorr hé gévrédigez,

3. O von̄t da zervicha douéed a-ziavéaz, hag oc’h azeûli anezhô, ann héol, pé al loar, pé holl stéred ann én̄v, ar péz n’em eûz két gourc’hémennet :

4. Ha pa vézô disklériet d’id kémen̄t-sé, ha goudé béza hé glevet m’az pézô gréat eunn en̄klask pîz, ha m’az pézô anavézet pénaoz eo gwir, ha pénaoz eo bét great ar fallagriez-zé enn Israel ;

5. É kasi ar goâz pé ar vaouez hô dévézô gréat ar fallagriez-zé out persier da géar, hag é vézin̄t labézet.

6. Néb a vézô lékéat d’ar marô, a vézô barnet war lavar daou pé dri tést. Na vézô lazet dén war desténi unan hép-kén.

7. Dourn ann testou a skôi gan̄t-han̄ da gen̄ta évid hé laza, ha dourn ar ré all eûz ar bobl a skôi goudé, évit ma tenni ann droug eûz da greiz.

8. Mar gwélez pénaoz eo diez ha reûstlet évid-oud ar varn étré ar goâd hag ar goâd, étré eunn abek hag eunn abek, étré eul lovr hag eul lovr : ha mar gwélez pénaoz é kildrô geriou ar varnerien é-tâl da bersier, sâv, ha piñ d’al léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué.

9. Hag é teûi da gavout ar véleien eûz a wenn Lévi, hag ar barner a vézô é karg enn amzer-ze ; ha té a c’houlennô kuzul digan̄t hô, hag hî a zisklériô d’id gwirionez ar varn.

10. Ha té a rai kémen̄d hô dévézô lavaret ar ré a zô da benn el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, ha kémen̄d hô dévézô desket d’id,

11. Hervez hé lézen : hag ec’h heûḻi hô barnédigez : ha na drôi nag a zéou nag a gleiz.

12. Hôgen néb a stambouc’hô, ha na fellô két d’ézhan̄ sen̄ti out gourc’hémenn ar bélek-brâz, péhini enn amzer-zé a vézô da zervicher d’ann Aotrou da Zoué, hag out lézen ar barner, é vézô lékéat d’ar marô ann dén-zé : hag é tenni ann droug eûz a Israel :

13. Hag ann holl bobl ô klevout kémen̄t-sé en dévézô aoun, hag hini anézhô na stambouc’hô pelloc’h.

14. Pa vézi éat ébarz ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id ; p’az pézô perc’hennet anézhan̄, ha pa choumi enn-han̄, ma lévérez : Lakaad a rinn eur roué war-n-oun, ével ma hô deûz ann holl vrôadou a zô enn-drô d’in :

15. Lakaad a rî da roué ann hini en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué eûz a douez da vreûdeûr. Na helli két kémérout da roué eunn dén eûz a eur vrôad all, ha na vézô két breûr d’id.

16. Ha pa vézô lékéat da roué, na zavô két évit-han̄ eunn niver brâz a gézek, ha na lakai két ar bobl da zistrei d’ann Éjipt, goudé béza savet eur varc’hégiez vrâz : dreist-holl pa en deûz ann Aotrou gourc’hémennet d’id na zistrôjez bikenn mui dré ann hen̄t-sé.

17. N’en dévézô két eunn niver brâz a c’hragez évit likaoui hé galoun, nag eul lôd brâz a arc’han̄t hag a aour.

18. Hôgen goudé ma vézô azézet war drôn hé rouan̄télez, é lakai skriva évit-han̄ enn eul levr deûtéronom al lézen-man̄, hag ar skouer anézhan̄ a vézô rôet d’ézhan̄ gan̄d ar véleien eûz a vreûriez Lévi.

19. Gan̄t-han̄ é vézô, hag é lennô enn-han̄ é holl zeisiou eûz hé vuez, évit ma teskô douja ann Aotrou hé Zoué, ha mirout hé c’hériou hag hé lidou, a zô gourc’hémennet el lézen.

20. Na zavet két hé galoun gan̄t balc’hder dreist hé vreûdeûr, ha na drôet nag enn tû déou, nag enn tû kleiz, évit ma rénô pell amzer, hén̄ hag hé vipien, war vugale Israel.